Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

17/05/2009

Gouel Erwan : lidomp Breizh met e galleg, kentoc'h

Gouel374.jpgKroget eo ! Gouel Erwan a zo kroget hag ar rannvro a c'houlenn geneomp lidañ Breizh etre ar 15 hag ar 24 a viz Mae, er bed a-bezh tudoù ! "Du 15 au 24 mai, tous les acteurs associatifs, économiques, culturels bretons sont invités à célébrer la Bretagne et mettre en avant ses valeurs et sa créativité" a zo skrivet war al lec'hienn internet savet evit kas ar gouelioù-se araok. Lidomp neuze...

Me, ne c'hortozan ket miz Mae evit lidañ Breizh, ar pezh a glaskan gober bemdez rak e vourran bout e chom er vro-mañ. Ur gouel, ur fest eo din, bout amañ, labourat amañ, komz brezhoneg kazimant bemdez (ha komz galleg ivez !), sellet doc'h ar vro, an natur, ar mor, gober chervat ur wezh an amzer get mignonned, ha m'eus ket d'ober a gouelioù ofisiel. Ne vourran ket anezhe, evit lâr ar wirionez, nag ar 14 a viz Gouere, nag an 31 a viz An Azvent (Kerzu), hag all. Mard eh eus tud er vro evit gober bourrapl gete an deizioù-se, greomp, ma n'eus ket, greomp traoù all.

"La Saint-Yves fête la Bretagne" : hag ar brezhoneg ? Ger ebet kazimant, pennad skrid ebet, barzh ar c'hazetennoù embannet get Ouest-France hag an Telegramme evit ar gouel-se. War al lec'hienn internet e kaver brezhoneg memestra, ul lodenn ag ar pennadoù embannet a zo bet troet  e brezhoneg met ret eo klikañ war ul liamm evit o lenn... Ret eo furchal araok lenn brezhoneg barzh ar pezh a zo bet embannet evit ar gouel-se. Ne dalv ket ar boan o embann war paper ivez ? Domaj. Mod-se vo lidet Breizh, e lakaat ar brezhoneg a-goste ? Lidomp, neuze, met e galleg kentoc'h...

ttp://www.saintyves-gouelerwan.com/?q=%C2%AB-un-dreuzell-...

Christian Le Meut

Commentaires

Bonjour,

je n'arrive pas a trouver votre email sur le blog.
Juste un petit message pour faire un lien si possible vers mon site que j'ai créé sur le breton de Locmaria-Plouzané :

http://infolan.free.fr

cdt,
Eric LE CORRE

Écrit par : Le Corre | 17/05/2009

c'est beau la bretagne vue d'en haut... en dessous des nuages

qu'on fait les bretons aujourd'hui à votre avis ? ils se sont grimés de noir et de blanc ? ah non c'était samedi dernier...

ça caillait, ils sont restés au chaud car c'est bien connu qu'en bretagne il ne pleut que sur les XXXs

brao eo Breizh pa vez gwelet diouzh an oabl, a-zindan ar c'houmoul
breizhiz n'o deus ket lakaet beg un droad er mêz hicho
breizhiz zo chomed e-barz, tomm ha kleted mad
n'eus ken war al leue hag ar hillog e ra glao d'ober bil

Écrit par : torched mad | 17/05/2009

Il y avait tout de même de grandes affiches tout en breton dans le métro parisien (par "Produit en Bretagne"), c'était inimaginable pour moi... Après la une "Ar Skipailh", ça fait chaud au coeur !

Écrit par : Gwen | 18/05/2009

Les commentaires sont fermés.