19/12/2008
BioBreizh : brezhoneg ebet !
Ul lec'hienn nevez a zo bet savet get produerion bio e Breizh : BioBreizh. Ar pal : brudiñ ar boued bio savet e Breizh. Fiskal. Brudiñ ar "bio" a zo ur sonj vat, a gav din. Bet on da welet al lec'hienn-se neuze : teiryezhek eo... Galleg, evel rezon, saozneg hag... alamaneg ! Ger ebet e brezhoneg war al lec'hienn "BioBreizh"... Hag ar Breizh-se a zo get pevar departamant hepken ! Bizkoazh kement all !
Des producteurs bio de Bretagne viennent de créer un nouveau site internet : BioBreizh. Le but : promouvoir la nourriture biologique produite en Bretagne. Très bien. Promouvoir le bio est une bonne idée, à mon avis. Je suis donc allé voir ce nouveau site qui est... trilingue : français, évidemment, anglais et... allemand ! Pas un mot de breton sur le site "Bio Breizh" et cette Bretagne-là n'a que quatre départements, point de Loire-Atlantique ! Pas très bio à voir tout ça. Dans les commentaires : une réponse du président de Bio Breizh... En breton !
11:44 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne | Lien permanent | Commentaires (10) | Tags : bio, breton
Commentaires
N'eo ket gwir Kristian. Ouzhpenn "Breizh" e BioBreizh, 'm eus kavet e roll ar stalioù : "Douar nevez" e Karaez ha ... "liorzh an Alre" ...
Ha n'em eus ket lennet pep tra c'hoazh :-)
Trugarez evit ar c'heloù memestra !
Écrit par : Yann | 20/12/2008
Chaous ! N'eus ket ar pemp departamant ivez !
Écrit par : Yann | 20/12/2008
Ar gwir'zo ganeoc'h, paotred ! Galleg, saozneg hag alamaneg hon-eus ezhom evit gwerzhan hom legumaj hag evit ober Bruderez. Ar brezhoneg a vez d'am menoz un dra ouzhpenn evit plijadur an dud. Un deiz bennak marteze e vezo solud a-walc'h hom strollad evit dispign energiezh ha arc'hant evit dont-a-benn da vrezhonekaat hom lec'hienn.
Evit ar pempved departamant, siwazh, ne sonj ket din e-vije produkterien legumaj Bro Naoned kontant da vezan lonket ganeomp ; met piv'oar !
Mark Paugam
Prezidant BioBreizh
Écrit par : Mark PAUGAM | 22/12/2008
Salut deoc'h Mark
N'on ket a-du geneoc'h, tamm ebet. Get sonjoù evel-se, e vo ankouiet ar brezhoneg get razh an dud, ha buan awalc'h. Deomp-ni eo, brezhonegerion, da reiñ d'ar brezhoneg un dalvoudegezh ekonomikel ha sokial en ur gomz, skriv ha ziskouezh hor yezh. Mod all e vo marv da vat ar brezhoneg araok pell.
Joa deoc'h
CLM
Écrit par : Christian | 23/12/2008
Demat teoc'h,
Dipitet on ivez da welet an dud zo tomm doc'h an douar hag ar soñjoù ekolojist n'ho deus ket c'hoant ober strivoù evit ur sevenadur ar Vro yac'h. Muioc'h-mui a dud a zo o c'hortoz unvaniezh a Vreizh. D'an nebeutañ e vehe normal sevel ur gartenn get Breizh en e bezh... Ne cheñcho ket an traoù evit an Naonediz! Marse n'int ket bet aterset?
Petramant, skriviñ un nebeut gerioù e brezhoneg a vehe priziet get ar re ne gomprenont ket ar brezhoneg, hag ur simbol kreñv evit ar re a zesk!
JF Lugué (Bro Redon)
Écrit par : JF Lugué | 27/12/2008
Kompren a ran Mark. Ar gwir zo gantañ d'am meno.
Daoust hag ez eus tu da sevel ur wiki bennak da lakaat tud a youl vat da dreiñ seurt lec'hiennoù digoust ?
Écrit par : Yann | 01/01/2009
Salut Yann
Ha perak ne hellehe ar brezhoneg ervij da werzhiñ legumajoù ha fruezh bio ivez ? Tud zo, eveldin-me met n'on ket ma-unan penn, war internet, a lenn da gentan ar pajennoù e brezhoneg ha ma n'eus ket, e lennont ar galleg, pe ar saozneg, ha me oar me... Perak e reont mod-se ? Peogwin int... brezhonegerion, justawalc'h. Nompas lakaat ur bajenn e brezhoneg war ul lec'hienn anvet "biobreizh" a zo un taol fall evit ar re a stourm evit ar brezhoneg, d'un tu; met ivez un taol bruderezh fall evit al lec'hienn-se hag evit ar "vark" biobreizh ec'h unan peogwir eh euz ul liamm etre ar bio, an "diversité biologique" hag an "diversité linguistique"*. Ec'h ober get teir yezh "bras" hepken, hep netra e brezhoneg, get displegadurioù evel an "efetusted", tud biobreizh a labour, d'am meno, a-enep o raktres hag o sonjoù dezhe o-unan. Evel ma vehe gwerzhet gete nemet golden bio war digarez e vehe "efedusoc'h" produin nemet ur sort avaloù hepken. An dra-se a zo sot e kenver al labour douar, met ivez e kenver ar yezhoù, d'am sonj.
Un dra c'hoazh : ha perak e vehe digoust treiñ ar pajennoù d'ar galleg e brezhoneg. Ba bed ar vrezhonegerion eh eus dija pasapl a dud a labour a youl vat evit traoù sort-se. Ne vehe ket fall o faeañ ur wezh an amzer. Al labour treiñ a vez graet get Ofis ar brezhoneg a vet paeet dezhe, ar pezh a zo reizh.
Joa deoc'h
Christian
* Ma z'eus tud a c'hellehe kinnig doareoù da dreiñ "diversité biologique", ha "diversité linguistique et culturelle", intereset on.
Écrit par : christian | 02/01/2009
Dereatoc'h e vije din bezañ skrivet "UR gwir zo gant Mark"
A-hent-all, meur a ziskoulm zo d'ur gudenn. Klask a ran tremen hep bezañ chalet betek re gant ar pennaennoù. Plijout a ra din ar "pragmatisme".
A wir galon
principe | pennaenn | b. | pennaennoù
biodiversité, diversité biologique | bevliesseurted | b.
diversité linguistique | liesseurted yezhel | h.b.
Hervez termOfis
'm eus ket kavet "pragmatisme" ba termOfis ... siwazh :-)
Écrit par : Yann | 02/01/2009
Salud tudoù,
kredin a ran skrivan deoc'h en-dro.
Estonet mat ha plijet meurbed on o gweled ez-eus tud prest da zivizout diwar-benn BioBreizh en ur mod ken pinvidig. Bezit sur n'eo ket er vann. Me va-unan a zo a-du penn da benn gant al lod vrasan eus ho kaozioù ha prest eo hom strollad peizanted gaezh da gleved menozioù a-bep seurt, dreist-holl pa laka an traoù da vont war-raok.
Siwazh, deut eo ganeoc'h ; red eo da beb hini ober gant "pragmatisme" pe gant skiant vat d'an neubeutan !
E bed al labour douar bevoniel, evel e peplec'h, ez eo an ekonomiezh a gont. Sikourit ac'hanomp 'ta neuze, en ur brenan hol legumaj er stalioù Bio (kit da weled hol lec'hienn BioBreizh). Seul gwelloc'h e vo ar c'henwerzh gant hom strollad, seul vui e vezo posubl evidomp lakaat arc'hant hag energiezh war traouigoù ouzhpenn. Plijout a raje d'an holl produkterien kredabl sur hag e gouezomp mat evel just e vije un taol bruderezh a feson.
Ma vije troidigezhioù digoust, graet gant tud a-galon vat, ne sonj ket din e vije un diskoulm a-zoare. Peb labour a rank bezan paeet. Ni, el labour douar, hon-eus gwelet re alies an dud o labourat evit netra pe dost ; a'walc'h gant sotonioù ar seurt-se !
Koulskoude e c'helljemp ijinan e vije ur servij foran kinniget gant ar Rannvro. Digoust pe sikouret mat d'an neubeutan.
Setu, un neubeut sonjoù.
Bennoz deoc'h ha ken ar c'hentan.
Mark Paugam
Écrit par : Mark PAUGAM | 07/01/2009
Salud Mark
A-benn arc'hoazh da vintin eh in da varc'had an Hen-Bont, da breniñ, evel bep yaoù, legumajoù, fruezh, bara, chug avaloù, sistr, formaj ha yaourt bio get labourerion douar ag ar vro (met n'ouion ket mard int barzh Bio Breizh).
Kalon vat dit !
Christian Le Meut
Écrit par : Christian | 07/01/2009
Les commentaires sont fermés.