19/04/2009
Madeleine Lagadec : dalc'homp sonj
Madeleine Lagadec : ar vaouez yaouank-se, ganet e 1961, a oa klandiourez a-vicher. He sonj : mont da sikour ar re all ha sevel ur bed gwelloc'h. D'ar c'houlz-se, penn kentañ ar bleadeù 1980, broioù Amerika kreisteiz ha veze dalc'het get diktatourion evel Pinochet er Chili. Ar Salvador ne oa ket un diktatur penn da benn (votadegoù a oa), met ar vro-se a veze gwasket get an arme hag an douar a veze dalc'het get un nebeut tud pinvidik. E Amerika Su a-bezh tud a stourme evit gwirioù mab den, evit ar justis sokial, an demokratelezh, d'un doare didaer evel Oskar Romero, eskob Salvador lazhet e 1980, pe d'un doare feulst. Ar rejimoù-se a veze skoazellet get ar Stadoù-Unanet, Ronald Reagan en o fenn.
Er Salvador
Er bloaz 1983, Madeleine Lagadec a oa aet d'an Nikaragua, da soagnal an dud en ur vro dalc'het get ar Sandinisted abaoe 1979. An diktatur dalc'het get Somoza a oa bet skarzhet get, get an armoù. E 1985, setu Madeleine er Salvador e lec'h un emsav anvet FMLN (Front Farabundo Marti de Libération Nationale), a stourme a-enep d'an arme. Madeleine Lagadec a oa get ar strollad-se. D'ar 15 a viz Ebrel 1989, ar c'hamp e lec'h ma oa Madeleine a oa bet bombezennet. Arestet, Madeleine a oa bet jahinet, pallforset ivez, moarvat, ha lazhet (pennad L'Humanité skrivet ur bloaz ar lerc'h a zo da heul).
Ne ouier ket c'hoazh piv en doa lazhet Madeleine Lagadec. Kaer he doa he familh klask gouieit, an torfetourion n'int ket bet kavet na barnet. Ugent vloaz ar lerc'h, d'ar 27 a viz Meurzh 2009, ul lezvarn e Roazhon en deus embannet eo bet serret an teuliad (pennadoù Le Télégramme ha Ouest-France : liammoù da heul).
Yann-Vadezour Lagadec, tad Madeleine, a oa aet d'er Salvador get e vaouez hag e vab er bloaz 2000. E veaj en doa kontet barzh un danevell embannet barzh al levr "Dalc'h sonj out den !".
60.000 den lazhet
Etre 1980 hag ar bloaz-se, 60.000 den a oa bet lazhet e-pad ar brezel. Emglevioù peoc'h a oa bet sinet e 1992. An FMLN a oa deuet da vout ur strollad politikel. Ar 15 a viz Meurzh 2009 ur prezidant nevez a zo bet dilennet, unan ag an tu kleiz, ag an FMLN : Mauricio Funes. Hag e yahe an traoù d'an tu mat er vro-se ? Evit ma vo lodennet an douar, al labour hag an argant d'un doare justoc'h; evit ma vo soagnet an dud, roet boued ha deskadurezh dezhe ?
Oskar Romero ha Madeleine Lagadeg n'hellont ket gwellout ar bed nevez-se; ur bed nevez hag a zo bet savet gete ivez, get o c'halon, get o youll, get o gwad. Dalc'homp sonj.
En français : On a appris récemment que les poursuites contre les assassins de Madeleine Lagadec, infirmière assassinée en 1989 au Salvador, étaient abandonnées. Cette Bretonne née en 1961 accompagnait comme infirmière la guérilla FMLN lorsqu'elle fut prise par l'armée, torturée, violée sans doute, et tuée. 20 ans plus tard, les Salvadoriens ont élu un président issu du FMLN. Les liens ci-dessous pour en savoir plus :
http://www.humanite.fr/1990-03-15_Articles_-De-notre-corr...
http://www.letelegramme.com/ig/generales/regions/bretagne...
http://www.ouest-france.fr/actu/actu_BN_-Madeleine-Lagade...
Christian Le Meut
10:04 Publié dans Etrebroadel/International | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : salvador, lagadec
Les commentaires sont fermés.