29/01/2009
Naoned : gweladennet m'eus Kastell an duked
Disul paseet m'eus gweladennet Kastell duked Breizh e Naoned, hag ar mirdi savet e-barzh a ziar istor Naoned. Pemp euro eo evit monet a-barzh, n'eo ket ker met, ma faota deoc'h selaoù an displegannedoù e brezhoneg, koust a rayo tri euro oc'hpenn evit feurmiñ ur "c'hlevheñcher", da lâret eo un "audioguide". Fiskal eo : 110 displegadenn a zo bet enrollet get brezhonegerion ampart (evel Manu Mehut, aktour ha animatour radio). Ha, mard oc'h kollet, ma ne gomprenit ket ur ger bennak, an displegadennoù (e galleg) a zo bet lakaet dre skrid ba' pep sal (32 a zo).
Mod-se m'eus heuliet an traoù get ur mignon a zo e chom e Naoned.
Kastell duked Breizh eo, kaer-tre da welet ag an diabarzh. Kempennet eo bet d'un doare modern awalc'h, ha brav, d'am sonj. Met ar mirdi staliet a-barzh a zo mirdi istor Naoned ha pas istor Breizh. Ha c'hoazh, Naoned adalek Anna Vreizh. Ur sal hepken a zo war ar ragistor, an henamzer hag ar grennamzer. Ar sal gentañ nemeti ! En eilvet sal e vez diskouezhet ur filmig, ur sort tresadenn bev, war istor Anna Vreizh. Kaer eo, ha n'eo ket kuzhet youl an dukez a faote dezhi e vehe chomet emrenn Breizh. N'eo ket kuzhet ivez ar brezel spontus a oa bet etre 1488 ha 1491 etre Bro C'hall ha Breizh...
Ar lerc'h, salioù all a ziskouez penaos an Naonediz a oa konversanted a-feson, betek mont da brenañ ha da werzhiñ tud, ar re zu ag Afrika! Spontus bras eo ur sal savet evel ma vehemp e-barzh ur vag a gase ar sklaved d'an Antilhez. Ur verb nevez a m'eus desket : "morianeta" ("faire la traite des nègres")... Hag ar c'honwerzh-se doa padet betek kreiz an naontekvet kantved daoust dezhan bout difennet groñs dija.
Met tud Naoned a oa barrek bras ivez evit doareieù all d'ober konwerzh pe da sevel uzinioù (friturioù, uzinioù bagoù, sukr pe katew evel LU). An istor-se a zo displeget ivez, evel ar pezh a oa c'hoarvezet e-pad an dispac'h, an eil brezel, ha c'hoazh. Interesus eo, ha deverrus ivez.
Goude bout gweladennet ar mirdi, dizoloet m'eus ar c'hastell e-unan en ur ober tro an hent-ged, ur bourmenadenn istorel kentelius ivez. Ha displegadennoù 'zo a zo skrivet e brezhoneg ivez, ar pezh n'eo ket gwir er mirdi e-lec'h n'eus nemet an "audioguide" evit ho ambrougiñ e brezhoneg.
En français : petite visite - conseillée - au Château des ducs de Bretagne à Nantes et au musée installé à l'intérieur qui retrace l'histoire de la ville de Nantes depuis 500 ans.
Christian Le Meut
01:02 Publié dans Breizh/Bretagne, Istor/Histoire | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : nantes, histoire, musée
Les commentaires sont fermés.