Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

19/11/2005

Levr nevez : Eil derez

Setu ul levr nevez embannet get Keit vimp bev, evit ar grennarded, skrivet get Gi Bideau, e gwenedeg... Bourrapl eo, n’eus ket kement se a levrioù embannet e gwenedeg. Tri ugent pajenn zo. Istoer ur verc’h yaouank, Anna ar Borgn, ur verc’h a feson, jentil hag a zesk mat er skolaj... Dispartiet eo he zud, Mari, he mamm ha Yann, he zad. Yann zo un den trist awalc’h, tapet get poan spered alies, met karet get e verc’h memestra. Chomet eo en e unan goude an disparti, met Mari zo aet get un den all, Mark...
Un deiz he zad a bellgomz da Anna. Laouen bras eo, ar pezh n’eo ket bemdez: ur dra nevez ha souezhus n’eus da lâret d’e verc’h, met ur souezhadenn eo, ha ne lâr ket netra da Anna doc’htu. Ret vo gortoz o emgav kentañ, e fin ar sizhun... Ya, met an deiz ar lerc’h emañ kavet Yann marv en e di... En em lazhet en deus e tapout re a louzou ! Trist eo Anna met n’hella ket krediñ anezhi en deus en em lazhet he zad...
Ya, met, mard emañ bet lazhet Yann, perak ha get piv ?... Doérieù all zo ar sizhun se : un den n’eus gouniet el loto e memes ker e lec’h m’emañ e chom Yann ha Anna ... Hag ur mignon da Yann eo ! Anna a grog da furchal ha petra vo kavet geti ? Ne z'in ket pelloc'h. Deoc’h c’hwi da lenn : Eil derez... Ur romant a blijo ivez d’an tud a vour dezhe ar matematikoù !

Eil derez, Gi Bideau, embannet get Keit vimp bev (29250 Laz - 02 98 26 87 12), 5 €.. Kavet 'vez al levrioù se er stalioù zo (Lenn ha dilenn e Gwened, Koop Breizh An Oriant...).

En français : petite note sur "Eil derez" (second degré) un livre en breton qui vient de paraître à destination des adolescents brittophones (parlant breton). Depuis vingt ans les écoles bilingues se sont développées, mais les enfants évoluent souvent dans un univers uniquement francophone hors de l'école. Le breton, langue interdite à l'école pendant près d'un siècle, devient pour eux la langue scolaire, avec ses contraintes, et le français celle du plaisir ! D'où l'importance d'éditer des ouvrages à leur destination. Encore faut-il qu'ils les lisent ! Certains passent plus de temps devant la télé ou l'ordinateur qu'à lire des livres...

Christian Le Meut

Les commentaires sont fermés.