Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

17/08/2006

“What does “Kenavo” mean ?”

medium_centrebrit1110.jpgE 2005 m'boa dizoloet ur gazetenn savet e Breizh : “Central Brittany journal”, embannet e Kallag. Ar gazetenn vihan se a vez moulet bep mizh. Skrivet eo e saozneg get un tammig galleg a barzh, hag un nebeud gerioù e brezhoneg ivez... Doereieù a bep sort a vez kavet a-barzh evit ar Saozon a zo e chom e Breizh : penaos goulenn ur “carte de séjour ?”; penaos en em “zimerdiñ” get Frans Telekom; penaos fardañ ur gwastell ar roueed; ar pezh a zo da welet e kreisker Kemper evit mont da vale du-hont, ha pennadoù a ziàr-benn istoer Frans ha Breizh.Kavet vez ivez er gazetenn-se traoù é tenniñ d’ar sevenadur a zre man : kontadennoù a Vreizh troet e saozneg hag ur “quiz” get goulennoù evel-se : “What is cider made from ?”, get petra e vez graet sistr ha “What does Kenavo mean ?” (petra a sinifi “kenavo” ?)... “Central Brittany Journal” a vez gwerzhet e stalioù levrioù zo. He chomlec’h : BP 4, 22160 Kallag. Get ur gelaouenn sizhuniek all, ar Poher (Karaez), a vez embannet ivez, bep sizhun ur bajenn penn-da-benn e saozneg, hag unan all e brezhoneg.

Buhez ha begon kaset get an Anglezed
Miliadoù a dud a Vro Saoz a gav bourrapl donet da Vreizh ha prenañ tier aman. Marc’hadmatoch eo evit e Bro Saoz, ha bourraploc’h an amzer... Ul lod anezhe a chom a-hed ar bloaz, hag ul lod all a zeu e pad a nemet evit ar vakansoù. Klevet a rer Bretoned e klemm : keroc’h eo priz an tier hag an douar e Kreizh Breizh a-gaoz d’ar Saozon... Marteze, met e lec’hioù zo, ne oa ket mui den ebet e chom. A drugarez d’an Anglezed eo mand eo bet adsavet meur a di... Buhez ha begon a gasont e parrezioù deuet da vout diboblet.

Ar re yaouank a Greiz Breizh zo aet kuit peogwir ne oa ket mui kalz a labour... Mod se emañ, ha n’eo ket dre faot ar Saozon... Met kentoc’h dre faot ar bolitikerezh c’hoariet e Breizh abaoe 50 vloaz : an tourism e-koste ar mor, ha tachennoù bras, feurmoù bras, e Kreiz Breizh da sezav yer pe moc’h en ur mod “industrielle”. Koste ar mor ne vez ket aesoc’h kavout un ti da feurmiñ na douar da sevel unan. Ker-ruz eo deuet ar marc’had da vout. Ha nend eo ket d’ar Saozon e heller tammall an dra-se kennebeut. D’an dud pitaot, d’ar re o deus argant, ne lâran ket.

Harpiñ tud paour ar vro 
Ha neoazh e vehe ur moiaen da harpiñ tud ar vro hag a garahe chom eno. Ret e vehe d’ar c’humunioù preniñ douaroù ha lakaat sevel tier a vehe tu feurmiñ, pe memp gwerzhiñ goude, evit ur priz d’ar re a vez berrik an argant gete. Enezenn Arzh n’eus graet an dra-se ar bloaz paseet, da skouer, evit lakaat familhoù da zonet da chom er gumun. Ar skol oa edan serriñ du-hont, met n’eo ket bet serret, ha muioc’h a vugale zo ar bloaz man evit ar bloaz paseet. Un afer a volontez eo; ha sur eo eh eus tu tremen hep sevel evel-se seurt “ghettoioù” evit ar re binvidik d’an tu; “ghettoioù” evit ar re baour d’an tu all (pelloc’h ag ar mor); pe ghettoioù evit ar Saozon e Kreizh Breiz....

medium_cb2111.jpgUn dra all ne blij ket diñ : hiziv ar Saozon vehe kaos hon diaezamentoù. Aliez e vez klasket tud kablus, “bouc-émissaires” evel e larer e galleg, evit nompass sonjal pelloc’h. Re aes eo; ar “bouc émissaires” zo berpet ar re all. Met get piv, da skouer, a vez gwerzhet an douar hag an tier ker-ruz ? Get Bretoned, dreist-holl... Piv zo aet kuit a Greiz Breizh ? Ar Vretoned... Tud zo hag a soñj emañ ar Saozon é lakaat o c’hrabanoù àr hon bro-ni. Mechal a ouiet petra a sonje an dud a oa e chom en Armorik pa oa deuet ar Vretoned du-man, pemzek kant vloaz zo ? A Vreizh Veur e tae ar Vretoned. Habask, pasifik oa o doare da zonet er vro-man, evel ar re Saoz hiziv an deiz ? Pe taer ? Marteze, e oa bet bec’h etre ar Vretoned hag an Armorikaned... Piv ouar ? Tabut zo c’hoaz etre an istorourien a ziar benn an dra se !

Christian Le Meut*

* Sikouret on bet get ur mignon din evit skrivan ar pennad-se e brezhoneg, mersi dezhan (faota dezhan chom kuzhet!).

Les commentaires sont fermés.