11/01/2008
Prederion : an aotroù maer a zo kountant...
E Prederion (Brandérion e galleg, ur gumun e-tall an Hen Bont), an aotrou a zo kountant, laouen bras, hervez ar pezh bet lâret getan e-pad tolpadenn hetoù an ti-kêr: "2007 restera l'année de l'identité retrouvée, c'est-à-dire la reconnaissance officielle du nom de Brandérion en breton : Prederion" (Le Télégramme, 07/01/2008)...
Petra a dalv an dra-se ? Abaoe 2004 e vez lakaet get kuzul meur Morbihan panelloù divyezhek a-hed an hentoù... Hag an anv "Branderion" oa bet dibabet getan evit "Brandérion". Hag ar maer da huchal : lâret vez "Prederion" get ar re gozh, emezan... An departamant hag Ofis ar brezhoneg (bet savet getan listenn anvioù lec'h) o doa asantet chanch an anv. Ha "Branderion" a oa deuet da vout "Prederion". Setu perak an aotrou maer a zo ken lorc'h ! Met estroc'h evit ar "reconnaissance"-se, petra 'n'eus graet ar maer-se, an aotroù Hubert de Lageneste, evit ar brezhoneg e Breizh ha barzh e gumun ? Sinet 'n'eus karta ar brezhoneg ? Pas c'hoazh...Lakaet 'n'eus panelloù divyezhek er vourc'h (ar pezh a zo da vout graet get ar c'humunioù) ? Pas c'hoazh... Ma z'eus tud a ouia ar pezh a ra aotrou maer Prederion evit ar brezhoneg, larit din, me, ne welan netra betek breman.
Christian Le Meut
Setu sonj un den, brezhonegerez a zo e chom e Prederion : "A-du tre ganeoc'h ! Branderion pe Prederion, ne ra forz 'benn ar fin, pe kentoc'h 'deus ket peadra da n'em bilat ! (..) E kenver ar Brezhoneg ur seurt eman posupl lâret n'en deus ket graet netra (an aotrou De Lageneste) ! Ne sonjay ket a yezh ar vro nemet pa vo tu dezhan da gavout un avantaj bennak !"
13:19 Publié dans Breizh/Bretagne, Brezhoneg/Langue bretonne | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Brandérion, panneaux bilingues
Les commentaires sont fermés.