21/03/2006
4x4 : war er maezioù pe er c'hêrioù ?
Bez zo ar C’hat kat ag ar maezioù
hag ar C’hat kat ag ar c’hêrioù...
Met peseurt difor etre an daoù ?
Ur c’hat kat : gouiet a rit petra eo, al loen se ? “Quat’ quat’” e vez lâret e galleg. “Pewar pewar” e brezhoneg.
Muioc’h mui a bewared pewared a zo e kêrioù bras. Louzet vez muioc’h an aer gete evit an otoioù bihanoc’h. Tapet vez gete muioc’h a blas evit an otoioù all... Danjerusoc’h int evit an dud a ya war droad pe war marc’houarn. Met kalz a vern, gwerzhet ‘vez muioc’h mui a bewared bewared... He pec’hed eo, gwellout otoioù ken bras e kerioù, e lec’h ma ne servijont da netra, nemet da enmerdein an dud. Ha trist eo, buhez ur c’hat kat pell ag ar c’hoadoù, pell ag ar fank, pell ag an natur...
Tud Lille, tud fin
Setu perak tud zo, e Lille, o deus bet truez e wellet an otoioù se ken pell ag an natur. Ur sonj zo deuet gete : kas fank d’ar paour kaezh otoioù se. Ha setu, da nozh, lakaet vez ar fank blazus war ar bewared pewared chomet er maez get tud a chom kuzhet un tamm. Na brav ha laouen int, an otoioù se, e klewout en dro blas ar fank warne. Ur sort “fankothérapie” vat evit kat-katroù shueh da vout e chom e kerioù bras... Degaset int a varv da vev mod-se. N’eo ket distrujet na graet netra fall get an dud se anvet “lecollectifpourlebiendes44”. Nann, lesket ‘vez gete ur gerrig evit war an oto evit displegiñ an traoù d’ar perc’hennour. “Ne vez ket lakaet ur c’hi Husky barzh ur ranndi, ne vez ket lakaet ur pewar-pewar e kêr” a skriv tud ag ar strollad se.
Hag er maezioù ?
Ya, ar c’hêrioù bras n’int ket evit ar bewared pewared, hag ar maezioù ?
Berped e vezan souezhet get ar re a lâr e vourront ar maezioù, ar mennezhioù, ar mor, met n’hellont ket monet di sioul ha didrouz, war droad, war marc’houarn. Nann, ret eo dezhe monet d’an natur get ur c’harr, ur moto, hag all... Mod se ne vez ket klevet al laboused a zo aet kuit, spontet get an trouz. Klevet vez kan an otoioù, kan ar gevluskerion ha blaz an esans. Nag ur blijadur.
Dalc’het peus c’hwi sonj marteze, ag an dud oa bet e pourmen e Park an Arvorig get o Fewared-pewared, mizioù zo. Ha setu, minnojenoù distrujet get an otoioù se re vras... Met tud ag ar park ne oant ket kountant anezhe hag o doa douget klemm. Paotred ar bewared-pewared oa bet kaset d’al lezvarn ha tamallet da baeañ un amend. Gwell a se !
Trist eo da laret met n’eus ket plas evit ar Pewar pewar nag er c’hêrioù nag war er maezioù. En ur mirdi, moarvat, un deiz bennak evit diskouezh d’hor bugale penaos hon eus louzet ha saotret an aer get kirri bras ha ne servijont ket da netra nemet d’en em gavout ha da foenval. Ha piv a baeo ar priz? Hor bugale, m’eus aon, ha ni iwez.
Christian Le Meut
collectifpourlebienetredes44@no-log.org
11:11 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne, Buhez pemdeziek/Vie quotidienne, Endro/environnement | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Bretagne forever !
Les commentaires sont fermés.