15/08/2006
Karnag pe Arnaque ? Ker an ti kaer
Mard eh oc’h e klask ul lec’h evit monet da vakansiñ, kavet m’eus ar pezh a faota deoc’h. Ar “perle rare” evel ma larer ! Ha n’eo ket pell ouzhpenn : e “Karnak plaj”. Ya, tier ha ranndier a zo da feurmiñ pe da breniñ e Karnag. Un ranndi da skouer : 29 metrad karre. Bihan eo met aesoc’h vo da netaat ar sal bras, ar sal dour, ar “c’hitchenette” evel ma larer e galleg flour; ur parking a zo ivez. Tost bras d’an draezhenn : hanterkant metr : ar baradozh ar an douar ! Bon, emañ ret ar baradozh war an douar memestra : 165.000 euro. Da lâre eo war dro ur million ha kant mill lur memestra ! 5.700 euro ur metrad karre !
“Sell bihan war ar mor...”
Ya, met evit ar priz se, un dra dibaot po : c’hwi wellay ar mor ! Ya, ar mor bras Atlantel ! Met penaos ? Ne oa ket sklaer ar pezh a oa skrivet war ar gazetenn : “Sell bihan war ar mor”; “Petite vue sur la mer”. Petra a dalv an dra se ? Ret eo pignat ar an doenn evit gwellout ar mor ? Pe pignat war ur gadoer ? Pe gortoz ar gouiañv, ur wezh kouezhet deil ar gwez ? Ma m’behe un nebeut argant genin, n’ahen ket da breniñ ur voest sardined e Karnag plaj, ul lec’h trouzus ha leun a dud e pad an hañv hag get den ebet d’ar gouiañv, nemet spurmantoù hag otoioù polis a dremen da sellet doc’h tier ar vourrhision...
Nann; ur ranndi brasoc’h ha marc’hadmatoc’h (peder gwezh marc’hadmatoc’h memestra) m’eus en Hen Bont e lec’h ma wellan ar mor da vat, ha pas get ur “sell bihan” met dre pemp prenest bras memestra. Ha chanch a ra ar sell berped : div wezh bemdez ar mor a zeu d’ar c’hreisteiz, get ar chal, hag ar lerc’h ar Blanvoezh a za d’e dro, get an dichal. Ar mor hag ur ster d’un taol, kaeroc’h eo an Hen Bont evit Karnag, ha siouloc’h ivez.
Priz an tier, ar ranndier hag an douar n’eus kresket kalz abaoe c’hwec’h vloazh : pewar ugent dre gant ouzhpenn e Frans a bezh hervez ar “fondation Emmaüs”. Diaesoc’h diaesañ eo preniñ met ivez feurmiñ ul lojeriz. Karnag hag An Drindeg karnag zo e mesk ar c’humunioù keran e Frans a bezh.
Dispartiet met asambles...
Get prizioù ken uhel, ken ker, diaesamentoù nevez a zo, evel ar pezh displeget barzh ar gazetenn Liberation (4 a viz Mae). Muioc’h mui a dud dimezhet en em zispartiañ, tud get bugale pe hep bugale. Met n’hellont ket mui monet kuit ag o tier ur wezh bout dispartiet, a gaoz d’ar brizioù re uhel ! Ha setu tud dispartiet a zo e chom asambles er memes ti rak n’hellont ket paeañ daou di... Hag evit ar vugale se, diaes eo da gompreiñ ar jeu : “Ma zud a zo dispartiet, met e chom asambles emaint neoazh heb bout asambles da vat” ! Kement da goll an norzh !
Christian Le Meut
17:05 Publié dans Breizh/Bretagne, Brezhoneg/Langue bretonne, Buhez pemdeziek/Vie quotidienne | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Breizh forever !
Les commentaires sont fermés.