19/04/2009
Madeleine Lagadec : dalc'homp sonj
Madeleine Lagadec : ar vaouez yaouank-se, ganet e 1961, a oa klandiourez a-vicher. He sonj : mont da sikour ar re all ha sevel ur bed gwelloc'h. D'ar c'houlz-se, penn kentañ ar bleadeù 1980, broioù Amerika kreisteiz ha veze dalc'het get diktatourion evel Pinochet er Chili. Ar Salvador ne oa ket un diktatur penn da benn (votadegoù a oa), met ar vro-se a veze gwasket get an arme hag an douar a veze dalc'het get un nebeut tud pinvidik. E Amerika Su a-bezh tud a stourme evit gwirioù mab den, evit ar justis sokial, an demokratelezh, d'un doare didaer evel Oskar Romero, eskob Salvador lazhet e 1980, pe d'un doare feulst. Ar rejimoù-se a veze skoazellet get ar Stadoù-Unanet, Ronald Reagan en o fenn.
Er Salvador
Er bloaz 1983, Madeleine Lagadec a oa aet d'an Nikaragua, da soagnal an dud en ur vro dalc'het get ar Sandinisted abaoe 1979. An diktatur dalc'het get Somoza a oa bet skarzhet get, get an armoù. E 1985, setu Madeleine er Salvador e lec'h un emsav anvet FMLN (Front Farabundo Marti de Libération Nationale), a stourme a-enep d'an arme. Madeleine Lagadec a oa get ar strollad-se. D'ar 15 a viz Ebrel 1989, ar c'hamp e lec'h ma oa Madeleine a oa bet bombezennet. Arestet, Madeleine a oa bet jahinet, pallforset ivez, moarvat, ha lazhet (pennad L'Humanité skrivet ur bloaz ar lerc'h a zo da heul).
Ne ouier ket c'hoazh piv en doa lazhet Madeleine Lagadec. Kaer he doa he familh klask gouieit, an torfetourion n'int ket bet kavet na barnet. Ugent vloaz ar lerc'h, d'ar 27 a viz Meurzh 2009, ul lezvarn e Roazhon en deus embannet eo bet serret an teuliad (pennadoù Le Télégramme ha Ouest-France : liammoù da heul).
Yann-Vadezour Lagadec, tad Madeleine, a oa aet d'er Salvador get e vaouez hag e vab er bloaz 2000. E veaj en doa kontet barzh un danevell embannet barzh al levr "Dalc'h sonj out den !".
60.000 den lazhet
Etre 1980 hag ar bloaz-se, 60.000 den a oa bet lazhet e-pad ar brezel. Emglevioù peoc'h a oa bet sinet e 1992. An FMLN a oa deuet da vout ur strollad politikel. Ar 15 a viz Meurzh 2009 ur prezidant nevez a zo bet dilennet, unan ag an tu kleiz, ag an FMLN : Mauricio Funes. Hag e yahe an traoù d'an tu mat er vro-se ? Evit ma vo lodennet an douar, al labour hag an argant d'un doare justoc'h; evit ma vo soagnet an dud, roet boued ha deskadurezh dezhe ?
Oskar Romero ha Madeleine Lagadeg n'hellont ket gwellout ar bed nevez-se; ur bed nevez hag a zo bet savet gete ivez, get o c'halon, get o youll, get o gwad. Dalc'homp sonj.
En français : On a appris récemment que les poursuites contre les assassins de Madeleine Lagadec, infirmière assassinée en 1989 au Salvador, étaient abandonnées. Cette Bretonne née en 1961 accompagnait comme infirmière la guérilla FMLN lorsqu'elle fut prise par l'armée, torturée, violée sans doute, et tuée. 20 ans plus tard, les Salvadoriens ont élu un président issu du FMLN. Les liens ci-dessous pour en savoir plus :
http://www.humanite.fr/1990-03-15_Articles_-De-notre-corr...
http://www.letelegramme.com/ig/generales/regions/bretagne...
http://www.ouest-france.fr/actu/actu_BN_-Madeleine-Lagade...
Christian Le Meut
10:04 Publié dans Etrebroadel/International | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : salvador, lagadec
17/04/2009
Canada : la langue inuktitut toujours exclue du système scolaire
Dek vloaz zo a oa bet savet ur stad emrenn nevez er C'Hanada, an Nunavut, evit ar bobl Inuit ("eskimo" a veze graet doc'hte araok). Ur stad emrenn eo an Nunavut met, ar pezh a zo, ar yezh komzet a-vihan get 75 % ag an dud, an Inuktitut, n'eo ket c'hoazh desket er skolioù : ar saozneg eo, pe ar galleg. Al lezennoù savet dek vloaz zo a oa bet savet a-dreuz e keñver ar yezh-se, hervez ar pezh m'eus komprenet.
Il y a dix ans un nouvel Etat autonome a vu le jour sur le territoire du Canada : le Nunavut, pour le peuple Inuit (que l'on appelait autrefois "Eskimo"). Le Nunavut est autonome mais la langue maternelle de 75 % de la population inuit, l'Inuktitut, n'est toujours pas la langue de l'enseignement, qui est l'anglais ou le français. Les lois adoptées il y a dix ans ne prévoyaient pas à cette langue la place qui lui revient, d'après ce que j'ai compris.
Source/mammenn : Mercator newsletter
"Canada’s Inuit school system still grounded
Canada's autonomous territory of Nunavut, inhabited mainly by autochthonous Inuits, celebrated its 10th anniversary on April 1st. Despite promises made by Canadian politicians, the local language (Inuktitut) is still missing from Nunavut school system, English having a central place instead. As former policy advisor Derek Rasmussen writes, 75 per cent of Nunavut's population speaks Inuktitut as first language, but out of 25 schools in the territory, 24 operate in English and one in French.
Why? “Ottawa refuses to ante up and pay for the Inuit language school system that would make this possible”, says Rasmussen. “Ten years on, Inuit students still do not have the same rights as their Francophone schoolmates”. One clear example: “The Nunavut government spends $3400 per year for language education for each francophone and only $48.50 on Inuktitut education for each Inuk.”
The former advisor considers that “ten years ago, Parliament passed the Nunavut Act in order to welcome Inuit into Canada, but we left their language outside. It is now long overdue for Canadian lawmakers to fix this mistake and give Inuit their voices back”. An important task, taking into account that “Inuktitut has been spoken by Inuit for 5000 years and should rightly be considered as a founding language of our nation.”
00:05 Publié dans Etrebroadel/International, Yezhoù/langues | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : canada, inuit
16/04/2009
Brud Nevez n°273 : machisted, ar vrezhonegerion ?
Setu an nevez Brud nevez deuet er maez, get un teuliad war tem "Dispriz ouz ar merhed e bed ar brezoneg ?". Interesus, met perak e vehe dishenvel "bed ar brezhoneg", doc'h ar bed all ?
Le "monde du breton" est-il méprisant enver les femmes, machiste ? C'est la question que pose le nouveau Brud nevez (n°273).
Brud Nevez, 10 ru Kemper, 29200 Brest. Tél. 02 98 02 68 17. 7 euro.
15:50 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : brud nevez
14/04/2009
Henriette Walter aterset 'barzh an Telegramme
Ar yezhourez Henriette Walter a zo aterzet hiriv b'an Telegramme a ziar-benn ar yezhoù rannvroel/La linguiste Henriette Walter est interviewée dans Le Télégramme aujourd'hui :
http://www.letelegramme.com/ig/generales/regions/morbihan...
09:21 Publié dans Yezhoù/langues | Lien permanent | Commentaires (2) | Tags : walter, breton, langues régionales