17/09/2009
Le Finistère fait la promotion du bilinguisme (breton-français) dès la naissance
Departamant Penn ar Bed en deus savet bruderezh evit displeg d'an dud, d'an dañvez tadoù ha mammoù, pegen talvoudus eo deskiñ ha komz div yezh yaouank. Le département du Finistère vient de lancer une campagne de promotion du bilinguisme précoce, breton-français
http://www.letelegramme.com/ig/generales/regions/finister...
http://www.cg29.fr/Brezhoneg/Enseignement-precoce-du-bret...
11:16 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne | Lien permanent | Commentaires (8)
16/09/2009
Bigoudenezed e pep lec'h ?
E miz Eost m'eus lennet barzh Le Telegramme (21/08, pajennoù Gwened), penaos un tourist en doa goulennet get tud ofis an douristed Sarzhau ma oa moian d'en em gavout get Bigoudeniz gourenez Ruis... Sarzhau ha gourenez Ruis n'int ket e Bro vBigouden, met e Bro Gwened. Bro Vigouden a zo e kreisteiz Penn ar bed, 200 km, lakaomp, a Sarzhau...
Farsus a oa, ar goulenn-se, met, a-benn ar fin, n'eo ket ken souezhus-se rak koef Bro vBigouden a zo deuet da vout ur sort arouez, ur sort simbol, evit Breizh a-bezh. Bigoudenezed a vez lakaet e pep lec'h hiriv an deiz, get ar Vretoned o-unan, hag evit kalz a vern petra. Kentizh ma vez kaoset a Vreizh e vez lakaet koefoù bigouden doc'htu. Bez ez eus, da skouer Mamm Goudig, brudet awalc'h, farsus, sanset... Met honnezh ne zistag ket kalz gerioù e brezhoneg, ar pezh a zo drol memestra evit ur Vigoudenez mod kozh... Ur bochad Bigoudenezed all a vez gwelet, evel ba' ar pub evit ar boued Tipiak, war kartennoù post ha, gwasoc'h c'hoazh, e-pad festoù zo. Bambocherion 'zo a lak ur sac'h plastik du ar o gein, ur c'hoef graet get paper ha setu, dansomp un dañs (sanset) a-Vreizh, tudoù. Hag an dud da c'hoarzhiñ... Pas me atav.
Estroc'h evit ar c'hoefoù-se a zo e Breizh, evel rezon, met tud zo ne glaskont ket pell... Kant vloaz zo, araok ma oa bet kresket koefoù bro Vigouden d'un taol er bleadeù 1930-40, koefoù all a veze lakaet alies evel arouezioù Breizh, evel koef Bro Foen, hag a zo brav spontus ivez...
Kêr Gwened e Bro vBigouden ?
Abaoe un nebeut mizioù tishirtoù a zo bet graet get ar stal "A l'aise Breizh" evit klub mell droad Gwened. Ha setu, lakaet eo bet c'hoazh ar memes Bigoudenez dirollet get he goef hir ! Fentus eo, ar Vigoudenez-se, ne lâran ket. Honnezh a vez gwelet ivez war kalz otoioù, treset war pegsunioù. Met, mard e c'hell bout asantet koef Bro-Vigouden evel arouez Breizh, perak hi lakaat c'hoazh war tishirtoù klub fobal kêr Gwened?!
Koefoù Bro Gwened a zo brav ivez. Bep bloaz, e Gwened, e vez dilennet rouanez an Arvor. Merc'hed kelc'hioù keltiek aodoù Bro Gwened, aodoù Morbihan, en em laak ar ar renk ha ne vez ket douget gete koef Bro Vigoudenn, tamm ebet. Kani Bro Gwened, ya. Ha koant int ! Ha tud A l'aise Breizh a ouia penaos ez eus koefoù a-bep sort e Breizh ha penaos e c'hellehent, memestra, klask un nebeut muioc'h e-lec'h lakaat berped ar memes tresadennoù war o tishirtoù ? N'o deus ket amzer da glask ? Pe ijin awalc'h ? En o aez int, "à l'aise" int, get sevenadur Breizh ?
Ma lakaomp-ni, Bretoned, Bigoudenezed e pep lec'h, perak bout souezhet ar lerc'h get touristed a c'houlenn ar dro Bigoudeniz e gourenez Ruis?
Christian Le Meut
*Skeudennoù : d'ar lein "A l'aise Breizh", d'an traon, koefoù treset get Maryvonne Bré evit ur gartenn bost embannet get Jos.
23:17 Publié dans Breizh/Bretagne | Lien permanent | Commentaires (4)
15/09/2009
Bro Italia/Italie : tabutoù war ar rannyezhoù/débats sur les "dialectes"
Tabutoù 'zo e Bro Italia a ziar an italianeg hag ar "rannyezhoù", ar pezh a zo displeget war ar blog Taban.Le blog Taban publie une note sur les débats actuels en italie concernant les "dialectes".
10:52 Publié dans Yezhoù/langues | Lien permanent | Commentaires (0)