Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

11/01/2008

Prederion : an aotroù maer a zo kountant...

E Prederion (Brandérion e galleg, ur gumun e-tall an Hen Bont), an aotrou a zo kountant, laouen bras, hervez ar pezh bet lâret getan e-pad tolpadenn hetoù an ti-kêr: "2007 restera l'année de l'identité retrouvée, c'est-à-dire la reconnaissance officielle du nom de Brandérion en breton : Prederion" (Le Télégramme, 07/01/2008)...

Petra a dalv an dra-se ? Abaoe 2004 e vez lakaet get kuzul meur Morbihan panelloù divyezhek a-hed an hentoù... Hag an anv "Branderion" oa bet dibabet getan evit "Brandérion". Hag ar maer da huchal : lâret vez "Prederion" get ar re gozh, emezan... An departamant hag Ofis ar brezhoneg (bet savet getan listenn anvioù lec'h) o doa asantet chanch an anv. Ha "Branderion" a oa deuet da vout "Prederion". Setu perak an aotrou maer a zo ken lorc'h ! Met estroc'h evit ar "reconnaissance"-se, petra 'n'eus graet ar maer-se, an aotroù Hubert de Lageneste, evit ar brezhoneg e Breizh ha barzh e gumun ? Sinet 'n'eus karta ar brezhoneg ? Pas c'hoazh...Lakaet 'n'eus panelloù divyezhek er vourc'h (ar pezh a zo da vout graet get ar c'humunioù) ? Pas c'hoazh... Ma z'eus tud a ouia ar pezh a ra aotrou maer Prederion evit ar brezhoneg, larit din, me, ne welan netra betek breman.

Christian Le Meut 

Setu sonj un den, brezhonegerez a zo e chom e Prederion :  "A-du tre ganeoc'h ! Branderion pe Prederion, ne ra forz 'benn ar fin, pe kentoc'h 'deus ket peadra da n'em bilat ! (..) E kenver ar Brezhoneg ur seurt eman posupl lâret n'en deus ket graet netra (an aotrou De Lageneste) ! Ne sonjay ket a yezh ar vro nemet pa vo tu dezhan da gavout un avantaj bennak !"

Lec'hioù internet evit deskiñ brezhoneg/Des sites internet pour apprendre le breton

Bez ez eus muioc'h mui a lec'hioù internet a-feson evit deskiñ brezhoneg, evit an dud a grog hag evit an dud a faota dezhe gwellaat o brezhoneg. Setu unan a ginnig da gas deoc'h ur frasenn nevez bemdez :

Il y a de plus en plus de sites internet bien faits qui propose d'apprendre le breton,  pour les débutants comme pour les personnes qui veulent améliorer (ou entretenir) leur niveau de langue. Voici un site qui propose de vous envoyer une nouvelle phrase chaque jour :

http://bemdez.free.fr/dotclear/index.php?category/permane...

Hag ez eus ivez lec'h internet kevredigezh Deskiñ d'an oadourien/Il y a aussi le site de l'association DAO ("Apprendre aux adultes") :

http://dao.skol.free.fr/

Hag evit ar re a garehe deskiñ e-pad ur staj hir (argant a c'hell bout roet get an Assedic, ar rannvro, ha c'hoazh, evit heuliañ stajoù sort-se), kit da weled war lec'hienn Stumdi. Et si vous optez pour un stage long (finançable par les Assedic, la Région Bretagne, la formation continue, le DIF...), vous pouvez allez voir sur le site de Stumdi.

www.stumdi.com/ 

Kalon vat deoc'h/Bon courage à vous !