21/11/2005
An archerion hag ar baobab
N’eus ket pell zo e oan e vonet en dro d’an Hen Bont, e lec’h eh on e chom. War bali ar Republik e oan, ha petra m’boa gwellet ? Ur baobab war ti an archerion, ti ar jandarmed ! Nompas ur baobab da vat, ur wezenn, met ur baobab treset. Bizkoazh m’boa gwellet tresadennoù war ar vangoerioù-se ha souezhet oan. Ne oa ket un tag met ur pub, ur vruderezh vras evit ur stall e lec’h ma vez gwerzhet traoù al liorzh. Ar panel bras spontus se oa bet lakaet, hag a zo c’hoazh, tost tre da di an archerion, met pas warnan, just a goste, barzh liorzh o voisined...
Difennet eo lakaat bruderez ar vangoerioù tier an archerion d’am sonj. Sonjit ta : ar jandarmed sponsoriset get markoù zo : alkohol, gwin, butun pe kirri-tan. “An torfetourion a vez tapet hag arrestet buanoc’h a gres d’an otoioù Truc”; nag ur vruderezh a feson ! Pub vez lakaet un tammig partout bremañ, muioc’h mui, met pas c’hoazh war savadurioù publik ha gwell a se...
Bruderezh war un oto
Bon, ar jandarmed a chomo divruderezh c’hoazh en Hen Bont, ar pezh n’eo ket gwir evit an CCAS... Ar Centre communal d’action sociale... E penn kentañ ar bloaz mañ oan bet souezhet ivez e wellet un oto mont ha dont dirak ma zi (ma ranndi evit bout rezis), get ur bern pub warni. Anv ur stall bras brudet skrivet warni, ha markoù all ivez... Hag ar c’har-se a arreste e ti amezeion din bemdez da gas predoù ... Souezhus oa. Un tammig goude m’boa komprenet an traoù. Lakaet oa bet bruderezh war ur c’har-yenerezh, un oto get ur frigo, bet prenet get ar CCAS. Hag a gres d’ar pub se e vo paiet an oto-se a benn un nebeut bleadeù...
Kaer eo met bremañ e vez gwellet bemdez an oto divalav se e vonet hag e tonet er stradoù an Hen Bont. Kaset vez bemdez boued d’ur bochad tud mod-se; ouion ket mard int laouen, ar re se, bout kaset dezhe o fredoù get un oto livet evel se ha remerchet get razh an dud ag ar c’hornad ! Kaset vez ivez boued d’ar skolioù get ar c’harr se. Ha setu bruderezh e vonet barzh ar skolioù, ar pezh a zo difennet, d’am sonj, met pas en Hen Bont... Ti ker an Hen Bont ‘vez dalc’het abaoe pell get tu a glev, kommunisted ha sosialisted. Ne seblantont ket bout chalet kement-se e wellet ar vruderezh-se. Ha perak pas lakaat pub war ar vangoerioù kreñv pe war ar vazilikenn evit kas argant d’o c’hempenn ?
An "deboulennourion"
Gouniet eo bet un tammig argant get ar CCAS a drugarez d’ar pub se, met gouniet eo bet plas get ar pub e straedoù an Hen Bont, ar pezh a gavan domaj. Rak muioc’h mui a vruderezh e wellomp e pep lec’h. Lec’hioù zo a zeu da vout divalav a gaos d’ar panneloù bras lakaet e pep lec’h, war an tier, el liorzhoù, war ar maezioù...
Tud zo o deus savet ur strollad nevez evit sevel a-enep d’an dra se : “Strollad an deboulennourion”, le “collectif des déboulonneurs”, a vez graet anezhe. O fall : lakaat ar gouarnamant da chench lezennoù zo evit bihannat ar pannelloù bruderezh, nompas lakaat re a bannelloù en ur gummun, ha c’hoazh... Ar strollad se a c’halv an dud da livañ, da “varbouillañ” pannelloù pub zo en o c’hornad. O feson da stourm a zo er maez ag al lezenn hervez doare an “désobéissance civile”. Ma faota deoc’h gouiet pelloc’h, c’hwi hell skrivañ d’ar Collectif des déboulonneurs, 24 ru Louis Blanc 75010 Paris.
Un tammig nebeutoc’h a vruderezh barzh hor buhez pemdeziek ne rahe ket droug deomp, me lâr deoc’h...
Christian Le Meut
Lec'hienn : deboulonneurs.free.fr
07:15 Publié dans Breizh/Bretagne, Brezhoneg/Langue bretonne, Buhez pemdeziek/Vie quotidienne, Endro/environnement | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Bretagne forever !
Les commentaires sont fermés.