Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

14/04/2006

Ur gKIK hep fars !

Manifestet m’eus meur a wezh a enep d’ar CPE, Kevrad Implij Kentañ e breton da lâred eo “KIK”. “Kik” hep fars, neuze ! Bourrapl oa rak tud a bep sort oad a oa e vanifestiñ. Krennarded adal pempzek vloaz betek tud ar o leve, ter, peder pe pemp gwezh kozhoc’h. A gres d’an aotroù Villepin, razh ar rummadoù oa asambles er straedoù ec’h ober un dra a stroll : skarzhiñ ar “gKIK” ! Ha deuet omp a benn !

E Gwened e oan d’ar pewar a viz Ebrel. Ur bochad tud yaouank, liseidi ha studierion, oa e penn ar vanifestadeg. Begon ha youl gete, sirius evit al lodenn vrasan... Met un nebeut anezhe a oa e evet banneoù bier pe gwin gwenn, da vintiñ. Meur a wezh m’eus gwellet an dra se e pad ar vanifestadeg se... Da greisteiz e oan e tebriñ barzh un davarn e kreisker Gwened, e plasenn ar ti ker. Un den yaouank, war dro seitek vloaz, a oa astennet ar ar glazenn, e kousket, heb fichal. Ankeniet e oan un tammig : ar paotr yaouank se oa mezw, mezw dall. Dislonket n’doa div wezh ha, benn ar fin, ar bomperion oa deuet d’her sikouriñ ha d’her c’has d’an ospital, ha gwell a se : lonkiñ pe manifestiñ, ret eo dibab memestra.

“Nann da gaoc’h Colbert !”
Pa oan me lisead e vanifesten ivez. Met, pemp bloaz arnugent zo, gwelloc’h a oa an traoù moarvat, ha n’hor boa ket kalz a dra da c’houlenn, nemet da glemm a fed ar boued a veze roet deomp er gantinenn ! En Oriant oan, el lise Colbert, hag ur wezh erruet an nevez amzer, begon oa ganeomp ni, liseidi, evit mont da vanifestiñ, da zibuniñ, betak an is-prefeti. Ha setu ni, pewar c’hant, pemp kant, e vont kuit ag al lise da gerzhet barzh straedoù an Oriant e huchal “Nann da gaoc’h Colbert !” (“Non à la merde de Colbert”)...

Met ar vanifestadeg a yae ar vihanaat tamm ha tamm : liseidi oa a chome da evañ un tasad barzh un davarn bennak, reoù all a zistroe er ger, pe a yae d’ar sinema... Hag ur wezh erruet, ni oa hanter c’hant dirak an is-prefeti, e huchal c’hoazh... N’ouion ket mard e oa bet gwellaet ar boued servijet er er gantinenn lise Colbert a gres d’hor manifestadegoù...

N'int ket nec’het evit netra, ar re yaouank !
Hiriv an deiz, ar re yaouank a zo gete abegoù talvoudusoc’h da vanifestiñ ! Ankeniet int a gaos da lezennoù nevez (CNE, CPE ha c’hoaz”h) a chanch gwirioù al labourision, ar re c’hopret. Bez zo dija an interim; ar CDDioù a vez implijet kalz, hag un tammig re, get an embregerezhioù; al labour a zarn (“partiel”) : muioc’h mui a dud a vez gopret a -zarn, met ar gopr a zo a-zarn iwez ! Bez zo c’hoazh al labour a zarn hag “annualizet “: gobret oc’h da labourat kant pe daou gant devezh e korf ur blead ha ne labourec’h ket d’un doare ingal met hervez doberieù an embregerezh... Nebeutoc’h a gargoù sokial e vez paeet get an embregerezhioù a implij tud e amzer a zarn... Gounezet vez mod se argant get ar pennoù bras, pet pas kement se get al labourision.

Bez zo iwez tud a labour evit netra : ar stajidi. Stajoù dibaet, e pad ur miz, daou viz, tri miz. Ur bern studierion a labour mod-se e pad bleadoù ha bleadoù... Anavet vez gwelloc’h gete bed al labour, sur awalc’h, met n’hella ket padout re bell memestra.

Bout “soupl” ha “flexibl”
Tud a lâr ne vehe ket “soupl” awalc’h an dud e Frans : n’on ket a du. Abaoe pemzeg vloaz al lezennoù zo bet chanchet, ha “flexibl”, evel ma larer, omp ni. Muioc’h mui a dud a zo “flexibl” ha “soupl” barzh o labour. Muioc’h mui a dud a vez paeet fall iwez. Penaos en em dennañ get un hanter “smig” ? Ha goulennet eo d’ar re binvidik, d’ar re bitaod, bout “flexibloc’h” pe “souploc’h” ?
Ouzhpenn se, hervez ar gazetenn saoz “The Economist”, merchet barzh “Courrier international” (06/04/2006), al labourision a Frans a labour a feson : “La productivité horaire des Français est plus élevée que celles des Américains”, a skriv The Economist... Memestra !

Laret veze get ar re yaouank : “Nann d’ar CPE, ya d’ar CDI”, pe ur CDI evit an holl”... D’am sonj, goulenn an dra se zo monet re bell memestra. Ur bochad tud n’o deus ket CDI ebet, evel ar gonverzanted, al labourision douar, ar vedisinourion, tud a zo e penn o stalioù. Hag ur CDI a c’hell bout troc’het ivez... Met ar CPE oa ur gevrad ouzhpenn evit hor gwaskiñ un tammig muioc’h.

Ar CNE (Kevrad implij nevez) n’eo ket bet skarzhet anezhi : hag e vehe laouen an aotrou De Villepin, ma vehe e vab gobret get ur CNE ?
Christian Le Meut

Commentaires

ur fars penn da benn eo istor ar c'hKIK

Écrit par : blogosser | 18/04/2006

Les commentaires sont fermés.