Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

16/09/2009

Bigoudenezed e pep lec'h ?

bigoudenezed396.jpgE miz Eost m'eus lennet barzh Le Telegramme (21/08, pajennoù Gwened), penaos un tourist en doa goulennet get tud ofis an douristed Sarzhau ma oa moian d'en em gavout get Bigoudeniz gourenez Ruis... Sarzhau ha gourenez Ruis n'int ket e Bro vBigouden, met e Bro Gwened. Bro Vigouden a zo e kreisteiz Penn ar bed, 200 km, lakaomp, a Sarzhau...

Farsus a oa, ar goulenn-se, met, a-benn ar fin, n'eo ket ken souezhus-se rak koef Bro vBigouden a zo deuet da vout ur sort arouez, ur sort simbol, evit Breizh a-bezh. Bigoudenezed a vez lakaet e pep lec'h hiriv an deiz, get ar Vretoned o-unan, hag evit kalz a vern petra. Kentizh ma vez kaoset a Vreizh e vez lakaet koefoù bigouden doc'htu. Bez ez eus, da skouer Mamm Goudig, brudet awalc'h, farsus, sanset... Met honnezh ne zistag ket kalz gerioù e brezhoneg, ar pezh a zo drol memestra evit ur Vigoudenez mod kozh... Ur bochad Bigoudenezed all a vez gwelet, evel ba' ar pub evit ar boued Tipiak, war kartennoù post ha, gwasoc'h c'hoazh, e-pad festoù zo. Bambocherion 'zo a lak ur sac'h plastik du ar o gein, ur c'hoef graet get paper ha setu, dansomp un dañs (sanset) a-Vreizh, tudoù. Hag an dud da c'hoarzhiñ... Pas me atav.

Estroc'h evit ar c'hoefoù-se a zo e Breizh, evel rezon, met tud zo ne glaskont ket pell... Kant vloaz zo, araok ma oa bet kresket koefoù bro Vigouden d'un taol er bleadeù 1930-40, koefoù all a veze lakaet alies evel arouezioù Breizh, evel koef Bro Foen, hag a zo brav spontus ivez...

Kêr Gwened e Bro vBigouden ?
Abaoe un nebeut mizioù tishirtoù a zo bet graet get ar stal "A l'aise Breizh" evit klub mell droad Gwened. Ha setu, lakaet eo bet c'hoazh ar memes Bigoudenez dirollet get he goef hir ! Fentus eo, ar Vigoudenez-se, ne lâran ket. Honnezh a vez gwelet ivez war kalz otoioù, treset war pegsunioù. Met, mard e c'hell bout asantet koef Bro-Vigouden evel arouez Breizh, perak hi lakaat c'hoazh war tishirtoù klub fobal kêr Gwened?!

koefoù397.jpgKoefoù Bro Gwened a zo brav ivez. Bep bloaz, e Gwened, e vez dilennet rouanez an Arvor. Merc'hed kelc'hioù keltiek aodoù Bro Gwened, aodoù Morbihan, en em laak ar ar renk ha ne vez ket douget gete koef Bro Vigoudenn, tamm ebet. Kani Bro Gwened, ya. Ha koant int ! Ha tud A l'aise Breizh a ouia penaos ez eus koefoù a-bep sort e Breizh ha penaos e c'hellehent, memestra, klask un nebeut muioc'h e-lec'h lakaat berped ar memes tresadennoù war o tishirtoù ? N'o deus ket amzer da glask ? Pe ijin awalc'h ? En o aez int, "à l'aise" int, get sevenadur Breizh ?

Ma lakaomp-ni, Bretoned, Bigoudenezed e pep lec'h, perak bout souezhet ar lerc'h get touristed a c'houlenn ar dro Bigoudeniz e gourenez Ruis?

Christian Le Meut

*Skeudennoù : d'ar lein "A l'aise Breizh", d'an traon, koefoù treset get Maryvonne Bré evit ur gartenn bost embannet get Jos.

Commentaires

Tiens, j'y pensais tout récemment. Tous ces autocollants "à l'aise Breizh" avec la bigoudène, à l'arrière des voitures... A force de se complaire dans ces quelques clichés/caricatures, on laisse de côté tout le reste, et toute la diversité bretonne passe dans l'ombre !

Écrit par : Maheu | 17/09/2009

Gwelet 'peus ivez bep c'harr-tan gant ar vigouden-se! Met petra zo great gant "A l'aise Breizh" evit ar yezh pe an sevenadur? N'ouzon ket!

Écrit par : Gael Briand | 18/09/2009

D'eo ket gwall grevus naket. Ar re a lak Bigoudenezed e bep leh n'eo ket interesset kalz anehe get sevenadur Breizh.

Ridicule, un tammig mehus ha netra ken. Red e' andur.

Écrit par : iffig | 19/09/2009

E ti an douristed Gwengamp em boa goulennet : "Hag emañ kêr e Bro Dreger ?" "N'eo ket" eme ar plac'h " en Argoat emañ"
Ar memes respont 'm eus bet gant plac'h ar stal levrioù. Ur vroig a-hed an aod eo Bro Dreger bremañ a-hervez.

Écrit par : yann | 17/10/2009

Les commentaires sont fermés.