01/09/2010
Léon Werth (1878 - 1955) : un abadenn war France Inter
E 2006 em boa embannet an notenn-mañ a ziar Léon Werth, ur c'hazetenner ha kazetenner ankouiet a gavan talvoudus e levrioù hag e sonjoù. Un diskouezadeg a ziar e benn a zo kinniget hiriv an deiz e Issoudun, hag un abadenn skingomz a zo bet war France Inter dimeurzh paseet (31/08-klaskit ba' dielloù), setu al liamm, ha ma destenn en dro !
http://sites.radiofrance.fr/franceinter/em/humeurvagabonde/
"Marteze peus-c’hwi lennet “Ar prins bihan” skrivet get Antoine de Saint Exupéry troet eo bet e brezhoneg). Al levr se, brudet er bed a bezh, a oa bet embannet ha moullet evit ar wezh kentañ er Stadoù Unanet e pad an eil brezel bed e 1943. Ur bloaz war lerc’h Saint Exupéry oa bet lazhet get kanonioù alaman e sturiein ur c’harr nij brezel a dreist da Frans... War pajenn gentañ “Ar prins bihan” e kaver un dédikas da Léon Werth “pa oa krouadur” anezhan, mignon bras Saint Exupéry. Léon Werth oa ur c’hazetenner ha skrivagner brudet awalc’h d’ar mare se, met ankoueit hiriv an deiz. Saint Exupéry en doa kavet repuidi er Stadoù Unanet, ha Léon Werth oa chomet e Frans, kuzhet en un ti er Jura, peogwir e oa juif anezhan.
Léon Werth oa ganet e 1878 e Remiremont, er Vosges. Aet oa kuit da Baris da studiañ. Mignon Oktav Mirbeau, e deroù an ugentved kantved, Léon Werth oa bet gobret war lerc’h evel kazetennour. Skrivet en doa levrioù a ziar benn livourion, met ivez, a c’houde ar brezel bed kentañ, war e vuhez soudard : “Clavel soldat” ha “Clavel chez les majors”. Taol spered soudard ha brouadelour ne oa ket get Léon Werth, tamm ebed. Tost d’ar gommunisted ha d’an anarkourion oa eñ kentoc’h met hep bout barzh ur strollad politikel. Ur spered dieub a oa, ar pezh oa bet komprenet buan get ar Bolchevisted o unan. C’hwec’h vloazh goude an dispac’h er Russia, e 1923, Werth a faote monet d’an URSS d’ober reportajoù. Pas, chomit er maez, aotrou kazetenner, doa reskontet pennoù bras an URSS. Bez oa dija re a draoù fall da wellet, moarvat... Werth oa aet betak ar “Cochinchine” (Indochine) e 1926. Ha skrivet en doa war lerc’h ul levr-reportaj war ar pezh en doa gwellet du hont. Werth a save a enep d’ar trevadenerezh (kolonialisme) d’ar prantad se dija. Kozh oa Werth pa en em gavas get Saint Exupéry evit ar wezh kentañ just araok an eil brezel bed. Ha setu an daou labous se mignoned bras, met dispartiet get ar brezel. Barzh ul levr anvet “Tri devezh ha tregont” ("33 jours") Werth a ziskouez pegen spontus oa bet an “débacle”. War hentoù an “débacle” oa bet Werth, e vaouez hag e vatezh. Barzh al levr se al lennourion a well penaos en doa Fransizion zo degemeret mat an Alamaned. Penaos tud a brofite ag an “débacle” met penaos iwez tud all a sikoure ar re all, evel ur familh labourision douar koste Montargis hag o doa degemeret mat ar famil Werth.
Repuet e Saint Amour (Jura)
Erruet oa ar familh Werth er Jura goude bout paseet tri devezh ha tregont ar an hentoù. Un ti dezhe oa en ur barrez vihan anvet Saint Amour. Léon Werth a oa chomet kuzhet du hont, dre ret, e pad pewar blead, araok monet en dro da Baris e penn kentañ 1944. Hir oa an amzer e Sant Amour hep e vaouez, distroet da Baris, hag hep e vab. Leon Werth a skrive e vuhez pemdeziek, a pezh klewet getan er radioioù, Vichy, Londres, Suisse; ar pezh lennet getan ivez, ar pezh lâret get tud ar barrez, tud ag ar vourc’h pe al labourision douar. Karet oa ar marechal Petain met pas e gouarnamant nag e gentañ ministr Laval, hag ar jeneral de Gaulle oa daet da vout brudet buan awalc’h. Werth a lenne kazetennoù embannet get ar Resistans hag a anave e 1943 ul lec’h anvet “Auschwitz” koste Pologne e lec’h ma veze lazhet ur bochad tud...
Tamm ha tamm spered an dud a chanche hervez disoc’hoù ar c’hrogadoù bras er bed a bezh. Leon Werth a gompren mat ar “propagande”. Goude Stalingrad, armeou a Vro Alamagn a yae ar gill en Europa Reter a bezh, hag en Afrika hanternoz iwez. Met ne oant ket bet trec’het, hervez ar propagande nazi. Nann : “Victoires défensives” a veze graet ag ar c’hrogadoù kollet se get an Nazied. “Victoires défensives”, ya, betak Berlin ! Met klewet hon eus ni propagandoù sort se e pad ar brezelioù diwezhan evel “frappes chirurgicales...”, "Guerre zéro mort"....
Léon Werth a gave hir e amzer ha chom hep bourjal, hep fichal. Eñ a skriv : “N’eo ket m’em bro amañ, Breizh eo ma bro”... Leon Werth a vourre Breizh, war e seblant, hag a vourre beajiñ, dre vras.
“Dépositions 1940 - 1944”
Goude ar brezel ar gazetenn skrivet mod-se oa bet embannet edan an titl : “Dépositions - journal 1940-1944”. Ul levr tev skrivet get an den a gare ar re all. Kasoni ebet barzh skridoù Leon Werth daoust ma oa bet lazhet ur bern tud e pad ar brezel, hag e mignon bras Saint Exupéry en o mesk. Leon Werth zo marv e 1955. E levrioù a vez embannet en dro hiriv an deiz get ti embann Viviane Hamy : “Clavel soldat”, “Cochinchine” ha “Déposition”. Ul levr nevez a zispleg e vuhez : “L’insoumis”, skrivet get Gilles Heuré.
Ur skrivagner hag ur c’hazetennour a bouez oa Léon Werth. Un den chomet dieub ha digor e spered betak fin e vuhez".
Christian Le Meut
14:55 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne, Istor/Histoire, Levrioù/Livres/BT/BD | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : bretagne, breizh
Les commentaires sont fermés.