Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

31/03/2007

Perak e vehe ur yezh all geneoc'h ?

“Perak e vehe ur yezh all geneoc’h-c’hwi ?... War-dro dek vloaz zo em boa klasket da zisplegiñ d’ur vignonez din stad ar brezhoneg e Breizh. E Montargis (Loiret) e oan e chom d’ar c’houlz-se. Ar plac’h-se oa desket awalc’h, stummourez, hag ezel ag ar strollad sokialour (PS). Diaes oa geti kompren ar pezh a lâren met, moarvat, ne zisplegen ket mat an traoù dezhi. Setu perak he doa goulennet genin : “Met perak e vehe ur yezh all geneoc’h ?” (“mais pourquoi auriez-vous une autre langue ?”).

Ne m’eus ket mui soñj ag ar pezh m’boa reskontet dezhi ha ne 'm’eus ket mui darempredoù geti met ur mignon all, ur mignon kozh, Georges, a zo e chom e Sant-Sten (Saint-Etienne - Loire), en deus poan ivez e kompren perak emañ ken talvoudus ar brezhoneg evidon-me (ha pas hepken evidon-me). Georges a zeu bep bloaz da Vreizh da vakansiñ. Setu ar pezh eh on e vonet da zisplegiñ dezhañ...

“Perak e vehe ur yezh all geneoc’h ?” : ar pezh a oa, hag a zo souezhus barzh ar goulenn-se a zo an amzer implijet rak hon eus ur yezh all. Div yezh a vez komzet e Breizh izel abaoe kantvedoù ha kantvedoù, hag ar brezhoneg a veze komzet araok ar galleg. Memestra evit ar gallaoueg e Breizh Uhel. Ul liamm a zo etre ar Vretoned a Vreizh Izel hag ar brezhoneg, memes get ar re ha ne gomzont ket mui ar yezh-se. Perak ? Rak ar breton a veze komzet get muioc’h evit ur milion a dud hanter-kant vloaz zo c’hoazh. Rak ar breton a vez komzet amañ abaoe pemzek kant vloaz, ha marteze muioc’h : 1.500 vloaz, memestra...

Yezh-vamm ha yezh-vamm-gozh
Evel ur bochad tud a Vreizh em’eus div yezh : ma yezh-vamm, ar galleg, desket get ma zud. Hag ur yezh all : ar brezhoneg, desket genin rak ma zud n’hellent ket deskiñ ar yezh-se din. Ma zud kozh a gomze div yezh, razh.  Ar brezhoneg a zo, neuze, ma yezh a-orin, ma yezh vamm-gozh. Barzh ma zi 'm’eus kasedigoù get sonennoù enrollet daou-ugent vloaz zo get tad ma zad kozh, Pierre Thomas, ma zad-kuñv, ganet e fin an naontekvet kantvet e Plenuer (Ploemel, e-tall An Alré). Pierre Thomas a gane e breton, e yezh-vamm, hag un tammig e galleg. Met, e-mesk e vugale vihan, n’eus kazimant den ebet evit kompren ar pezh a gane Pierre Thomas. Hag e-mesk ma rummad din me, bugale e vugale vihan, kollet eo ar brezhoneg da-vat. Ha normal eo ?

Troc’het eo bet deomp hor yezh vamm-gozh. Ni a c’hell komz, ha lâret hor soñjoù memestra, met e galleg hepken... Hon tud kozh a gomze div yezh ha ni, nemet unan. Setu ar “modernité”, moarvat. N’hellomp ket mui kompren ar pezh bet enrollet get hon tud kozh, na lenn ar pezh a oa bet skrivet gete. Perak ? Perak n’o deus ket desket deomp o yezh-vamm ? Perak o deus difennet d’o bugale komz brezhoneg ?

Rak lakaet oa bet barzh o fennoù e oa gwelloc’h evit dazont o bugale dilezel o yezh-vamm ha deskiñ galleg. Setu perak tud ma zad a gomze breton etreze, met galleg d’o bugale... Dre fors bout lakaet ar brezhoneg er maez ag ar vuhez pemdeziek, ekonomikel, sokial, ha c'hoazh, ar brezhoneg a zo bet dilezet da-vat. N’eo ket ur yezh falloc’h evit ar re all. Tamm ebet. Ur yezh eo evel ar re all, met dindan gwask ur galloud a faote he distruj...

Troc'hiñ yezhoù, troc'hiñ teodoù
Ur mignon 'n eus kontet din penaos e vamm a faote dezhi komz brezhoneg getañ e fin he buhez; met digomprenapl oa evit he bugale-vihan...  Klask troc’hiñ ur yezh, lakaat an dispriz war an dud a gomz ar yezh-se, a zo torfedoù bras. Dre hon istor, dre hor familhoù, dre ar vro e-lec’h eh omp e chom, hon eus div yezh amañ. N’eus ket pell zo e oan e Batz-sur-Mer, e Liger Atlantel, e lec’h ma veze komzet c’hoazh breton araok ar brezel-bed diwezhañ. Echu eo. Ne chom ket nemet roudoù. Met ur bochad roudoù. Pa sellan doc’h stad ar brezhoneg e Krac’h, ma farrez a orin, heñvel a vo a-benn ugent vloaz marteze.  

Al lodenn vrasañ ag ar Vretoned o deus graet o soñj : dilezet o deus o yezh vamm-gozh. Tud a lâr e vehe re ziwezhat deskiñ brezhoneg rak ne vehe ket mui komzet brezhoneg e Breizh, ar pezh a zo faos. Un digarez eo : komzet e vez breton c’hoazh bemdez e Breizh get tud kozh ha tud yaouank, e kêrioù bras ha war ar maezioù. Tud er vro a gav gwelloc’h deskiñ saozneg, pe sinaeg... Perak pas ? Met dazont ar brezhoneg a zepant ag ar Vretoned. Pas dazont ar sinaeg pe ar saozneg...

Div yezh ‘m eus evel ur bochad Bretoned. Ur yezh-vamm hag ur yezh-vamm-gozh. Laouen on. Perak e vehe ret din dibab etre an eil hag eben ? Den ebet, stad ebet, iliz ebet, galloud ebet n'en deus droad da droc’hiñ ar yezhoù... nag an teodoù. E añv an doujañs e kenver an dud, hag e añv gwirioù mab den.

Esperañs m’eus e vin komprenet gwelloc’h get ma mignon Georges, a Sant-Sten, goude bout displeget an traoù-se dezhañ, e galleg, evel rezon. Ha ma n’on ket bet komprenet mat, e klaskiñ gerioù all.

Christian Le Meut

Commentaires

N'ouzon ket petra vez graet eus "inverser la charge de la preuve" e Brezhoneg. Me gav din e vefe mat hen ober gant ho mignon :-) Penaos emañ-eñ lakaet diaez gant ho tivyezhegezh ?

Evidon me e fell din bezañ Breizh dioutañ he-unan ha disheñvel diouzh broioù ha rannvroioù all.

Setu on a-du gant pezh a lar maodiernez ar Gaelic e gouarnamant Bro Skos , anezhi "travailliste" :
'The whole country would lose hugely, and not just the Gaelic-speaking areas with that tradition, but also the vibrancy it adds of having another language in our country. You don't have to be a Gaelic speaker to appreciate Gaelic music and song. It adds another dimension. We would lose a great opportunity as well to use Gaelic to market the country as being unique and different. I want to use everything in our heritage to market Scotland for tourism.'

http://news.scotsman.com/politics.cfm?id=462782007

Écrit par : yann | 14/04/2007

Les commentaires sont fermés.