Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

22/04/2008

Amañ "n'eo ket bet james komzet brezhoneg"

59a5f4ceccf1275162982323fa763a2a.jpg

Lenn a ran bep sizhun Marianne ba' ti ma zud. Ur gelaouenn interesus eo, a gav din, met n'eus ket kalz a dra war danvez Breizh pe war ar rannvroioù all. Taol spered jakobined a zo gete a wezhoù ivez. E fin pep kelaouenn e kaver ur pennad skrivet get Alain Rémond. Fentus awalc'h, d'ar peurliesan. Ar c'hazetenner-se a zo a Vreizh a-orin, a Vro C'Hallo. Ha displegiñ a ra ba' Marianne diwezhañ (19/04/2008), goude bout gwellet ar film "Bienvenue chez les Ch'tis", penaos en deus eñv desket gallaoueg a vihanig, ha petra eo ar gallaoueg. Doujus eo Alain Rémond e keñver ar gallaoueg ("je suis né bilingue : gallo-français"), met, d'am sonj, un nebeut farioù a zo bet skrivet getan a zivout ar brezhoneg.

"Tout le monde ne parle pas breton en Bretagne" 
"Contrairement à ce que certains pourraient croire, eme Alain Rémond (...), tout le monde ne parle pas breton en Bretagne. Il existe toute une région, dans l'est de l'Ouest, où on n'a jamais parlé breton. Mais gallo. Quoiqu'il puisse m'en coûter, mettons les points sur les i, si le breton est bel et bien une langue, le gallo, lui n'est qu'un dialecte. Comme le ch'ti. Et, comme le ch'ti, le gallo est un dérivé du vieux français. Donc du latin. Je n'ai su que très tard que je parlais gallo. Chez moi, dans mon village, on appelait ça le patois". 

Krogomp get ar frasenn gentañ : "Contrairement à ce que certains pourraient croire,  (...), tout le monde ne parle pas breton en Bretagne". N'ouion ket petra a vez gouiet get lennerion Marianne, met n'eo ket get ar gelaouenn-se e c'hellehent bout kelaouet a-feson war an brezhoneg pe war ar yezhoù rannvroel all e Frans. E Breizh, razh an dud (kazimant) a gomz galleg ha ne chom ket nemet un nebeut (250.000 den ?) a gomz breton. Hor yezh a zo en arvar bras ha c'hellehe bout kollet da vat e-pad ar c'hantved-mañ, eme an Unesco. Met an dra-se n'eo ket bet displeget da lennourion Marianne abaoe pell, pe marteze, james.

Ar gallaoueg, rannyezh pe yezh ?
Alain Rémond n'eus graet e sonj : ar gallaoueg a vehe ur rannyezh a zeuhe ag ar galleg kozh, hag ar brezhoneg a vehe ur yezh da vat. N'ouion ket mard en deus, ar paotr-se, studiet kalz ar yezhoù met, d'am sonj, n'eo ket ken splann an traoù. A-du on getan e keñver ar brezhoneg met pas e keñver ar gallaoueg. Peseurt diforc'h a zo etre ur yezh hag ur rannyezh ? N'eo ket anat. Ur yezhourez evel Henriette Walter, studiet geti ar gallaoueg a dost, a skriv : "(...) le gallo, forme que le latin a prise en Haute-Bretagne" (1). Ar gallaoueg a vez levezonet get ar galleg abaoe kantvedoù, met ne za ket ag ar galleg kozh, hervez Henriette Walter. Ar brezhoneg ivez, a vez levezonet get ar galleg abaoe pell... Neuze, ar gallaoueg, yezh pe rannyezh ? An diforc'h etre an daou n'eo ket anat met, evidon-me, ar gallaoueg a zo ur yezh da vat.

321d6c228edf3df4adf1c5e0169cd527.jpgMet n'on ket a-du ivez get un dra all skrivet get Alain Rémond. N'ouion ket e-menn emañ e gumun a orin, met mechal ma ne vehe ket er Morbihan  (hervez pennadoù all skrivet getan an hañv paseet). Hervez Henriette Walter, ha yezhourion ha istorourion all ivez, tachenn ar brezhoneg a zo aet betek Roazhon, kazimant, ha betek Dol ha Pornic, e Liger Atlantel, d'an nawed kantved. Kozh eo, a sonj deoc'h ? Marteze, met an dra-se a ziskouezh penaos ar brezhoneg a zo bet komzet er Morbihan a-bezh, hag e Aodoù an Arvor a-bezh ivez e-pad kantvedoù zo memestra. Roudoù a chom ag an dra-se dre ur bochad anvioù lec'h. Alain Rémond n'en deus ket james klewet komz brezhoneg barzh kumun e dud, moarvat, met komzet e oa bet breton du-hont memestra, en amzer a gent.

"On n'a jamais parlé..." 
Klewet 'vez alies awalc'h ar frasenn-se : "Ici, on n'a jamais parlé breton"; pe "A Rennes on n'a jamais parlé breton", pe c'hoazh : "A Nantes on n'a jamais parlé breton", evel ma vehe ur gwir bater. N'on ket istorour na yezhoniour met, d'am sonj, komzet veze brezhoneg get tud zo (ha marteze ur bochad), barzh karterioù a Roazhon hag a Naoned e lec'h ma veze e chom Bretoned deuet a Vreizh Izel. Ha komzet veze brezhoneg e Paris, get ur bochad tud d'an XIXe ha d'an XXe kantved ivez. Ha bremañ c'hoazh, marteze. Ha lennourion Rezore a ouia penaos e vez komzet ha desket brezhoneg e meur a lec'h er bed (New-York, Pékin, Buenos Aires ha c'hoazh...). Mod-se emañ, ar yezhoù a ya da veajiñ.

f4e2dccaa1d61d7846a5c176d086197c.jpgJames m'eus klewet ar frasenn-se evit ar galleg : "Ici, on n'a jamais parlé français". Met 50 vloaz zo, 100 vloaz zo, pe 150 vloaz zo, ne veze ket preget galleg get kalz a dud e kumunioù 'zo a Vreizh Izel, war er maezioù dreist-holl, evel ar pezh a ziskouezh ar gartenn-se (2). Er bloaz 1863, hervez ur studiadenn graet get ministr an deskadurezh Napoléon an trived, Victor Duruy. 7 million a zen (war 30), ne gomzent ket galleg e Bro Frans ("monolingues patoisants"). E departamant Penn Ar Bed n'doa "kumun ebet e lec'h ma vez komzet galleg"; er Morbihan hag e Aodoù an Arvor ne veze ket komzet galleg barzh ul lodenn vras ag ar c'humunioù... En Ilez ha Gwilenn an disoc'hoù ne oant ket sklaer ("incertain").

D'ar prantad-se, brezhoneg 'veze komzet get ar bobl e Breizh Isel, ha galleg get un nebeut tud. Ha d'ar c'houlz-se ivez, marteze, gourdadoù Alain Rémond a brege gallaoueg e Bro C'Hallo. Du hont ivez, ne veze ket ivez komzet galleg get kalz tud war er maezioù kant hanterc'hant vloaz zo. Gallaoueg, ne lâran ket.

Christian Le Meut

(1) Henriette Walter : "l'aventure des langues en Occident" Embannadurioù Robert Laffont, 1994.

(2) Kartenn tenet a "Le français, histoire d'un dialecte devenu langue", R. Anthony Lodge, Ed. Fayard, 1997. 

Commentaires

Ar gallo n'eo ket ur yezh. Ur studiadenn hir em eus embannet e Kannadig Imbourc'h :
http://kannadig.chez-alice.fr/kannadigoukozh/40.html
Diwar-benn ar "gwenedeg" e vefe tu da gomz ivez, hag e ran er pennad-se.
Un dra anat a zo : yezh lennek ar gallaouegoù eo ar galleg. Ne gavot netra ebet, da skouer evit pediñ e gallaoueg, daoust maz eo ar vuhez speredel an dachenn personelañ e buhez un den.
Ma !
Tepod Gwilhmod

Écrit par : T. Gwilhmod | 28/04/2008

Salud d'an holl,
n'on ket a-du ganit Tepod, din-me e teu ur yezh diwar an dre gomz da gentañ penn, ha n'eo ket 'blam n'eus ket, pe n'eus ket bet c'hoazh a lennegzh e gallaoueg la n'eo ket ur yezh anezhi.

Me soñj din eo ar gallaoueg ur yezh (n'on ket yezhoniour kenneubeut...), met pezh a zo a-bouez eo e vefe anavezet giz ur mod da gemenn ha da eskemm, dezhañ ar gwir da vezañ, pe vefe graet yezh anezhañ pe get. Goude-se daoust hag eo ret dezhañ bezañ stag deus ur sell petramant deus ur raktres politikel da vat, giz e seblantez lâr barzh da bennad,... n'on ket sur...

d'ar wech all

Écrit par : Gleg | 29/04/2008

Salut deoc'h
A-du on geneoc'h, Gleg; ur yezh a zo, da gentañ, un dra dre gomz, d'am sonj. Ur bochad yezhoù n'o deus skritur nemet abaoe an ugentved kantved (ha c'hoazh), evel en Afrika, met yezhoù int memestra. Ur yezh n'eus ket dober ag ur skritur evit bout ur yezh da vat.
CLM

Écrit par : Christian | 29/04/2008

Salud deoc'h,
Anat eo : ur yezh, ha pa vefe ul luc'haj pe un trefoedaj, a zo graet evit komz da gentañ penn. En ur grez all, pa ne oa ket bras pouez ar Riezoù war an dud e oa moaien da gomz meur a yezh dindan ren ur riezstad.
Nevez 'zo eo kemmet an traoù : an hanter eus yezhoù pe parlantoù ar bed a steuzio en hor c'hantved : 3000 bennak.
N'heller ober netra dirak seurt emdroadur a zo stag ouzh an a-raokaat kalvezel. An dud n'int ket mui ken stag hag a-raok ouzh o farrez c'henidik hag e timezont alies mat pell eus o c'hêr. Ar gallo a oa, evel ar brezhoneg ur yezh stag ouzh ur gevredigezh plouezat kristen diwar ar maez a zo aet da get da vat ha na zistroio ket. Ar gallo n'he deus tamm diazez kevredigezhel ebet.
Ar goulenn a sav eo : daoust hag ar brezhoneg a gavo kent pell an diazez kevredigezhel-se he deus ezhomm pep yezh da zreistvevañ. An diazezoù gwirion nemeto a anavezan eo : yezh ar sul goude an oferenn, yezh ar parkeier etre an ozhac'hed kozh, yezh tud Allah's Kanan, Aita, kelennerien ar roudadoù kelenn divyezhek etrezo, ha kant familh bennak er gêr, ha setu holl.
Ar brezhoneg en deus ur chans (vihan) da zreist-vevañ evit un abeg dreist-holl : ur mennad politikel a zo stag ouzh ar yezh. Gant ar c'hevala SKRIVET hon eus n'eo ket graet e jeu d'hor yezh evit c'hoazh. Roparz Hemon ha re all a-raozañ ha war e lerc'h o deus labouret mat an douar evit ma c'hellfe dre voneur, diglorañ ar skol Diwan kentañ.
Ur mennad broadelour rik a vroude an holl dud se.

Gant rummad 68 n'eo ket sklaer an traoù ken, ret eo henn anzav. N'eus ken met ar garantez vro, da lavarout eo ar c'hoant da sevel ur gevredigezh dibar da Vreizh asamblez a gement a c'hello rein buhez d'ar yezh. Hag er chenver se ar yezh a vo ranko bezan ur benveg mat, unvan, pe e vo distaolet abred pe ziwezhat.
Kemer plas tamm ha tamm ar galleg eus ar Vro eo galvadenn ar brezhoneg, pe e krevo, evel ar gallaoueg. Benveg ar gevredigezh vrezhon arnevez eo galvet da vezañ. an Emsav eo an egin anezhi. Diwan unan eus he frammoù pennañ : plijet pe get, kement-mañ eo istor an Emsav. Follentez eo krediñ (pe ober van da grediñ ???!) e c'hellfe ar galleg hag ar brezhoneg kenvevañ e Breizh. An Divyezhegezh a zo bet ijinet gant Diwan er bloaz 1984 evit tremen lost al leue dre c'henou ar vretoned hag ar bolitikourien, a-benn gellout kreskin a galz niver ar skolidi. Me 'oa eno e Treglonou. Den ebet ne grede e konchenn an divyezhegezh en-dro d'an daol. Propaganda ne oa ken evit ma vefe degemeret gwelloc'h ar yezh. Etretant an dud o deus kredet en divyezhegezh hag ar brezhoneg en deus kollet e ster politikel, "broadelour". Met evit gwir emaomp en un hent dall : adpolitikelaat ar brezhoneg a zo d'ober a-benn gounid tachenn dezhan . Pa sellomp war hor c'hiz , gant SAB da skouer, eo anat ne vo gounezet netra evit ur yezh a eil renk digant Sarkozy. Deomp ni eo sevel hon unan ha gant ho arc'hant deomp ni ar gevredigezh vrezhon ha brezhonek a vennomp kaout evit Breizh. Evel-se e komze Roparz Hemon ha Youenn Olier. Ezhomm eus ar gallaoueg n'hon eus ket rak n'eo ket div gevredigezh vrezhone eo hon eus c'hoant da sevel, met unan evit an holl vrezhoned.

Rener Imbourc'h, Yann Mikael, a zo gallaoueger a vihanik, ha skrivagner en e barlant "Mitaweg", etre Gwilun ha Liger. Padal en deus desket brezhoneg ha desket mat ha ne laka ket an div yezh war an hevelep live tamm ebet : gouzout a ra mat eus petra 'zo kaoz pa gomzer eus "gallaouegoù".
Ma ! Pa welan ar gelaouenn YA oc'h embann gallaoueg hag an UBAPAR oc'h ober kement all evit ar bruderezh evit ar stajoù hanv brezhonek, pe c'hoazh SKOAZELL VREIZH oc'h ober kemend-all, kement-se holl a zo diwar un ideologiezh a ro d'an dud da gredin ez eus en un tu bennak ur gevredigezh c'hallaouek o c'hoiñ. Evit gwir ez eo diwar nerzh emsav ar brezhoneg e teu ar galloueg-se war wel, ha kement-se a ra gaou da skeudenn hor yezh : ar brezhoneg a c'hell dioueriñ ar galleg : ar gallaouaeg n'hell ket ha n'eo ket galvet da vezañ un deiz yezh an holl vrezhoned.
Hiziv an deiz en abeg d'ar gallaoueg, ar yezh voutin eo ar galleg.
Evit bezan lojik e rankit asantin e savfe DIWAN skolioù dre soubidigezh hollc'hallaoueg, evel maz eo krog DIHUN ar MORBIHAN da ober... Neuze e vo un taol fall-du evit gwir yezh vroadel Breizh.
Ma !
TG

Écrit par : T. Gwilhmod | 29/04/2008

Un nebeut linennoù bet skrivet e 2000 gant Youenn Olier (niv. 10 Kannadig Imbourc’h)
O degas a ran amañ rak anv a zo e-barzh eus ar gallaoueg ha stignañ a ra ar gudenn war an dachenn bolitikel, pezh a rebeched din da heul va fennad kentañ. Spi am eus e c'hello bezañ talvoudus da lod , a-benn gwelout sklaer diwar-benn ar gallaoueg, hag ivez diwar-benn tonkad ar brezhoneg.
Tepod Gwilhmod

"N'eus mui a sevenadur poblek e Breizh abaoe meur a zek vloaz"

Forzh penaos ez eo ret anzav n'eus ket da spiañ e vo tu da adsevel, a-barzh pell, ur stuzegezh unvan en Europa, nag e Bro-C'hall, nag e Breizh zoken. Trellet eo an emsaverion atav gant adsked ur stuzegezh poblek unvan ma oa lodek enni 90 % eus ar boblañs e derou an ugentvet kantved. Komz a reer c'hoazh hiziv eus sevenadur poblek e Breizh pa n'eus mui a sevenadur a seurt-se abaoe meur a zek vloaz. A-benn ar fin ne zreistpad koun ar sevenadur-se nemet dre an Emsav, a zo bet deraouet d'ur mare ma oa ar sevenadur-se en e greñv en hor bro. Hogen aner eo, moarvat, an dave a ra dezhañ an emsaverion, eus an tu dehou koulz hag eus an tu kleiz, dre ma oa kristen ar boblañs en he fezh er mare-hont, ken e oa kristen ivez ar stuzegezh hag ar sevenadur (e par an adeiladerezh, da skouer) ma oant perzhiek enno. A-benn ar fin ar stuzegezh kemeret war o c'hont gant an emsaverion a zo dinodet diwar un argemmenn eus prederouriezh kantved ar 'Sklerijennoù '. Ar 'Grèce', bet meneget gant Adsav, a zo digristen he diazezoù kefredel. Setu, n'eus sklaerder ebet ha ne c'hell bezañ sklaerder ebet, e-keñver feiz kristen, en tezennoù diogelet gant an emsav nevez.
Moarvat e c'hello Adsav bezañ talvoudus evit taliñ ouzh droukvesk ar mennozhioù a zo oc'h ober o reuz en emsav devoudel a hiziv, a venn bout renket en tu kleiz, en ur gevredigezh gall ha kornogat a fell dezhi bezañ araogelour. Hogen dre ma n'eus diskoulm ebet evit ar mare da lod kudennoù stignet ganto - evel gant ar strolladoù dehouelour all e Bro-C'hall hag en Europa (anat eo ne c'hello ket Haider en Aostria lakaat e talvoud ar steunv kinniget gant e strollad) - n'eus ket da c'hortoz e c'hellfe kemm saviad politikel Breizh en amzer-da-zont tost. (…)

"Diwar-benn enkadenn Diwan"

Ma lezer ar galleg da gemer e greñv e Diwan e vo koulz divodañ an aozadur rak diwar neuze en devo kollet e awen hag e reizhabeg. Da lavarout eo, c'hoarvezout a raio gant Diwan ar pezh a zo c'hoarvezet gant ar skolioù kristen e deroù ar bloavezhioù '60 p'int deuet da vezañ, war-bouez nebeut, skolioù laïk prevez, hep doare arbennik ebet. Kompren a ran e vo start ar c'hrogad a zo o c'hortoz ar vrogarourion vrezhon o deus da enebourion n'eo ket hep-ken ar Stad C'hall hag hec'h amaezidi eus an Deskadurezh Vroadel hec'h-unan, hogen ivez rannvroelourion a bep seurt o deus asantet a-viskoazh da ober eus ar brezhoneg ur seurt latin ha na ve miret nemet d'un nebeut istrogelled a sellfe ouzh ar galleg evel ouzh o yezh broadel nemeti. Rak an dalc'h a zo aze : daoust hag ar brezhoneg a zo hor yezh vroadel, hag hor yezh vroadel nemeti, pe hepken ur seurt trefoedaj, aet da get, forzh penaos, evel ar gallaoueg e-unan ? Daoust hag ar brezhoneg a zo hon araez pennañ da adsevel ur bobl nevez a vrezhoned mennet da zisteurel da vat istor ar vroad vourc'hiz c'hall a zo bet sammet warno, pe ez eo an emsaverion rannvroiz c'hall hep dezho ster piaouel ebet biskoazh, en ur ger gallaoued, a-vec'h un toullad oristaled a chom itik d'an traoù kozh, koefoù, dansoù ha ...trefoedajoù, a reont anezho gallaoueg ha brez-honeg ?
Eno emañ ar gudenn, hag eno hepken. Hogen evel ma tammverken uheloc'hik, bez o deus ar vroadelourion en hor bro da ziwall da gentañ ouzh al led-emsaverion a seurt gant re an UDB - a zispleg deomp bremañ n'emaint ket en Emsav - pe izili strolladoù gall a bep seurt, PCF ha PSF, a ra van da vezañ a-du gant ar yezh evit mougañ anezhi su-roc'h, anezho azeulerion ar Stad C'hall, ma n'eus ket, en o softj, er-maez anezhi, silvidigezh ebet; tud a ra, e gwirio-nez, eus ar stad-se un Iliz ha dezhi un istor santel. An idolennourion c'hall o deus klasket a-viskoazh distrujañ Breizh hag hec'h Emsav.

Youenn Olier

Écrit par : T. Gwilhmod | 30/04/2008

Salut Tepod : setu ho sonjoù displeget, mat tre. Me sonjoù din me a zo dishenvel, evel rezon. Gwelout a ran broioù e lec'h ma vez komzet meur a yezh : perak pas amañ ? Brezhoneg, galleg, gallaoueg, saozneg, turkeg, ha me oar me.
E-pad kantvedoù ha kantvedoù, e Breizh, ar brezhoneg, ar galleg hag ar gallaoueg a zo bet komzet hep lakaet unan ag ar yezhoù-se en arvar. Ar brezhoneg, hag ar gallaoueg, a zo lakaet en arvar dre dibaboù politikel resis (jakobinism..;), a c'hell bout chanchet.
C'hwi a well Bro C'Hall hag ar galleg evel enebourion Breizh, ho sonj eo, n'eo ket ma hini. Evidon-me, stourmiñ evit ar brezhoneg hag ar yezhoù rannvroel a zo ur stourm evit gwirioù mab den, ur stourm politikel ha sevenadurel evit lakaat an democratelezh da vont araok, e Breizh, e Frans, en Europa, ha c'hoazh.
Joa deoc'h
Christian

Écrit par : Christian | 30/04/2008

Karout a rafen astenn ar gaoz un tamm c'hoazh.
C'hwi a lavar ec'h anavezit broioù e-lec'h ma vez komzet meur a yezh. Me n'anavezan hini ebet e lec'h ne vefe ket unan eus ar yezhoù o kemer he c'hreñv war ar re all. An Alamaneg e Luksembourc'h ha Suis, ar Flamankeg e Belgia, ar Saozneg e Kembre Skos hag Iwerzhon, Ar Galleg e Breizh Elzas ha norz-Euskadi... Utopia n'emañ kont er bed-mañ. Un aozadur stadel a zoare a rank kaout pep kumuniezh vroadel a-benn derc'hel ha diorren he yezh fiaouel, anat-tre eo din.
Evelkent e c'hellfed ijinañ un doare Stad nevez a c'hellfe aotren d'ar broadoù bleuniañ dizanger evit ar re all. Me 'sonj din e c'hellfe un aozadur war Gornogeuropa hogen digreizennet-mik, reiñ an tu d'ar seikont yezh a zo en he c'hreiz bevañ.
Met se a zo hunvreal un tamm rak ur gudenn all a sav muioc'h mui abaoe 40 vloaz (ha 500 e Breizh), eo ez eus meskaj etre ar poblansoù wan an hevelep tiriegezhioù. Aboae 500 vloaz ez eus gallegerien niverus e kêrio Breizh Izel. Abaoe 40 vloaz ez eus tud arallouenn hag arallrelijion o vevan kichen ha kichen e Breizh. Muioc'h e vez komzet portugaleg ha Turkeg e Breizh eget brezhoneg.
Dre ma n'eo ket mui digemmesk ar gevredigezh e Vreizh, ken e kenver yezhoù, ken e kenver stuzegezh (kristenien, muzulmaned, dizoueidi), ken e kenver politikerezh ivez da heul, maz eo diaes empentiñ penaos ma Doue e c'hello an holl gumuniezhioù gwitibunan-se, ha pergen an hini a orin eus al ledenez-mañ tec'hout diouzh ar melting pot braouac'hus a zo o tistrujañ hon fivelezh tammig ha tammig, didrouz kaer, ha diboan : hep n'en em rentfe kont zoken eus se ar bolitikourion eus an Emsav e unan, a gav mat an enbroerezh arall europat en hor bro.
Moarvat, en ur gevredigezh hiniennelour ha kalvezel evel hon hini, ez eus tu da sonjal e c'hell meur a gumuniezh yezhel kenvevan war an hevelep tiriegezh. Sed ar pezh a reomp er pleustr. Un touell n'eo ken d'am sonj : ar melting pot a ra e labour e-keit-se. N'am eus diskoulm ebet gwirion d'ar gudenn, hogen stignet eo ganin da vihanañ. A-benn diskoulmañ ur gudenn e ranker he gwelout da vihanañ. Evidon-me, pell 'zo em eus graet an dibab da sevel tiegezh en un aergelc'h an digemmeskañ posubl ha da ginnig evel-se d'am gwreg ha d'am bugale un en-dro brezhonek ha kristen en o buhez pemdeziek. Evel-se e ra va bugale o c'hresk en un doare naturel gant ar brezhoneg da yezh, o c'houzout ez eus, un tammig pelloc'h ur bed gallek danvezelour andoueat a lazh ar vugale e kof ar mammoù, na fell ket dezhañ e ve bugale niverus en tiegezhioù, a ra brezel d'hon fivelezh... met na c'hell netra a-enep deomp e gwirionez keit ha ma vo ur gumuniezh vev ac'hanomp.
____
Evidoc'h stourm evit ar yezhoù 'rannvroel' a zo stourm evit Gwirioù Mab den, evit an demokratelezh. N'on ket sur e ve merket ar gwir se e diskleriadur Gwirioù mab den, hag, a fed demokratelezh c'hwi 'oar mat ez eo lezenn an hini krenvan war an hini gwanan. Ar gwir a-enep ar bed eo hor saviad deomp-ni, setu holl. Hoc'h arguzennoù n'am c'hendrec'hont ket rak re verr eo ur vuhez evit stourm evit ur yezh a eil renk a anvit "rannvroel" paz eo ken diazas e pep kenver evit ar gevredigezh m'hoc'h c'hoant bevan enni hag a zo anezhi dija e galleg. Koulz eo deoc'h mont gant ar yezh a zo hini ar gevredigezh a c'hoantait bevañ, hep klask dasorc'hiñ ur yezh a oa hini ur gevredigezh a zo aet da get penn da benn (hag a oa diazezet war benvonioù kristen dre-vras, na glotont ket mui gant ho re a vremañ).
Ober a raimp eta er bloavezhioù da zont ur stourm a gevret evit ma vevo ar yezh, c'hwi evit mirout ur yezh a vo komzet gant tud n'int ket dishenvel e mod ebet diouzh ar fransizien all, ha me evit sevel e Breizh ur patrom kevredigezh nevez, deneloc'h, awenet gant an Aviel, a vo atav gwelloc'h eget an hini a ginnig deomp ar Stad C'hall abaoe maz eus anezhi.
Ma digarezit evit va c'hlabouserezh ! Kement-se holl a oa da skrivañ evelkent.
Ken di sadorn di sul e Karaez marteze (ur stand eus Emglev An tiegezhioù a zalc'hin eno)
TG

Écrit par : T. Gwilhmod | 01/05/2008

Les commentaires sont fermés.