Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

22/03/2006

Pannelloù divyezheg er Morbihan : galleg, brezhoneg... hag ar gallaoueg ?

E galleg, n’eus nemet ur ger evit lâr “langue”. Gwelloc’h eo e brezhoneg, daou ger zo : teod ha yezh. An teod a zo an tamm kig a zo barzh hor begoù evit distagiñ gwelloc’h. Hep teod, n’hellomp ket komz, na gan, na huchal, na lâr sotonioù, ar pezh a vehe domaj memestra.

Ar yezh zo un dra all. Hervez ar geriadur galleg Larousse, ur yezh a zo : “Un système de signes verbaux propre à une communauté d’individus qui l’utilisent pour communiquer et s’exprimer entre eux”. Kazimant razh ar yezhoù a vez savet tamm ha tamm, e pad bleadeù ha bleadeù, kantvedoù ha kantvedoù, evel ar brezhoneg a zeu ag ar “britonnique”, ar yezh a veze komzet gwezhall e Breizh Veur; hag evel ar galleg a zeu ag al latineg. N’eo ket ken simpl, e gwirionez, rak pep yezh e vez metised, keijet get yezhoù all. Ar galleg a zeu ag al latineg, dre vras, ya, met iwez un tammig ag ar yezh komzet get ar Galianed, ur yezh gelteg anezhi; hag iwez ag ar yezh a veze komzet get ar Franked hag a oa ur yezh germaneg anezhi. Ya, Clovis ha Charlemagne a gomze ur yezh germaneg.

Yezhoù all n’int ket bet savet get pobloù met get tud zo, evel an esperanteg, savet get ar c’helennour Zamenhof war dro 100 vloaz zo. E bal : sevel ur yezh nevez, simpl da zeskiñ ha da gomz evit lakaat an dud d’en em gompreiñ er bed a bezh met hep tapout plas ar yezhoù all.

Ar gallaoueg : ur yezh
Ha, ma komprenan mat ar pezh a zo displeget get ar geriadur Larousse, ar gallaoueg, hag a vez komzet c’hoazh e Breizh Uhel, a zo ivez ur yezh. Komzet vez, ha komzet veze, ar gallaoueg, get tud ag ar bobl, evel ar brezhoneg. Kar eo d’ar galleg, sur awalc’h, met ivez d’ar brezhoneg : tapet eo bet gerioù gallaoueg e brezhoneg, ha gerioù brezhoneg e gallaoueg.

Dipitet on, a wezhoù e klevout brezhonegerion larêt ne vehe ket ar gallaoueg ur yezh da vat met nemet un “dialekte”, un rannyezh... Laret vez an dra disprizius se a fet ar brezhoneg get tud all. Ha n’eo ket gwir : ur gwir yezh eo ar gallaoueg. Bez zo yezhoù all e Frans hanternoz, “langues d’oil” e vez graet ag ar yezhoù se, evel ar pikardeg, pe ar champenois, met ar yezhoù se a ya da goll. Ar pikardeg a vez komzet ha kelennet c’hoazh e Pikardi (sellit doc'h ar pennad embannet war ar blog man an 02/01/2006)...

Anvioù tennet a levrioù kozh Noe
A gaos d’an dra se e kavan un tammig a dreuz ar pezh a zo kroget abaoe un nebeut amzer er Morbihan. Votet oa bet get Kuzul an departamant lakaat pannelloù divyezheg, brezhoneg-galleg, e pep lec’h, e lerc’h ar pannelloù kozh, en departamant a bezh. Lakaet 'vez war ar panelloù nevez anvioù e galleg, evel rezon, hag anvioù e brezhoneg evit parrezioù zo e lec’h ma vez komzet c’hoazh gallaoueg. Hag an anvioù e brezhoneg, ankoueit abaoe pell, a zo bet kavet en dro barzh levrioù kozh Noé...

N’on ket a enep lakaat panelloù e brezhoneg e Breizh a bezh, e Naoned, Roazhon, ha c’hoazh. Met pas dre ret, pas e pep lec’h, ha pas e ankoueit ar gallaoueg. Setu neuze ar pezh e kinnigan : ma z’eus pannelloù galleg-brezhoneg e Breizh Uhel, lakomp ivez pannelloù divyehzeg galleg-gallaoueg, amañ, e Breizh Izel. Penaos vez lâret Pondi, An Oriant, Hen Bont, Gwened, e gallaoueg ? Kentelius vehe, ouzhpenn ! Met, ma vehe graet kement se e Breizh Izel, ni glevehe tud e huchal hag e huchal.
D’ho sonj ?
Christian Le Meut

Les commentaires sont fermés.