Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

21/02/2009

Breizh unvanet/Bretagne unie : mont a ra araok/ça avance !

Daouzek kannad a Vreizh o deus sinet ur galv evit ma vehe lakaet en dro Liger Atlantel ba' Breizh melestradurel/Douze députés bretons viennent de lancer un appel pour que la Loire Atlantique réintègre la Bretagne administrative :

“Nous, parlementaires bretons signataires de cette déclaration commune, souhaitons que soit enclenché sans tarder le processus démocratique de réunification de la Bretagne, pour des raisons historiques, culturelles, économiques et sociales.

“Nous soumettons cette proposition au comité pour la réforme des collectivités territoriales, présidé par Édouard Balladur, comme l'ont fait plusieurs acteurs auditionnés (partis politiques, élus régionaux, associations, personnalités des secteurs culturels et économiques).

 Nous souhaitons que le comité reprenne la réunification de la Bretagne parmi les propositions du rapport qu'il doit remettre très prochainement au Président de la République.

“Élus du suffrage universel, nous nous faisons ainsi les porte-parole d'une volonté populaire maintes fois exprimée dans différentes études d'opinion et par des manifestations de tous ordres.

Nous relayons ainsi au niveau national les vœux adoptés par le conseil régional de Bretagne et le conseil général de Loire-Atlantique.

“Nous demandons que le processus démocratique de réunification de la Bretagne soit ainsi engagé dans le cadre de la réforme des collectivités territoriales qui doit être soumise au Parlement dans le courant de l'année 2009.”

Les parlementaires bretons (19/02/2009) : Thierry Benoit ; Loïc Bouvard ; François Goulard ; Michel Grall ; Marguerite Lamour ; Marc LeFur ; Gérard Lorgeoux ; Jean-René Marsac ; Christian Ménard ; Françoise Olivier-Coupeau ; Christophe Priou et François de Rugy.

http://www.agencebretagnepresse.com/fetch.php?id=14147

Ha, hervez an Agence Bretagne Presse, Le Figaro, ha Le Telegramme, Edouard Balladur, a zo e-penn "comité de réfléxion et de proposition sur la modernisation et le rééquilibrage des institutions de la Vème République", a vehe a-du da lakaat en dro departamant Liger Atlantel e Breizh melestradurel (pe istorel). Ar strollad-se a gaso kinnigoù d'ar prezidant Sarkozy.

Selon l'Agence Bretagne Presse, Le Figaro et Le Télégramme, Edouard Balladur, qui est à la tête du "comité de réfléxion et de proposition sur la modernisation et le rééquilibrage des institutions de la Vème République", serait favorable à la réintégration de la Loire-Atlantique dans la Bretagne administrative (ou historique). Ce comité doit apporter des propositions au président Sarkozy.

http://www.letelegramme.com/ig/generales/regions/bretagne...

20/02/2009

Bande dessinée : Aya de Yopougon

Ayaun352.jpg

Le quatrième tome des aventures d'Aya de Yopougon est paru fin 2008. Cette série raconte la vie d'Aya, une jeune fille qui vit dans le quartier populaire de Yopougon, à Abidjan, capitale de la Côte d'Ivoire, à la fin des années 70. Aya est une jeune et jolie  étudiante sérieuse et sage qui veut devenir médecin... Son père, Ignace, ne l'encourage que modérément dans cette voie. Cadre dans une entreprise qui vend la bière nationale, la Solibra, il n'est pas pauvre mais voila, il a deux familles à nourrir... La famille officielle dont fait partie Aya, et la famille cachée.

Cette BD est, ainsi, une chronique des us et coutumes, des moeurs, d'un quartier ivoirien. Dans ce quatrième tome, par exemple, Aya est confontée aux avances d'un de ses enseignants qui veut coucher avec elle, ce qu'elle refuse. Résultat : elle a de mauvaises notes, et elle comprend que beaucoup des autres étudiantes ont, elles, consenti. Félicité, une jeune fille de son âge, parente lointaine, qui sert de servante à la famille, est rappelée par son vrai père qui l'avait pourtant quasiment abandonnée. Elle doit repartir dans un village de la brousse et abandonner sa famille "adoptive". Les deux meilleures amies d'Aya sont Bintou et Adjoua. Adjoua attend un bébé : de qui ? De Moussa, le fils d'un riche bourgeois, ou d'un autre ?... Il y a aussi Innocent, coiffeur homosexuel, amoureux d'un garçon du quartier. Il décide de partir pour Paris, espérant que son amoureux le suivra, ce qu'il refuse de faire. Innocent part quand même et découvre Paris, la communauté africaine, le travail au noir, la précarité...

Toutes ses histoires sont racontées avec beaucoup d'humour, même dans les moments cruels. Et puis il y a le français, très proche (probablement), de celui parlé à Abidjan, plein d'expressions surprenantes, petit échantillon ci-dessous :

- Walaï : Mon Dieu.
- Les gos : les filles.
- Toubabousé : "s'européaniser", faire comme les blancs.
- Le farotage : la frime.
- En kataclando : en cachette.
- Le pointeur : le mec, le petit copain...

- Aya da Yopougon, Tomes 1, 2, 3, 4 est éditée par Gallimard, collection "Bayou", écrit pas Marguerite Abouet et dessiné par Clément Oubrerie. 16 € le tome, environ.

17/02/2009

BT : Aya de Yopougon

Aya4345.jpg

Yopougon a zo ur c'harter ag Abidjan, e Aodoù an Olifant. Aya a zo ur verc'h yaouank, etre triwec'h hag ugent vloaz, a zo e chom barzh ar c'harter-se get he familh, e fin ar ar bleadoù 1970. Ur verc'h fur, seder, sirius, koant, a faota dezhi dont da vout medisinourez. Ha studial a ra kalz evit ar pal-se, ar pezh a zisplij d'he zad Ignace; hennezh a gav ker ar studioù. An tad a labour barzh ur stal a werzh bier, ur bier brudet er vro hag anvet "Solubra"; n'eo ket paeet fall met... div familh en deus, unan ofisiel hag unan all kuzhet, ar pezh a goust argant memestra.

Aya deus ur bochad mignonned ha, dreist holl, Bintou hag Adjoua. Istor teir familh ag ar merc'hed-se a zo displeget deomp, d'un doare farsus awalc'h d'ar peurliesan, met kriz ivez a wezhoù. Er pevarved albom, embannet e fin ar bloaz paseet, e wellomp penaos Aya a zo lakaet diaes get ur c'helener dezhi hag a faota mont da gousked ha c'hoari koukoug geti. Aya deus kaset anezhan da sutal met fallgountant eo ar c'helenner, ha reiñ a ra notennoù fall da Aya. Honnezh a gompren ivez penoas ur bochad studierezed all o deus asantet mont get ar c'helenner... Met, sikouret get Binto hag Adjoua, Aya a gavo un diskoulm, sur awalc'h, er pempved albom...

Aya de Youpogon a ziskouezh penaos a gerzhe an darempredoù sokial e Aodoù an Olifant d'ar c'houlz-se ha, marteze n'o deus ket chanchet kalz, daoust d'ar brezel a zo bet er vro-se war lerc'h. Darempredoù etre ar baotred hag ar merc'hed, ar maouezed hag ar wazed; etre ar re binvidik hag ar re baour (Yopougon a zo ur c'harter paour awalc'h)... Penaos e vez merc'hetaet, penaos e vez paotretaet ? Adjoua a zo e toug: piv e an tad ? Félicité, ur verc'h yaouank, a zo e chom get familh Aya abaoe pell, ur geniterv pell eo ha labour tamm pe damm evel matezh. Un deiz, he zad ha c'houlenn geti da zont en dro d'er gêr, war er maezioù, dre ret. Setu Felicité spontet ha glac'haret, kaset pell ag he familh gwir. Innoncent, ur mignon da Aya, perrukener a vicher, a ya kuit ag ar vro evit mont da Bariz. Ar paotr-se a gar ur baotr all, dre guzh, ha ne faota ket dezhan mont kuit getan... Trist bras, Innocent a ya kuit memestra met, ur wezh degouezhet e Pariz, n'eo ket aes ar vuhez kennebeut. Stard tre, ne lâran ket.

ayadaou319.jpg

Un dra all a zo diverrus bras get "Aya da Yopougon" : ar galleg komzet get an dud a zo evel ar galleg komzet e Aodoù an Olifant,  get ur bochad  gerioù dishenvel, tennet, marteze, ag ar yezhoù all komzet er vro.  Ur geriaoueg a zo e fin pp levr; setu, un nebeut skouerioù :

- Walaï : M'en Doue.
- Les gos : ar merc'hed.
- Toubabousé : "gober evel an Europeaned, europeaniset".
- Le farotage : Foenviñ.
- En kataclando : dre guzh.
- Le pointeur : ar galant, an dousig, ar paotr...
Ha c'hoazh...

- Aya da Yopougon, lodenn 1, 2, 3, 4 a zo bet embannet get Gallimard, rummad "Bayou", skrivet get Marguerite Abouet ha treset get Clément Oubrerie. War dro 16 € an tamm.

Christian Le Meut

E galleg/En français : petite note sur la bande dessinée Aya de Yopougon, dont le quatrième tome est sortie fin 2008, et que je recommande (bientôt la note en français).

Union Européenne : aujourd'hui "la France ne serait pas acceptée"

Kit da lenn ar pezh a zispleg ur c'hannad Europa a Vro Hungaria Csaba Tabajdi (Parti socialiste européen - PSE), a ziar benn Bro Frans hag ar minorelezhioù, war lec'hienn Parliamant Europa. Hiriv an deiz Bro Frans n'hellehe ket bout degemeret barzh an Unvanniezh Europa dre ma n'he deus ket sinet na kadarnaet testennoù zo evel Karta Europa ar yezhoù rannvroel.

Un député européen hongrois, Csaba Tabajdi (Parti socialiste européen - PSE), explique, sur le site du parlement européen, à propos de la protection des minorités, que la France ne pourrait pas être intégrée dans l'Union européenne aujourd'hui car elle n'a pas signé ni ratifié certains textes comme la Charte européenne des langues minoritaires :


http://www.europarl.europa.eu/news/public/story_page/019-...

Mammenn/Source : Diwan Breizh

16/02/2009

Deskadurezh publik : gallout a reer digeriñ klasoù divyezhek e Breizh c’hoazh?

"Kartenn skol an deskadurezh publik: Gallout a reer digeriñ klasoù divyezhek e Breizh c’hoazh?" : setu titl ur gemenadenn bet embannet get an UGB, Unvaniezh ar gelennerion brezhoneg :

"Seul ma’z a ar bloavezhioù war-raok seul strishoc’h e teu an divizoù da vezañ evit digeriñ klasoù divyezhek, war un dro gant ur politikerezh hollek eo e bal digreskiñ an niver a gelennerion ha dilemel postoù. Kement-se en un degouezh diskar koust ar servijoù publik.

Anat eo eo an hentadoù “war ar bord” hag a zo gwazh da gentañ deus distokadennoù ur politikerezh gouarnamant drastus.

- Stummañ kelennerion: Hag-eñ zo un diouer a gelennerion divyezhek stummet, ne vez degaset gwir respont ebet er raktresoù steuñviñ ar masterioù a briento an danvez kelennerion d’ar c’henstrivadegoù (ha n’ouzer ket ar pezh a vo enne zokenoc’h!).
Diasur eo dazont ar greizenn stummañ kelennerion divyezhek.
N’eus raktres fetis ebet evit enframmañ an eilerion (labourerion dre varc’had).

- An niver a vugale er c’hlasoù: Herzel an niver a vugale gant o daou vloaz a vezañ en tu all da 15% er skol-vamm eo politikerezh ar rektorelezh. Hemañ avat a ya a-benn e kleuz an dachenn: n’eus ket ti all ebet aveet kenkoulz evit degemer ar vugale evit bremañ, koulz evit a sell an ti ha stummadur ar c’hoskor.
Gwelloc’h evit ar re all e oar ar gelennerion divyezhek pegen bras eo ar skoliata abred pa vez anv deus an divyezhegezh kenurzhiet.
Gouzout a ouzont ivez e vez laket o c’helennouriezh en arvar diouzhtu pa vez degemeret en tu-hont da 15-20 skoliad 2-3 bloaz. Perzh mat ha bezañ ar c’hlasoù divyezhek zo laket en arvar en deizioù-mañ gant an divizoù nerzhek laket da dalvout evit digeriñ er skol-vamm.

- Politikerezh ar polioù: Krouet zo bet polioù kelenn gant teknikachourion, ar c’hoskor hag ar reizhoù a oa ezhomm dioute avat n’int ket deuet da heul. Gant-se e oa war ar skolajoù koll bugale o tont deus ar skolioù ha war al liseoù koll bugale o tont deus ar skolajoù.

- Koublañ ar strollegezhioù: E kement lec’h e vez graet divizoù e vez tammoù kas etre ar velestradurezh hag ar strollegezhioù tiriegezh abalamour d’ar c’hlasoù divyezhek.
Ordinal ez a ar mil-tamm divizout a-enep d’an digeriñ klasoù divyezhek pa vez d’aozañ ar gartenn-skol, ha kement digoridigezh a zeu da vezañ ur gwir foetad-stourm.

N’eus ken ’met un treuzkas galloudoù hag a c’hallo reiñ tro da diorren an hentadoù divyezhek, gant ma vo graet tamm-ha-tamm ha marc’hataet gant ar rannvro a-benn kaout an arc’hant a ya da heul."

www.ugbrezhoneg.com