16/09/2006
Kentelioù brezhoneg e Bro-Dreger/Goueloù
Pour tout savoir sur les cours de breton dans le Trégor-Goëlo 2006/2007, il faut aller voir sur le site www.allevrig.com.
Adkrog eo kentelioù brezhoneg Al Levrig evit an dud deuet ! Kavit roll ar c'hentelioù hag an eurioù war www.allevrig.com.
Evit ar bloaz e vo lec'hioù nevez ma c'hallo an dud deskiñ brezhoneg. Setu roll ar parrezioù ma kelenno Al Levrig.
Cette année de nouveaux sites d'enseignements seront ouverts. Voici la liste des communes où interviendront les enseignants d'Al LevrigLes cours de breton pour adultes d'Al Levrig ont repris ! Retrouvez la liste complète des cours ainsi que les horaires sur www.allevrig.com
Boulvriag / Bourbriac, Kawan / Cavan, Lannuon, Louergad, Pañvrid ar Beskont / Pommerit le Vicomte, Pederneg, Pempoull / Paimpol, Perwenan / Penvénan, Perroz-Gireg - Tregastell, Plijidi / Plésidy, Plistin / Plestin les Grèves, Plouared, Plouha, Sant Pever
Ouzhpenn d'ar c'hentelioù noz e vo kentelioù war an deiz ma c'hallo pep hini kavout e blas. Hag en tu-hont d'ar c'hentelioù e vo kinniget bep miz ur gaozeadenn pe ur brezegenn e brezhoneg ha diduamantoù e fin ar sizhun.
En plus des cours du soir nous proposerons plus de cours en journée cette année,ainsi qu'une conférence mensuelle en breton, et des loisirs en langue bretonne le week-endWar lec'hienn Al Levrig e vo kavet ivez ar c'hentelioù aozet gant holl gevredigezhioù ar vro.
Vous trouverez aussi sur le site d'Al Levrig la liste des communes qui organisent des cours de breton via d'autres associations.
19:40 Publié dans Breizh/Bretagne, Brezhoneg/Langue bretonne | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Breizh, Bretagne, brezhoneg, breton
25/07/2006
Ar gouelioù etrekeltiek hag ar brezhoneg : gortoz pell...
Jean-Pierre Pichard zo e penn ar Gouelioù etrekeltiek dalc’het bep hañv en Oriant. An daouzeg a Viz Eost paseet (2005) hennezh n’eus lâret traoù souezhus awalc’h evit displegiñ perak emañ ken truek ha truezhus stad ar brezhoneg e-pad ar festoù bras-se. N’eus nemet un nebeut panelloù divyezheg (brezhoneg-galleg) pe get yezhoù evel ar saozneg hag an italianeg. Klevet vez brezhoneg kanet, eurus awalc’h; ha bez zo tud a gomz brezhoneg e stalioù zo; abadennoù skingomz e brezhoneg (Radio Bro Gwened, Frans Bleu Breizh Isel...), un nebeut... Met, mod all, n’eus ket kalz dañvez evit magiñ ar vrezhonegerion...Un nebeut arvestoù zo bet kinniget e brezhoneg, e 2005, evel Nolwenn Korbell. Met tud all o doa savet pladennoù nevez e 2005 evel Kristen Nikolas, Louis-Jacques Suignard, Erik Marchand, hag all. Ha n’int ket bet klewet e pad ar Fil e 2005 (nag e 2006 hervez ar pezh m’eus gwellet war ar program). Un deiz bennak, marteze. Hervez an aotrou Pichard, mankout a rahe traoù nevez, arzourion nevez, e Breizh. Tud a c’hellehe mont war lerc’h Stivell pe Servat. D’am sonj me, tud nevez zo, met n’int ket kouviet d’ar gouelioù etrekeltiek. Marteze, ur wezh daet da vout brudet bras e vint kouviet. Araok, dezhe d’en em zibrouilh...
Brezhonegerion : klemm e lec'h sevel traoù ?
Ale deomp en dro d’ar brezhoneg ha d’ar pezh lâret get an aotrou Pichard. Hervez ar paotr se, ar re a stourm evit ar brezhoneg a vez tud a glemm re alies e lec’h sevel traoù. “A du on, eme an aotrou Pichard, evit reiñ ur blas d’ar brezhoneg er Gouelioù etrekeltiek met n’heller gortoz razh an traoù ganeomp. Dezhe (d'ar vrezhonegerion) da ginnig deomp traoù evit lakaat ar brezhoneg da vout dedennus hag interessus e-pad ar Gouelioù”. Souezhet on bet e lenn ar pezh lâret get an aotrou Pichard memestra. An den se n’en em laka ket e mezk an tud a zifenn ar brezhoneg. Penn rener ar Gouelioù etrekeltiek n’eo ket un stourmer evit ar brezhoneg ! Bizhoazh kement all ! Ma ne vez ket sikouret hor yezh kelteg get tud evel se, get piv ‘vo difennet anezhi ? Ha petra a dalv “Gouelioù etrekeltiek” mard n’int ket savet ar festoù se evit skoazeliñ ar yezhoù hag ar sevenadurioù bev, poblek ha keltiek a-vremañ ? Gwelloc’h vehe dezhe chanch o anv, pe chanch o doare d’ober...
E 2004 an Akadia oa bet kouviet. Strolladoù sonerezh ha dans o doa kinniget arvestoù a feson. An Akadianed a stourm evit o yezh, ar galleg, abaoe 300 vloaz. Abaoe ugent vloaz ar C’hanada n’eus lakaet div yezh ofisiel barzh he vonreizh get div yezh ofisiel, ar saozneg hag ar galleg... Hag an Amerindianed a c’hell kelenn o bugale en o yezhoù a orin get unan ag ar yezhoù ofisiel. Penaos vez dalc’het an traoù du-hont get kement-se a yezhoù ? Kouvieiñ an Akadianed a c’hellehe bout un digarez da ziskouezh an traoù-se deomp, amañ, e Frans, e lec’h ma n’eus nemet ur yezh ofisiel... Ha penaos eo an traoù en Aostralia, get ar yezhoù aborijened ? Netra, tabut, kollok, prezegenn ebet war an tem se e 2004, nag e 2005*, nag e... 2006 ? Mechal mard ar Gouelioù etrekelteg a c'hell sonjal pelloc’h ag o c’hiltoù ?
Ar brezhoneg n'eus afer bout sikouret
Amañ, e Breizh, e vez komzet c’hoazh brezhoneg. Get ouzhpenn ur million den e veze komzet kant vloaz zo; get war dro 250.000 bremañ... Youll ar stad Bro C’hall oa skarzhein ha flastriñ ar brezhoneg hag ar yezhoù all komzet e Frans. Chanch a ra an traoù tamm ha tamm. Skolioù ha mediaoù zo, bet savet get tud ne reont ket nemet klemm anezhe. Met afer zo a dud, ag argant, a vruderezh... Ar Gouelioù etrekelteg 'doa sinet Karta Ya d'ar brezhoneg (e 2004 ma m'eus sonj mat; ha pas e-mesk ar re kentañ !); met netra nevez war lerc'h ar sinadeg.
Ur bern kevredigezhioù zo bet savet evit ar brezhoneg, evit lakaat hor yezh da chom bev ha da vonet araok. Sonourioñ ha dansourioñ zo deuet e-barzh. Komprenet o deus, ar re se, penaos emañ sevenadur Breizh en arvar bras ma yahe ar brezhoneg da goll. Hag an aotrou Pichard, rener ar Gouelioù etrekelteg, petra n’eus komprenet hennezh ? "Gortoz a ra kinnigoù". Gortoz pell, met gortoz gwell ?
Christian Le Meut
* Div brezegenn oa bet e 2005 a-fed ar brezhoneg, memestra, get Albert Bocher ha Fañch Broudig, met bruderezh ebet barzh ar programmoù; en Oriant e oan an deiz-se ha goulennet m'boa get aozourion emen e oa kinniget ar prezegennoù-se, ne ouient ket.
18:50 Publié dans Breizh/Bretagne, Brezhoneg/Langue bretonne | Lien permanent | Commentaires (1) | Tags : Breizh, brezhoneg, Festiva interceltique
28/12/2005
Nathalie Le Mel, ur Vretonez e penn Kumun Pariz
Ur vuhez souezhus eo, buhez Nathalie Le Mel, ganet Duval. Ganet e Brest er bloaz 1826 ha dimezeet get Jérôme Le Mel e 1845... Ur stal levrioù oa bet dalc’het geti hag he gwaz e Kemper, e-pad daouzek vloaz, betek 1861, mare Napoléon an trived... Tri krouadur zo ganet en tiad-se. Ur vaouez desket oa get sonjoù politikel ha sokial a gleiz, evit lakaat gwirioù ar merc’hed da vont araok, da skouer.
Nathalie hag he gwaz oa aet kuit evit moned da labourat e Paris e 1861. Du-hont Nathalie doa kavet ul labour evel “keinerez”. D’ar mare-se ne oa ket droad, e Frans, sevel sindikadoù. Kevredigezhioù, “sociétés” e galleg, veze savet neuze get ar vicherourion d’en em dolpiñ ha d’en em zifenn, ha Nathalie da vont e-barzh “kevredigezhioù” sort-se. D’ar prantad-se ar merc’hed veze paeet nebeutoc’h evit ar baotred. Ne oa na just, na reizh, met mod-se oa; dilezel eo hiziv an deiz me, neoazh, gobr ar merc’hed a chom izeloc’h evit gobr ar baotred. Nathalie Le Mel oa bet e penn an diskrogoù labour a oa bet dalc’het e Pariz er bloaz 1864 ha 1865. Hag a-gres d’an diskrogoù labour-se, ar merc’hed a laboure er stalioù “keinerezh” oa bet paeet evel ar baotred. Nathalie Le Mel oa daet da vout unan ag ar pennoù bras an Etrebroadel kentañ e Paris. An Etrebroadel oa bet savet e Londrez tri bloaz araok, get Marx, Engels ha Bakounine evit tolpiñ micherourion ar bed a-bezh.
E-penn “La marmite”
Goude-se, Nathalie Le Mel oa bet lakaet e-penn ur preti, anvet La Marmite. Ar stal se oa bet savet evit reiñ boued marc’hadmat d’ar vicherourion hag evit komz politik e-barzh. Ar bolis a daole ur sell ar-zu Nathalie hag he stal. Hag ar pezh a rae Nathalie ne blije ket tamm ebed d’he gwaz Jerôme, ivez. Hennezh n’doa troet fall : ul lonker bras oa daet da vout Jérôme Le Mel hag, oc'hpenn-se, eñ a faote paraat doc’h e vaouez a ober politik. Setu dispartiet an daou-se, pep hini d’e du. Met Nathalie a gendelc'he d’ober war dro he bugale.
Ur brezel etre Fransizion
Brezel oa er c’houplad-se, met brezel ivez etre Bro-Frans ha Bro Alamagn... Goude bout trec’het Napoléon an trived get an Alamaned, ar re-se oa erruet tro dro da Baris. Ar c’hrogadoù oa echu, ur republik oa bet savet e-lerc’h an impalerezh. Met kumun Paris ne oa ket a-du, tamm ebed, get gouarnamant an aotrou Thiers hag hennezh oa aet kuit betek Versailles e-lec’h chom barzh ur gerbenn en dispac’h... Ha Nathalie Le Mel, begon, startijenn geti c’hoazh, da sevel ur strollad evit ar merc’hed, “Unvaniezh ar merc’hed”, renet geti ha micherourezed all. Ar strollad-se a c’houlenne ingalded etre merc’hed ha paotred, hag ar justis sokial. Nathalie Le Mel oa unan a-verc’hed brudetan ar C’humun, get Louise Michel. Met ar gouarnamant staliet e Versailles ne faote ket dezhan lakaat Kumun Paris da vont araok; kaset n’doa an arme evit hi flastriñ... Ur brezel oa bet, etre Fransizion, Bretoned e-barzh, hag ar gumunarded da vout trec’het get an arme... Nathalie Le Mel hag he strollad merc’hed oa klandiourezed, kentoc’h. Met Nathalie doa dalc’het ur “barrikade” e-pad peder euriad, get merc’hed all, e tenniñ war ar soudarded.
Kaset da Galedonia Nevez...
Ur wezh echu ar Gumun, Nathalie Le Mel oa bet arrestet, barnet ha kondaonet da vout kaset da Galedonia Nevez get kumunarded all, ha chemel ase betek fin he buhez. Louise Michel ha Nathalie Le Mel oa bet kaset du-hont barzh ar memes bag. Louise Michel doa kemeret geti levrioù brezhoneg da zeskiñ hor yezh; ur yezhadur roet dezhi, marteze, get Nathalie Le Mel... Honnezh ha Louise Michel oa mignonnezed, met ne oant ket a-du kement-se. Nathalie oa tost d’ar sokialourion, ha Louise tostoc’h d’an anarkourion... Chomet int c’hwec’h vloaz er Galedonia Nevez. Nathalie oa klanv aliez, ha pell d’he bugale... Nathalie ha Louise oa bet spontet e wellet ar pezh veze graet d’ar re gKanak. Tapet veze dezhe muioc’h mui a zouar get ar Franzision hag ar re se n'o doa doujans ebet evit o sevenadur. Louise Michel 'doa savet ur skol evit deskiñ lenn ha skriv da vugale Kanak...
Marv d’an oad a 96 vloaz
Ur wezh deuet en dro da Baris, Nathalie Le Mel doa labouret e kazetennoù-zo. Met paour bras oa, ha klañv. Kaset oa bet d’an ospis. Nathalie oa erru kozh, met mont a rae bep bloaz da lidañ Kumum Paris. Trist eo bet fin he buhez. Marv oa he bugale ha ne oa ket kazimant den ebed evit ober ar he zro. Marv eo d'ar 25 a Viz Mae 1921, d’an oad a 96 vloaz. Istoer Nathalie Le Mel zo kontet barzh ul levr skrivet e galleg get Eugène Kerbaul hag anvet “Nathalie Le Mel, révolutionnaire et féministe”. N’he doa ket kontet he buhez he-unan dre skrid. Domaj eo.
Christian Le Meut
Eugène Kerbaul zo marv e miz Eost 2005. E levr zo bet adembannet get ar strollad : "Amis de la Commune de Paris", 46 rue des Cinq diamants, 75013 Paris.
08:00 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne, Buhez sokial/Vie sociale, Istor/Histoire, Levrioù/Livres/BT/BD | Lien permanent | Commentaires (1) | Tags : Brezhoneg, Nathalie Le Mel, commune de Paris
04/08/2005
Claude Hagège : 25 yezh a ya da goll bep bloazh !
Bet on bet e selaou prezegenn Claude Hagège, e Mellak. 700 den oa deuet da weled ar c’helenner-se, a labour e barzh ar “Collège de France” hag a zo un arbenigour war ar yezhoù : ul "linguiste". Aet eo sot Claude Hagège get ar yezhoù abaoe e vugaleaj. Komz a ra buan, get e galon, a ziout yezhoù ar bed a bizh. Hervezan, war dro 5.000 yezh a vez komzet war an douar bremañ met 25 a varv pep bloazh ! Ar yezhoù komzet get an Indianed ag Amerika hanternozh zo en arvar bras. Claude Hagège a labour get ar pobloù-se, evel ar Siouxed, a zo e chom e barzh “lec’hioù” (“réserve”) e lec’h n’o deus ket kalz a dra d’ober. Dilabourion ha... lonkerion int deuet da vout kentoc’h, bugale Sitting Bull.
Luther en Alamagn...
Interesus bras oa ar pezh bet lâret deomp get Claude Hagège a ziout broioù all ag Europa, hag a ziout ar brezhoneg. Krogomp get broiou all ag Europa. Hagège n’eus displeget penaos a oa bet stumet ar yezhoù “ofisiel”. E Frans, ar rannyezh komzet e Paris ha tro dro Paris a zo deuet de vout ar yezh ofisiel a drugarez da Fanch ar gentañ, er XVIe kantved. Dishenvel eo en Alamagn, e lec’h ma oa bet savet an “alamaneg lenegel” get Martin Luther pa oa bet troet getan ar Bibl en alamaneg komzet getañ hag a zo deuet de vout, war lerc’h, an “alamaneg skrivet”. Met, hiriv an deiz, ur bochad rannyezhoù a vez komzet en Alamagn hag ar Stad n’eus ket savet lezennoù evit stourm a enepte evel ar pezh a vez graet e Frans.
...Ha Dante en Italia
Heñvel eo ar jeu e bro Italia : ur bern a rannyezhoù a vez komzet eno, evel er Piemont, met ne vezont ket fall gwellet get ar Stad. An italianeg skrivet a zo bet savet ged Dante get e levr “La divine comédie”. Dante n’eus implijet ivez ur rannyezh hag a zo deuet da vout an italianeg skrivet. Claude Hagège en deus displeget ivez ar jeu e broioù pelloc’h. Da skouer en India. Ur bochad yezhoù ofisiel zo du-hont ha kalz a dud a gomz meur a yezhoù: an hindi, ar gujarati, ar saozneg hag all. N’eo ket ar memes jeu e Suisse hag e Belgia e lec’h ma z’eus ivez meur a yezhoù ofisiel met, re alies, an dud a gomz nemet ur yezh hepken, daoust ma e vez desket div pe ter yezh er skolioù. Hag Hagege a gav domaj an dra-se, komz nemet ur yezh barzh ur vro liesyezhek... Ha kavout a ra fall ivez stad ar brezhoneg hiriv an deiz.
Ur sort show
Claude Hagège n'eus komzet un tammig brezhoneg deomp e zisplegiñ e vehe bet eñ kapabl d'ober e brezegenn a-bezh en hor yezh ! Gwir pe gaoù ? N’ouion ket met komprenet m'eus un dra memestra : an den se a vour bout selaouet, sellet, hag, evel an aktour, ur sort show a zo bet graet getan dirazomp... “Petra gober evit saveteiñ ar brezhoneg ?” N’eus goulennet un den. Hagège da reskond : "Ma z’eus ur bochad a dud a gas o bugale d’ar skol evit deskiñ brezhoneg e vo savetaet ar yezh. Ret vo d’ar stad paeañ kelennerion evit kelenn brezhoneg". Met Hagège n’eo ket a du da lakaat kenteliou dre ret... Haz me, n’on ket a du getan. Pa oan er skolaj, e oa bet ret din deskiñ al latineg ! Hervez ar gelennerion, e servije al latineg da gomprein penaos e vez savet ar gerioù e galleg... E Breizh Isel, al lodenn vrasan ag an anvioù lec’h ha familh a zeu ag ar brezhoneg (evel ma anv), met an dra se ne oa ket a bouez awalc’h evit kelenn brezhoneg er skol... Perak nompass laakat euriadoù dre ret, bep sizhun, evit deskiñ un brezhoneg hag istoer Breizh d’ar vugale ?
Charlemagne ne gomze ket galleg !
Claude Hagège a vourr ar yezhoù, ha nec’het eo e welet plas ar saozneg amerikan er bed a-vremañ. Hervezan, un dra a bouez vehe deskiñ yezhoù yaouank tre, araok dek vloazh. Ter yezh vev a vehe mat da gelenn d’ar bugale er skol, ha pas hepken ar saozneg met ivez an alamaneg, ar spagnoleg, hag ar yezhoù rannvroel. Digoretoc’h vehe spered ar vugale, ha gwelloc’h e vehent da zeskiñ yezhoù all a-c’houde.
Da echuiñ, din da lâret deoc’h un dra all m’eus desket : ur yoc’h a rouanned a Frans, ar re “Karolingien” ha “Mérovigien”, ne gomzent ket galleg kozh, galleg ag ar mare se, met ur yezh germaneg ! Ar “Franks” (evel Klovis) a gomze ur yezh germaneg dishenvel bras doc’h ar galleg, met tost d’ar “francisque mosellan”, ur yesh komzet c’hoazh e departamant Moselle met get nebeutoc’h nebeutan a dud. Memes tra evit Charlemagne ha ne gomze ket galleg met ar yezh germaneg-se ivez. An dra-se ne vez ket lâret d’ar vugale er skol, daoust d'ar skol bout bet savet getan, hervez ar vojenn !
Christian Le Meut
09:30 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne, Galleg/français | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Hagège, brezhoneg, langue bretonnes, langues
10/03/2005
"Tout schuss" : nann trugarez !
En Alpoù on bet, e miz C’hwevrer (2004), evit mont da vakansiñ koste Bro Savoa. Ar pezh a zo : ret e oa diñ gober ski ! Evel ma vehe ret mont da neuial evit ar re a zeu da aodoù Breizh e pad ar vakansoù. Dre ret ! Mard ez it d’ar mennezhioù hep ober ski, gwellet vec'h evel un den drol, iskiz... N’eus netra all d’ober du hont d’ar gouiañv, nemet skiañ, sanset.
Ha setu me, gwisket el ur skiour a vicher, met get traoù kozh prestet din get ma breur. Ne oan ket gwisket d’ar mod nevez, doc’h ar c’hiz, met kentoc’h mod kozh hag ar vugale a rae goap doc’hin... Ya, met gwisket e oan get livioù fluo, melen, ruz hag oranjez, ha, mod se, "e vo aesoc’h d’em gavout mard e kouezhan en un toull bennag", m’eus reskontet d’ar vugale, ha toullioù zo er vro se, me lavar deoc’h, n’eus nemet toullioù, evit lavar ar gwirionez. Toullioù ha mennezhioù...
An deiz kentañ, feurmet m’eus skioù ha lakaet m’eus ar votoù ski. Ar skioù zo un dra, met ar votoù zo un dra all. Poanus eo da laakat, pounner, ha diaes da gerzhet gete... Kroget m’eus da greisteiz ha kaset on bet, kazimant doc’htu, d’an hent ruz. Brav tre oa an natur e lein ar mennezhioù met ar re all a oa ganin ne oant ket intereset tamm ebed get an natur, get ar sell brav... Ret e oa mont kuit doc’htu evit disken ar “piste” ruz se, hep sellet doc’h ar vro.
Diskennet m’eus an hent ruz, neuze, war ma skioù, pe a goste a wezhoù. Ur wezh, kouezhet m’eus hag unan a ma skiou zo aet kuit ! “Dechausset” m’eus, evel e larer e yezh ar skiourion. Ha poan m’eus bet da lakaat en dro ar ski breiñ se, pemp munut pe muioc’h. Ne oan ket diazeet mad ! Traoù zo a vez graet buan tre get ar re akourset, met a dap kalz muioc’h ag amzer get an dud n’int ket akourset, se zo aes da gompreiñ. Nemet get ar skiourioñ o deus paet ker evit skiañ ! Pal ar re se zo monet ha donet, diskeiñ ha pigneiñ, gortoz dirak an “télésiéjou” pe an “tire fessennoù”! Nag a blijadur !
Ur yezh ispisial
Ar skiourioñ o deus ur yezh ispisial, ivez, savet gete.
Penoas lavar e brezhoneg “tire fesses”, lakoomp ? "Tennañ difesenn" ? Met n’eus ket traoù evel se er vro man, ha gwell a se... E Bro Savoa, ur bern tud o deus laret diñ da vont “tout schuss”. N’eo ket savozieg, ar gerioù se, alamaneg kentoc’h. “Tout schuss” a dalv mont ar founnaplan, ar vuannan posupl. D’ober petra ? M’eus ket komprenet. Mont ar founnaplan posupl da stokiñ ur skiour all, pe d'en em troc’hiñ ur vrec’h, ur garr ha, war lec’h, mont ar founnaplan posupl d’an ospital ? Hag ar vugale a oa genin a lare diñ an dra se ivez. “Ki founnablan!”. Met perak ? D’ober petra ? Barzh ma labour, a vez goulennet genin mont ar founnaplan posupl dija !...
Me, ne faotan ket mont founnapl pand on e vakansoù met kentoc'h pourmen trankil, goustadig, evit sellet doc’h ar mennezhioù, tenniñ ma anal, aveliñ ma spered. Na brav eo ar vro edan an erc’h !... Ya, met danjerus eo, ur sort... Loened zo, du hont. Estroc’h evit ar skiourion, surferion zo ivez. Ur wezh, gwellet m’eus ur “surf” e diskenn ar menez, met e unan penn... Ar “surfour”, oa e redek war e lerc’h ! Danjerus bras oa kar ar surf a yae founnapl tre. Eurasament, kouezhet eoen ur roued, ha den ebet zo bet gloazhet getan... Ur wezh all m’eus gwellet un ambulans e kas un den gloazet... Pe ur wezh all an helikopter ivez, dont da glask un den all... Bourrapl eo, ober ski.
Eurasamant, an dezhioù war lerc’h m'eus kavet hentoù “glas” aesoc’h da skiañ ! Ha meur a wezh on bet souezhet e wellet tud e bourmen war lein ar mennezhioù hep ski ebed, met get botoù hepken, pe get “raketennoù”. "Plijus vehe mont da bourmen evel-se, m’eus sonjet. Hep ski : ur burzhud ! Ha setu-me, e kreiz ma sizhun vakansoù, da gas ma skioù d’ar stal e lec’h m’boa o feurmet, evit mont da vale war droad en ul lec’h brav, “le lac de la mine d’or”. Mil metrad ha pemp kant da uhelder, memestra. Trouz ebed, telesiejou ebed, nemet tud, skiourion e o zouez e pourmen sioul ha trankil... N’ouzon ket ma z’eus aour el lein se met ar pezh a zo sur, an didrouz zo aour ivez ! "Le silence est d'or" e larer e galleg.
Ur dra all zo sur : ne z’in ket “Tout schuss”, memes war ar skioù. “Tout schuss”, zo re skuizhus ha danjerus.
Christian Le Meut
19:00 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne, Endro/environnement | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Alpes, ski, brezhoneg, langue bretonne
06/03/2005
Huroneg ha brezhoneg
Salut pennoù diliv !
Ar pezh c’hoari “Malachap story” zo bet kinniget e Langedig evit ar wezh kentan e miz Geñver 2005 get ar strollad C’hoarivari. Ar pezh c’hoari-se zo bet skrivet e galleg hanter c’hant vloaz zo get René de Obaldia, ha get un titl all : “Du vent dans les branches de sassafras”. Savet oa bet e Paris get Michel Simon. Me zo e barzh ar strollad C’hoarivari; klasket hon eus da sevel ur western farsus e brezhoneg. Tri zen doa labouret e-pad ur blead evit lakaat ar pezh c’hoari-se e brezhoneg. Goude bout graet al labour-se, ni, ter aktourez ha pemp aktour, da labourad tost ur bleiad hanter c’hoazh. Savet eo bet ur c’hlinkadur get unan ag an aktourien, ur sort ranch, ha gwiskamentoù a zo bet savet ivez.
Ha setu, prest oamp da c’hoari e Langedig e kreiz miz Genver. Daou gant ugent a dud zo daet d’hon gwellet, tud kozh, bugale, tud yaouank, ha tud en oad. Bourrapl eo bet din klevout tud c’hoarziñ, c’hoarziñ e brezhoneg. Ar sadorn da nozh oa daet kentoc’h tud yaouank, hag ar sul, kentoc’h tud kozh; ha n’o deus ket c’hoarzet evit ar memes traoù. Tud kozh zo, deus komzet e pad ar pezh c’hoari; ar pezh oa fentus evidomp-ni ivez, ar al leurenn... Hag ar re-se da strakal an daouarn goude bep leurenn kazimant...
Kontiñ a ra “Malachap story” buhez ar familh Gourvenneg, labourizion douar er C’hentuky, e penn kentan an triwec’hved kantved... Bez zo an tad, Job, ar vamm, Anna, ar mab, Kevin, ar plac’h, Jennifer, hag un den kouviet, an doktor ar Floc’h, medisinour sanset. Met an Indianed, an Huroned, zo ar hent ar brezel. Hag un Indian, Lagad Klujar, mignon d’ar re Gouverneg, a zeu evit lâr dezhe da vonet kuit. Lagad klujar a gomz hanter brezhoneg hag hanter huroneg ar al leurenn, neuze. Met n’eo ket huroneg da vat, huroneg “d’opérette” ne lâran ket. Diaes vehe bet lakaet huroneg gwir er pezh c’hoari-se peogwir eman marv, ar yezh-se...
Pevar bloazh zo m’boa en em gavet get ur penn bras ag ar bobl Huron e Bro Gebek, ar chef Max One Onti Gros Louis. Daet oa e Breizh hag e Frans da zispleg buhez e bobl hiriv an deiz ha da glask ivez roudoù e yezh a orin...
Max One Onti Gros Louis en’doa anavet ur voereb dezhan a oa an hini nemeti a ouie c'hoazh komz huroneg. Met marv eo tri ugent vloaz zo. Ur beleg gall, bet d’ar C’hanada ar-dro tri c’hant vloaz zo, en’doa savet al levr nemetan skrivet en huroneg. Ur geriadur huroneg-galleg eo. A gres d’ar levr-se ez eus tu da sevel en dro yezh an Huroned... Met ne vo ket aes adlansiñ an huroneg memestra. Chom a ra 3.500 Huron hepken e Bro Gebek. En ur “reserve” emaint e chom evit al lodenn vrasan. Droad zo bremañ da gelenn huroneg er skolioù. Bugale ar meuriadoù amerindian a vez skoliatet en o yezhoù a oriñ abaoe tregont vloaz er C’hanada hag ur bochad pobloù amerindiane a gomz c’hoazh o yezhoù a orin du-hont.
Pell on ag ar pezh c’hoari Malachap Stori ? Pas kement-se. Ar-dro ur pezh c’hoari e brezhoneg-gwenedeg e vez savet bep bloaz er Morbihan. E Breizh a bezh a vez savet tri pe pevar pezh c’hoari all bep bloaz. Mod se a vez lakaet brezhoneg ar al leurenn. Tud a zeu da wellet ar pezhoù c’hoari-se a bik o c’halon, a laka de houeliñ, da zeskiñ, pe da c’hoarziñ. Ha keit ma vo c’hoarzhet e brezhonega chomo bev ar yezh !
Christian Le Meut
22:20 Publié dans Breizh/Bretagne, Brezhoneg/Langue bretonne, C'hoariva/théâtre, Gwirioù mab den/droits de l'être humain | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : langue bretonne, Québec, brezhoneg, langue française