27/11/2005
Dour dour, an amzer !
Tommoc’h tomm eo an amzer. Un derez tommoc’h abaoe kant vloaz e Frans, ha muioc’h evit ar c’hant vloaz ma za : war dro tri derez ouzhpenn... Er menezhioù bras, evel en Alpoù; en Artik hag en Antartik, ar skorn e teuz evit dont da vout dour dous... Hag an dour dous se en em geja get an dour sal e morioù bras... A gaos d’an dra se ur risk a bouez zo evidomp-ni, en Europa kornog. Ar Gulf Stream, ar ster tomm a zo en Atlantel hanternoz, a c’hell bout arrestet, arsavet get an dour dous se, ar pezh ne vehe ket mat evidomp-ni. Tomm awalc’h eo an amzer amañ, e Breizh hag en Europa kornog, a gres d’ar Gulf Stream. Ma vehe gwanoc’h hennezh e chanchehe ivez an amzer amañ un tammig evel an amzer a zo e Bro gKebek : gouiañv hir ha yen spontus, hañv berr ha pounner, pouk spontus... Kreskiñ a ra ivez live ar mor, ar pezh a zo arvarus bras evit an dud a zo e chom war an aod hag en inizi.
Dour ag an Antartik
Un arzour ag ar Stadoù Unanet, Wayne Hill, a faote dezhan diskouez d’an dud pegen danjerus eo chanchamentoù an amzer. Lakaet en doa dour ag an Antartik, sanset, barzh ur voutailh blastik ha skrivet en doa warni : “Arm a c’hell distruj kalz”, “arme de destruction massive” e galleg. Hag ar voutailhad-se oa bet lakaet war un daol vihan e mezk oberennoù arz all, livadurioù ha kizelladurioù. Ya, kar hervez Wayne Hill, ar voutailhad dour-se oa un oberenn arzh hag a dalve tri ugent mill euro memestra ! N’ouion ket mard eo brudet an den-se, met bon, ker oa un tamm evit ur voutailhad dour ag an Antartik ! Arzourion zo en em gava memestra !
Met bremañ, ne dalv ket mui netra an oberenn arzh peogwir emañ bet laeret se an hañv paseet. Lakaet oa bet an “oberenn” se e mesk oberennoù arz all a vremañ staliet e Devon, e Bro Saoz. Ha setu kemeret ar voutailhad ha, moarvat, lonket an oberenn arz ! Aet eo kuit an torfetour hep goulenn e begement... Ha, marteze, hep gouiet pegement a dalve ar pezh lonket getan ! Ha mat eo da evañ, dour ag an Antartik ? N’ouion ket, met mechal a ouiet pegement a dalvehe un titich, ur banne pisejenn, daet ag an Antartik ha lakaet en ur voutailhad plastik, Hervez Wayne Hill...
Christian Le Meut
21:01 Publié dans Arzoù/Arts, Breizh/Bretagne, Brezhoneg/Langue bretonne, Endro/environnement | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Bretagne forever !
Les commentaires sont fermés.