Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

19/10/2006

An Elysée pe Buckingham ?

War lec'hienn ofisiel rouantelezh Breizh-Veur e c'hellit lenn pajennoù e saozneg, evel rezon, met ivez e kembraeg ha gouezeleg (Bro Skos) : http://www.royal.gov.uk/output/Page1.asp

War lec'hienn internet ofisiel prezidantelezh Republik Bro Frans, e c'hellit lenn pajennoù e galleg, evel rezon, met ivez e saozneg, spagnoleg (kastillaneg) hag alamaneg. Roud ebet ag ar yezhoù all a Vro-Frans.

Souezhus, neketa ?  

Sur le site officiel de la monarchie britannique, des pages en gallois et en gaélique écossais sont éditées. Sur le site internet de l'Elysée, aucune trace des "langues de France"... Etonnant, non ?

04/08/2005

Claude Hagège : 25 yezh a ya da goll bep bloazh !

Bet on bet e selaou prezegenn Claude Hagège, e Mellak. 700 den oa deuet da weled ar c’helenner-se, a labour e barzh ar “Collège de France” hag a zo un arbenigour war ar yezhoù : ul "linguiste". Aet eo sot Claude Hagège get ar yezhoù abaoe e vugaleaj. Komz a ra buan, get e galon, a ziout yezhoù ar bed a bizh. Hervezan, war dro 5.000 yezh a vez komzet war an douar bremañ met 25 a varv pep bloazh ! Ar yezhoù komzet get an Indianed ag Amerika hanternozh zo en arvar bras. Claude Hagège a labour get ar pobloù-se, evel ar Siouxed, a zo e chom e barzh “lec’hioù” (“réserve”) e lec’h n’o deus ket kalz a dra d’ober. Dilabourion ha... lonkerion int deuet da vout kentoc’h, bugale Sitting Bull.

Luther en Alamagn...
Interesus bras oa ar pezh bet lâret deomp get Claude Hagège a ziout broioù all ag Europa, hag a ziout ar brezhoneg. Krogomp get broiou all ag Europa. Hagège n’eus displeget penaos a oa bet stumet ar yezhoù “ofisiel”. E Frans, ar rannyezh komzet e Paris ha tro dro Paris a zo deuet de vout ar yezh ofisiel a drugarez da Fanch ar gentañ, er XVIe kantved. Dishenvel eo en Alamagn, e lec’h ma oa bet savet an “alamaneg lenegel” get Martin Luther pa oa bet troet getan ar Bibl en alamaneg komzet getañ hag a zo deuet de vout, war lerc’h, an “alamaneg skrivet”. Met, hiriv an deiz, ur bochad rannyezhoù a vez komzet en Alamagn hag ar Stad n’eus ket savet lezennoù evit stourm a enepte evel ar pezh a vez graet e Frans.

...Ha Dante en Italia
Heñvel eo ar jeu e bro Italia : ur bern a rannyezhoù a vez komzet eno, evel er Piemont, met ne vezont ket  fall gwellet get ar Stad. An italianeg skrivet a zo bet savet ged Dante get e levr “La divine comédie”. Dante n’eus implijet ivez ur rannyezh hag a zo deuet da vout an italianeg skrivet. Claude Hagège en deus displeget ivez ar jeu e broioù pelloc’h. Da skouer en India. Ur bochad yezhoù ofisiel zo du-hont ha kalz a dud a gomz meur a yezhoù: an hindi, ar gujarati, ar saozneg hag all. N’eo ket ar memes jeu e Suisse hag e Belgia e lec’h ma z’eus ivez meur a yezhoù ofisiel met, re alies, an dud a gomz nemet ur yezh hepken, daoust ma e vez desket div pe ter yezh er skolioù. Hag Hagege a gav domaj an dra-se, komz nemet ur yezh barzh ur vro liesyezhek... Ha kavout a ra fall ivez stad ar brezhoneg hiriv an deiz.

Ur sort show
Claude Hagège n'eus komzet un tammig brezhoneg deomp e zisplegiñ e vehe bet eñ kapabl d'ober e brezegenn a-bezh en hor yezh ! Gwir pe gaoù ? N’ouion ket met komprenet m'eus un dra memestra : an den se a vour bout selaouet, sellet, hag, evel an aktour, ur sort show a zo bet graet getan dirazomp... “Petra gober evit saveteiñ ar brezhoneg ?” N’eus goulennet un den. Hagège da reskond : "Ma z’eus ur bochad a dud a gas o bugale d’ar skol evit deskiñ brezhoneg e vo savetaet ar yezh. Ret vo d’ar stad paeañ kelennerion evit kelenn brezhoneg". Met Hagège n’eo ket a du da lakaat kenteliou dre ret... Haz me, n’on ket a du getan. Pa oan er skolaj, e oa bet ret din deskiñ al latineg ! Hervez ar gelennerion, e servije al latineg da gomprein penaos e vez savet ar gerioù e galleg... E Breizh Isel, al lodenn vrasan ag an anvioù lec’h ha familh a zeu ag ar brezhoneg (evel ma anv), met an dra se ne oa ket a bouez awalc’h evit kelenn brezhoneg er skol... Perak nompass laakat euriadoù dre ret, bep sizhun, evit deskiñ un brezhoneg hag istoer Breizh d’ar vugale ?

Charlemagne ne gomze ket galleg !
Claude Hagège a vourr ar yezhoù, ha nec’het eo e welet plas ar saozneg amerikan er bed a-vremañ. Hervezan, un dra a bouez vehe deskiñ yezhoù yaouank tre, araok dek vloazh. Ter yezh vev a vehe mat da gelenn d’ar bugale er skol, ha pas hepken ar saozneg met ivez an alamaneg, ar spagnoleg, hag ar yezhoù rannvroel. Digoretoc’h vehe spered ar vugale, ha gwelloc’h e vehent da zeskiñ yezhoù all a-c’houde.

Da echuiñ, din da lâret deoc’h un dra all m’eus desket : ur yoc’h a rouanned a Frans, ar re “Karolingien” ha “Mérovigien”, ne gomzent ket galleg kozh, galleg ag ar mare se, met ur yezh germaneg ! Ar “Franks” (evel Klovis) a gomze ur yezh germaneg dishenvel bras doc’h ar galleg, met tost d’ar “francisque mosellan”, ur yesh komzet c’hoazh e departamant Moselle met get nebeutoc’h nebeutan a dud. Memes tra evit Charlemagne ha ne gomze ket galleg met ar yezh germaneg-se ivez. An dra-se ne vez ket lâret d’ar vugale er skol, daoust d'ar skol bout bet savet getan, hervez ar vojenn !

Christian Le Meut