09/04/2006
Akordans mod kanak*
Triwec’h vloaz zo, bec’h ha trouz oa er C’haledonia Newez. Ar vro se oa tost d’ar brezel sivil. En Ouvea, un enezenn vihan, ti an archerion oa bet aloubet, get stourmerion kanak. Ne oa ket ar wezh gentañ met, an deiz se, an traoù o doa troet fall : pevar jandarm oa bet lazhet gete, hag ar re all kaset barzh koadoù Ouvea betek ur groh anvet Gossanah... Hag an arme oa deuet diouzthu evit digabestreiñ ar jandarmed.
An afer se oa e 1988, just etre tro kentañ hag eil dro an dilennadegoù evit dibab ur prezidant nevez. Mitterrand oa prezidant dija, hag war ar rank evit bout dilennet ur wezh all, ha Jacques Chirac ministr kentañ, oa war ar rank ivez. Just araok an eil tro, goulennet oa bet get an arme da fardein war ar re gKanak. Razh anezhe oa bet lâzhet, da lâret eo 21, ha daou soudard oa marv ivez barzh ar c’hrogad...
Emglevioù Matignon
Spontus oa an traoù met, benn ar fin, Mitterrand oa bet dilennet prezidant en dro ha Michel Rocard anvet ministr kentañ e lec’h Jacques Chirac. A gres da Rocard oa bet sinet emglevioù “Matignon” un nebeut mizioù ar lerc’h etre pennoù bras ar re wenn, ar Galdoched a vez graet anezhe, ha pennoù bras ar re Kanak, Jean-Marie Tjibaou ha Yeweiné Yéweiné... Ur referendum oa bet savet get ar gouarnamant; hag ar Franzision oa votet evit emglevioù Matignon. Tjibaou oa deuet e Frans hag e Breizh, e Roazhon, da gemer pezh en emvodoù bras da vrudiñ emglevioù Matignon.
Ha setu deuet en dro ar peoc’h e Kaledonia Nevez. Ar vro se en em zistagay a Frans un deiz bennak, mard eo a du he fopl, pe pas... Met Jean-Marie Tjibaou ha Yéweiné Yéweiné oa bet lazhet en Ouvea, ur blead war lerc’h, get an den all, Djubelli Wéa, penn bras ur meuriad ag an enezenn se... Tjibaou ha Yéweiné oa deuet da Ouvéa evit inouriñ an dud marv ur blead araok... Ne ouiomp ket perak n’doa graet an torfet se Djubelli Wea, rak lazhet oa bet doc’htu ivez get ur polisour kanak, Daniel Fisdiépas. Kri eo an istor. Met n’eo ket echu.
“Perak pas ?”
E miz mezheven 2005, dek miz zo neuze, un emgav oa bet savet el Larzac get intanvezed Tjibaou, Yéweiné ha Wéa. Ar pall ? En em bardoniñ hag en em glevout en dro. Ar re se zo tud ag ar memes pobl, memes familhoù bras. Met poan oa gete : get tiegezhioù Tjibaou ha Yeweiné, poanius oa pardoniñ; ha get tiegezh Wéa, poanius oa bout dizonoret ha gwellet fall get re all. Ar familh Wéa an hini oa n’doa goulennet get an intanvezed, Marie-Claude Tjibaou ha Nhadrune Yéweiné, d’en em glevout en dro. “Perak pas, doa reskontet” an div intanvez, “mard eo hor bugale ha razh hor familhoù koutant”. Emvodoù, tolpadennoù oa bet savet e pad bleadeù evit komz, en em selaou unan doc’h egile, ha c’hoazh. C’hwec’h kant den n’eus kemeret pezh er jeu.
Sikour oa bet roet get tud ag an ilizioù ha get kumunioù iwez. Met ar mediaoù zo bet lesket er maez. Skinwell ebet, enrolladur ebet, kazetenner ebet. Ha politikourion ebet ivez rak “an afer a familh oa, pas a bolitik”, a skriv Jean-Baptiste Libouban barzh ar gelaouenn Alternatives Non-Violentes, e lec’h m’eus lennet an istor se.
Un tolp el Larzac
Setu an intanvezed bodet e kreizteiz Bro Frans, el Larzac, ar bloaz paseet, e miz Mezheven 2005, get ar polisour en doa lazhet Wéa, Daniel Fisdiépas, deuet da vout maer kumun Hienghène hiriv an deiz. Hag an intanvezed d’en em bardoniñ dirak tud ag al Larzac, mignonned d’ar re Kanak abaoe pell evel José Bové, Louis Joinet, bet kuzuler Michel Rocard evit emglevioù Matignon, François Roux, advokat ar re Kanak, Stéphane Hessel, ha c’hoazh. Graet oa bet o sonjoù get an intanvezed ha get o familhoù d’en em glevet en dro, d’en em bardoniñ, daoust d’an dud lazhet, evit monet araok ha, marsen, evit sevel asambles un dazont bravoc’h d’o bro.
Christian Le Meut
* Ar ger “kanak” a zo digemm, ne chanch ket (invariable).
Alternatives Non-Violentes, kelaouenn trimiziek, n°137, 12 *€, un niverenn a bezh a ziout “Les défis de la réconciliation”. ANV, centre 308, 82 rue Jeanne d’Arc, 76000 Rouen. Tél : 02.35.75.23.44.
anv.revue@wanadoo.fr
12:44 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne, Didaerded/Non-violence, Istor/Histoire | Lien permanent | Commentaires (2) | Tags : Bretagne forever !
Commentaires
" Ar ger “kanak” zo digemm " :
A ya ? Eus pelec'h e teu ar reolenn-se ? Rannyezh Ouvea ? ;)
Mod all eo a-bouez ho pennad evit degas soñj eus an afer-se !
Écrit par : Bertrand Deléon | 09/04/2006
Skrivet eo barzh "Alternatives non-violentes" : "Selon le souhait des Kanak, nous écrivons le mot avec deux k et il reste invariable"; bez zo un doare all da skrivañ Kanak : "Canaques", mod galleg kentoc'h. N'on ket evit displegiñ pelloc'h an traoù...
Écrit par : christian | 10/04/2006
Les commentaires sont fermés.