Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

29/11/2005

Kan ar bobl e don ar c'hourt

Ur fjord oa e porzh an dachenn : ur fjord, da lâret eo ur sort jao bihan, ur poney bras ha graet vez graet “fjord” ag ar sort ronsed se. Hennezh a doste d’an dud hag a binse o divrec’h evit bout moumounet gete...
Ur “marans” oa ivez en dachenn-se. Ur c’hog “marans” a vez graet ag ar sort kog se met n’eo ket “marrant” anezhan tamm ebet, na fentus, na farsus : fardeiñ a ra ar ar yer, hag int da vout gloazet getan. E vestrez a faote dezhi her lakaat en e doull, met ne oa ket posupl. Ar c’hog zo chomet war an doenn e pad an noz...

Broioù ebet evit ar c’han
Bez oa ivez daou ugent den daet d’ar ferm se, e parrez Brec’h, da selaou prezegenn Jorj Belz a ziout ar sonennoù poblek a Vreizh... Savet oa bet an abadenn se e pad gouélioù bras “Douar Alre”, e fin mis Gouel Mikael, get ar gevredigezh Sten Kidna-komzomp asampl. Abaoe pell Jorj Belz a zastum sonnenoù kanet er vro-mañ. Sonour eo, ha kanour ivez er strollad An trouzerion. Deuet oa get ur yoc’h kasedigoù a bep sort. Ha setu penaos hon eus selaouet sonnenoù ag ar vro kanet  get tud dishenvel hag e doareioù dishenvel. Hervez Jorj Belz n’eus ket a vroioù evit ar sonennoù, evel ma z’eus evit an dans, ar yezh pe ar gwiskamentoù... Nann, n’eus ket broioù ebet, pep hini a gane, hag a gan, reve e c’hoant, e spered hag e vouezh... Ur sonnen a c’hell bout sonet ha kanet founapl, buan, pe  difonnoc’h. Klevet hon eus ur sonnen vrudet “Me zo ganet e kreiz ar mor”, kanet d’an doare opera get ur sort Kastafiore a Vreizh, met ne ouie ket komz brezhoneg anezhi ha distaget oa hor yezh a dreuz geti memestra.

Gwezhall e veze desket ar sonnenoù e selaou hag e kanal. Gwerzhet veze folennoù lec’h ma veze embannet ar c’homzioù hag an ton, met tud ar bobl ne ouie lenn ar sonerezeh (nag an testennoù ivez alies bras). Komzioù ha tonioù a valee mod-se hag a chanche hervez al lec’hioù hag ar prantadoù. Lakaet veze ivez tonioù dishenvel war ar memes komzoù; pe chanchet veze an destenn, ha c’hoazh. A gaos d’an dra se e kavomp doareieù dishenvel da gan ha da son ar memes sonnen hiriv an deiz c’hoazh. Memestra e eo  galleg get sonenoù poblek. Met chanchet eo bet an dra se hiziv an deiz a gaos d’ar binvigoù sonerezh ha d’ar magnetofone.

Penaos kaniñ “Kanomp Noël” ?
Ar c’hantik brav  Kanomp Noël a oa bet embannet get Loeiz herrieu, barzh ha labourer douar en Hen Bont. Hag e zoare zo daet da vout kazimant an doare nemeti da gan ar c’hantik se hiriv an deiz, tra ma z’eus doareieù all, founaploc’h lakoomp, evel ar pezh a veze graet get tad ma zad kozh, Pierre Thomas, e Plenuer. Roet oa bet skouerioù all get Jorj Belz : un ton daet a Baris kant vloaz zo ha klevet e Karnag, oa daet da vout  ur “c’has a barzh” get komzoù e brezhoneg ! Hervez Jorj Belz e veze lâret get ar re gozh “an dro daou ha daou” ha pas “kas a barzh” : ar feson se da gomz zo bet savet er bleadeù tri ugent hervez ar prezegenour...

Manau hag an tri martelod
Dek vloaz zo ur strollad a Baris, anvet Manau ’doa lakaet komzoù galleg war ar sonnen “Tri martelod yaouank”, komzioù pell ag ar pezh lâret e brezhoneg. Berzh oa bet gete, millionoù a bladennoù gwerzhet... Sonerion a Vreizh oa, o doa en em savet a enep d’an dra se, met graet vez gete d’ar memes mod, benn ar fin. Tonioù ha komzioù hengounel, poblek, a vez sonnet ha chanchet mod se a hed an amzer abaoe kantvedoù ha kantvedoù...

Ar sonnenoù n’int ket graet nemet evit dañsal : ar c’homzoù zo talvoudus, pouezus bras ivez ! Selaouet hon eus un den a gane e pad ar C’han ar Bobl, pell zo. Hennezh doa savet ur sonnen a enep beleion e barrez... Kroget en doa da ganiñ, trankil ha sioul, met ar paotr a rahe ar dro ar mikro ne oa ket evit klevout ar pezh a lâre ar c’hanour. Setu hennezh da vont fonnaploc’h tamm ha tamm, ha da vout troc’het get an teknikour kounaret ! Bec’h zo e Bro ar C’han ar bobl a wezhoù. Skrivet vez mod-se sonennoù get tud ar bopl abaoe pell zo. Ar sonnenoù se zo ur sort “lennegezh dre gomz” kaer ha talvoudus tre evit hor yezh hag evit kompreiñ hon istoer, taol spered ha buhez hor gourdadeù. N’int ket da vout dispriziet evel ma veze graet gwezhall...

Bourrapl oa bet an nozh se : ar c’hog “marans” zo chomet trankil ha didrouz. Gwell a se. E fin an abadenn, ar fjord n’doa tostaet c’hoazh d’an dud a oa e vont kuit evit bout moumounet en dro.

Christian Le Meut

Les commentaires sont fermés.