18/10/2009
Bro An Alré : Bretoned ha Innued
Tud a vro-Gebek a zo deuet da Vreizh ha da Vro An Alré, e penn kentañ ar miz mañ, da sevel liammoù ekonomikel ha sevenadurel. Ar re-se a oa ag ar Minganie, ur rannvro a zo a-hed ar ster bras Saint Laurent, e reter Bro Gebek, a-dal da zDouar nevez. E-mesk an dek den deuet, tri a oa ag ar meuriad Innu, ur bobl a oa e chom du-se araok ma oa degouezhet an Europeaned evel Jakez Kartier, paotr a Vreizh kaset du-hont get Fanch ar c'hentañ er chwec'hzekved kantved... An tri den, ar chef Jean-Charles Piétacho, ha div vaouez, o deus kontet da izili Kerlenn Sten Kidna (an Alré), d'ar sadorn tri a viz-mañ, penaos, un nebeut bleadeù zo, e veze kaset bugale an Innued daou c'hant kilometre ag o pro, da vout skoliataet e skolioù privez, hep goulenn netra d'o zud, da zeskiñ galleg ha sevenadur ar re wenn. An Innued a oa kantreourion, forset int bet ivez da chom ba' lec'hioù resiz ("réserves"), e kreiz ar c'hantved paseet, ha n'hellont ket mui kantreal. An traoù-se a zo bet enduret, gouzanvet get tud a zo bev c'hoazh. Echu eo bremañ met roudoù a chom ag an darvoudoù spontus-se; ha bec'h a zo etre ar "pobloù kentañ" hag ar C'Hebekiz. An Innued o deus lâret d'an Alreiz pegen talvoudus eo o yezh dezhe, a zo en arvar, un tammig evel ar brezhoneg...
Setu al liamm :
http://www.letelegramme.com/local/morbihan/vannes-auray/a...
21:26 Publié dans Auray (pays d'), Brezhoneg/Langue bretonne, Etrebroadel/International, Yezhoù/langues | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : innu, québec, canada
Les commentaires sont fermés.