Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

23/06/2009

Burzhud e Peurderion ?

Un nebeut bleadeù zo em boa graet goap doc'h un dra a oa bet lâret get an aotrou maer Branderion (56), Hubert de Lageneste*. Setu an istor. Pannelloù divyezhek a oa bet staliet barzh ar gumun-se get departamant ar Morbihan, met an aotroù maer a oa savet a enep an añv dibabet evit Brandérion e brezhoneg: "Branderion". Tud kozh Brandérion a lâr "Peurderion" eme ar maer. Ya, met ar pezh a zo, ne oa ket bet, bizkoazh, lakaet pannelloù divyezhek e gumun Brandérion. Un maer n'eus droad da lakaat pannelloù sort-se en e gumun. Netra ba' Brandérion, perak ?

Ar pannelloù divyezhek kentañ oa bet lakaet, neuze, get departamant ar Morbihan. Hennezh, hag a labour get Ofis ar brezhoneg, n'doa asantet chañch an añv ha setu "Peurderion" lakaet war pannelloù hentoù an departamant. Brav, ha kountant ar maer. E miz Geñver 2008, evit hetoù ar gumun, an aotroù de Lageneste en doa diskleriet, fier bras, an dra-se : "2007 restera l'année de l'identité retrouvée, c'est-à-dire la reconnaissance officielle du nom de Brandérion en breton : Prederion"... "Identité retrouvée" : Bizkoazh kement all !

Ya, met pannell divyezhek ebet c'hoazh evit mont ha dont da vourc'h Peurderion... Betek bremañ : tremenet on e Peurderion ar sizhun-mañ ha petra m'eus gwellet ? Pannelloù divyezhek "Brandérion-Peurderion", nevez flamm, brav ha tout, ruz ha gwenn, memes ment evit an div yezh : fiskal, kwa. Ur  burzhud. Ha pannelloù divyezhek all a zo bet lakaet tro dro d'ur c'hroaz-hent nevez, just ar lerc'h bout aet kuit ag ar vourc'h, war hent Landivan-An Alré. Estroc'h evit an dra-se, petra vez graet get aotroù maer Peurderion evit ar brezhoneg ? N'ouion ket, met gourc'hemennoù (bihan) memestra.
Gortoz pell, gortoz gwell !

Christian Le Meut

* Da lenn :
http://rezore.blogspirit.com/archive/2008/01/09/prederion...

Les commentaires sont fermés.