24/01/2009
Lorient/An Oriant : emgavioù e brezhoneg e-pad an deizioù
Kemenadenn a-berzh an Deizioù/Communiqué des Deizioù : "Ar bloazh-mañ, an 24are Deizioù a vo d’an 17 a viz Genver betek an 13 a viz Meurzh 2009 ! An abadennoù evit ar vrezhonegerien :
Gwener 6 a viz C'hwevrer : 8e30 noz-Ar votez, emgav ar vrezhonegerion; kaset get Jacqueline Le Calvé ha Mikael Messina; 8e15 da noz - Preti an Tri C'hastell – Ploue, savet get : Skol an amzer da zont
Sul 8 a viz C'hwevrer : 2e d'enderv- Baleadenn e-barzh Koadoù Tremelin (Zinzag-Lokrist), emgav àr parking Kermengi e Zinzag (hent bod an SPA). A-vat Titouroù : 02 97 85 14 29 Savet get : Ar Sklerijenn.
- 3e d'enderv - Filajoù Ploue kaset get Lennaïg ha Jili Sanmartin; er filajoù e vez bourrapl an traoù : etre kontadennoù, sonennoù, ha bourd ha fars ne gav den ebet hir e amzer… 3e d'enderv - Mediaoueg- Ploue; titouroù: 02 97 80 41 78, savet get : Skol an amzer da zont
Merc'her 11 a viz C'hwevrer : 4e d'enderv - Kontadennoù e brezhoneg evit ar vugale : « Ar bleidi », 4e d'enderv - mediaoueg - Ploue, a-vat Titouroù: 02 97 33 11 94; savet get : Skol an Amzer da zont & mediaoueg Ploue
Gwener 20 a viz C'hwevrer 8e30 da noz- C'hoariva e brezhoneg get Strollad ar Vro Bagan : “Perlennoù Bankerion” diàr Hervé Lossec.
Komedienn a-zivout darempred ar Vretoned get an argant hag ar bankoù, àr don ar mousfent. 8e30 da noz - Leurenn ar Pevar Avel - An Oriant. Priz : 8 €, 5 € diàr zistaol; savet get : Emglev Bro an Oriant.
Sadorn 7 a viz Meurzh 2e d'enderv- Skrivadenn e vrezhoneg : Devezhioù bro, ha goude sonadeg kinnig get Dom Duff; 2e d'enderv - Sal ar Gouelioù - Lannarstêr a-vat, savet get :Emglev Bro an Oriant.
Gwener 13 a viz Meurzh, 4e d'enderv- Prezegenn e brezhoneg « Louzoù ar yec'hed e Breizh » get Pascal Lamour, 8e30 da noz - Mediaoueg - Kaodan, a-vat savet get : Mediaoueg Kaodan, àr-un-dro get Tarzh an Deiz.
Titouroù : Emglev Bro an Oriant, Ti ar C’hevredadoù, 12 straed Colbert – B16, 56100 AN ORIANT. 02.97.21.69.75
01:43 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : lorient, breton
Les commentaires sont fermés.