Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

07/08/2008

Sistr : "Yar mat" ha yec'hed fall

a0c3d8feddfe9d14f661507102cd0ad8.jpgSetu ar pezh m'eus lennet barzh Le Télégramme n'eus ket pell zo (15/07), barzh ur pennad a ziar-benn ar sistr : un embregerezh anvet Val de Rance deus savet un evaj nevez, un digor kalon graet get sistr, litchi ha "kumquat" ("ur sort mandarinenn c'hwerv" eme ar gazetenn)... Ha penaos a zo bet anvet an evaj nevez savet gete ? "Yar mat" !
"Yar mat" ? Perak "yar" ? Perak gober "Bonnes poules" pe "bonnes volailles" ag un evaj get sistr ? Lakaet eo bet kig yar, pe subenn yar, e-barzh ?
Tamm ebet, evel rezon.
C'hwi peus komprenet : "Yec'hed mat" a vez distaget "Yac'h mat" (pe "Yar mat") alies awalc'h get an dud, ha genin ivez. Met ne vez ket skrivet mod-se, tamm ebet, met "Yelc'hed mat", pe  "Yehed mad"... Hag ar "yar" a chom er glud.
E galleg, ur frasenn evel : "Je ne sais pas" a vez lâret alies get an dud "chaipas" met dre skrid, "chaipas" a za da vout : "Je ne sais pas". Pevar ger.
Henvel eo e brezhoneg met get un diforc'h talvoudus memestra : ur bochad tud ne ouiont ket skrivañ brezhoneg rak ne vez ket kelennet hor yezh er skol c'hoazh, nemet get ul lodenn vihan ag ar boblañs.
Farioù sort-se a ziskouez, d'am sonj, yelc'hed fall hor yezh... Ha digaster tud zo. Tud a zibab anvioù e brezhoneg d'ober bruderezh evit o froduioù hep mont da glask pelloc'h.
Pennoù bras Val de Rance, da skouer : ha gouzout a reont penaos eh eus reolennoù evit skrivañ brezhoneg, evel ma z'eus e galleg ? Hag o deus goulennet o ali get brezhonegerion ampart, pe get Ofis ar brezhoneg, araok lakaat an anv-se ? Ne vehe ket kalz a dra d'ober.
Ar pezh a zo sur genin, ne breniñ ket un evaj get un añv ken droch ! Ha c'hwi ?

Christian Le Meut

Commentaires

"diarrhée mat" serait pas mal non plus, et ceci en explicatif " : "bu 1 bouteille de muscadet et 2 litres de bière, mangé une assiettée de moules, malade avec les moules" (humour finistérien)

Écrit par : mumuz | 17/07/2008

Les commentaires sont fermés.