20/10/2009
Ar Faoued : "Aotrou maer perak e laoskit ar brezhoneg e toull-dor mirdi ho kêr ?"
Tud an UDB Kreiz Breizh n'int ket kountant anezhe : n'eus netra e brezhoneg e mirdi ar Faoued, ur mirdi bras ha brav tre. Setu a gaoz da berak o deus skrivet d'ar maer, André Le Corre.
"Aotrou maer,
Ho kêr a zo dellezek da gaout brud mat gant live uhel ha kalite diskouezadegoù an arzhourien liesseurt a vez kinniget e mirdi-kêr Ar Faoued. Gant diskouezadeg ar bloavezh 2010, diwar-benn Robert Micheau-Vernez, oc’h deuet a-benn da lakaat an arzhour-se da vezañ anavezet gant ar brasañ niver. An den-se oa liesseurt e zonezonoù : prier, kizeller, liver, treser, skeundennaouer, skriteller, flemmskeudenner, broder, soner biniouù, prezegenner, krouer : gwer-livet, ikonennoù, arrebeuri, dilhad ha bannieloù. Bez’ e oa, ivez, difenner ar brezhoneg ; ur yezh en doa klevet er gêr e Brest, digant ar vatez, ur c’hoef war he fenn, a laboure e ti e dzud. Ur yezh en doa desket e-mesk tud ar Vro pa yae d’ar pardonioù pe pa zaremprede an dud a rae war-dro kevredigezhioù an Emsav : Festival Binioù Bras Kemper, Bleun Brug, Festival Etrekeltiek, Ar Falz… hag ivez gant arzhourien strollad ar “Seiz Breur“.
Hed-ha-hed e vuhez arzhour en doa strivet da gas ar yezh war-raok en ur lakaat hor yezh war-wel en e oberennoù : gwer-livet, taolennoù, skeudennaouiñ al levrioù, tresadennoù… Neuze, Aotrou maer perak e laoskit ar brezhoneg e toull-dor mirdi ho kêr, hor yezh ne vije ket dellezek da gaout meneg en ho mirdi ? Gant an diskouezadeg-se ho poa an digarez da lakaat ar brezhoneg war-wel, evit ar wech kentañ, e mirdi ho kêr. Evit abegoù dianav deomp n’ho peus ket bet c’hoant, pe n’eus ket fellet deoc’h, reiñ e blas d’ar brezhoneg en ho kêr. Padal, niver brasañ ar Vretoned, en o mesk brezhonegerien Kreiz Breizh a blij dezhe an arzhoù, hag a vez o hentiñ ho mirdi, a vefe bet plijet kaer gant an dra-se. Gwelloc’h ganeomp krediñ e oa dianav krenn ganeoc’h ar youl kreñv a oa gant an arzhour meur-mañ da reiñ ur plas, war an ton bras, d’ar brezhoneg en e oberennoù.
Niverus eo mirdioù Breizh a vez panelloù divyezhek, brezhoneg/galleg, pe teiryezhek, brezhoneg/galleg/saozneg enne : Porzh-mirdi Douarnenez, Mirdi Breizh Roazhon, Miriddi ar skol e Botoha, Mirdi ar paludoù e Gwennrann…
Goulenn a reomp diganeoc’h lakaat, diouzh skouer ar c’hêrioù-se, panelloù en div yezh e mirdi ho kêr. Kement-se a-benn doujañ ouzh spered oberennoù an arzhourien a vez diskouezet er mirdi, hag ivez evit diskouez ho youl dileuriad da harpañ ar brezhoneg. Ar brezhoneg a zo evel glad hor monumantoù pe glad arzhoù hor Bro : sonerezh, dañs, livouriezh… ur vektor eus idantelezh Breizh.
Degemerit Aotrou maer, hor gourc’hemennoù."
Herve ar Gall mouezh UDB Kreiz Breizh, Daniel Garrin mouezh UDB Pondi-Pourlet
11:29 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : brezhoneg, musée, faouêt
Les commentaires sont fermés.