17/05/2009
Gouel Erwan : lidomp Breizh met e galleg, kentoc'h
Kroget eo ! Gouel Erwan a zo kroget hag ar rannvro a c'houlenn geneomp lidañ Breizh etre ar 15 hag ar 24 a viz Mae, er bed a-bezh tudoù ! "Du 15 au 24 mai, tous les acteurs associatifs, économiques, culturels bretons sont invités à célébrer la Bretagne et mettre en avant ses valeurs et sa créativité" a zo skrivet war al lec'hienn internet savet evit kas ar gouelioù-se araok. Lidomp neuze...
Me, ne c'hortozan ket miz Mae evit lidañ Breizh, ar pezh a glaskan gober bemdez rak e vourran bout e chom er vro-mañ. Ur gouel, ur fest eo din, bout amañ, labourat amañ, komz brezhoneg kazimant bemdez (ha komz galleg ivez !), sellet doc'h ar vro, an natur, ar mor, gober chervat ur wezh an amzer get mignonned, ha m'eus ket d'ober a gouelioù ofisiel. Ne vourran ket anezhe, evit lâr ar wirionez, nag ar 14 a viz Gouere, nag an 31 a viz An Azvent (Kerzu), hag all. Mard eh eus tud er vro evit gober bourrapl gete an deizioù-se, greomp, ma n'eus ket, greomp traoù all.
"La Saint-Yves fête la Bretagne" : hag ar brezhoneg ? Ger ebet kazimant, pennad skrid ebet, barzh ar c'hazetennoù embannet get Ouest-France hag an Telegramme evit ar gouel-se. War al lec'hienn internet e kaver brezhoneg memestra, ul lodenn ag ar pennadoù embannet a zo bet troet e brezhoneg met ret eo klikañ war ul liamm evit o lenn... Ret eo furchal araok lenn brezhoneg barzh ar pezh a zo bet embannet evit ar gouel-se. Ne dalv ket ar boan o embann war paper ivez ? Domaj. Mod-se vo lidet Breizh, e lakaat ar brezhoneg a-goste ? Lidomp, neuze, met e galleg kentoc'h...
ttp://www.saintyves-gouelerwan.com/?q=%C2%AB-un-dreuzell-...
Christian Le Meut
10:37 Publié dans Breizh/Bretagne | Lien permanent | Commentaires (3) | Tags : saint yves gouel erwan