Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

18/11/2005

Sinema : Nedeleg laouen - Joyeux Noël

Nedeleg laouen - Joyeux Noel a grog get un emgann bras. Soudarded a Vro c’hall hag a vro Skoss a fard war an Alamaned e redek betag o fongelloù. Met ur yoc’h zo lazhet hag emañ ret dezhe mont war gill... Da vare Nedeleg 1914 eo. Da noz Nedeleg un Alaman a gan, d’e du. Brav eo, ur c’hanour opera a vicher eo an den se. Met un den all, a vro Skoss, a gomans da soniñ ar memes ton get e binioù bras, d’e du ivez. An Alaman a sav evit mont war zu ar Skossed, hep bout lazhet gete. Ur beleg skoss ha soudarded all a ya er maez ag o fongelloù ivez... Un overenn a zo lidet get ar beleg evit an tri strollad, e latin... Ur sort troc’h brezhel a zo divizet get an tri ofisour yaouank ag ar c’hornad. Ar re varv a oa chomet war al leurenn, skornet, zo kemeret get bep arme, ha douaret int.
An deiz ar lerc’h, ar soudarded alaman, skoss ha gall a c’hoari football pe kartoù asambles, hag an ofisourien a ev ur banne kafe asambles !
Ar film se zo bet savet hervez traoù gwir. “Fraternisation” zo bet etre ar soudarded, met monet a ra un tammig re bell geti, d’am sonj. Un ofisour yaouank a zeu da welled e enebourion evit lâr dezhe e vint bombezennet araok pell, hag e c’hellint dont d’e du evit nompass bout lazhet... Digredapl !

Ar c'hazh : un treitour !
Ur c’hazh a ya d’an daou du, get an Alamaned ha get ar Franzision ar lerc’h. Toul bac’het eo e fin ar film evel “treitour”... Met, hervez ar pezh m’eus klewet, fuzuillet oa bet ar paour kaezh c'hazh se da vat ! Ar brezel zo krivoc’h evit ar pezh diskouezet er film-se. Ur film bourrapl eo, a gas da gompreiñ pegen sot eo ar brezel, met ne ziskoueza ket ar brezel da vat. Ur sort kontadenn eo, benn ar fin. Brav da welled, ha get krennarded, perak pas ?

Résumé en français : Le film "Joyeux Noël" montre un exemple de fraternisation, la nuit de Noël 1914. Le film comporte de très belles scènes, et montre l’absurdité de la guerre et de la violence. Mais il n’est probablement pas un tableau fidèle de ce qui s’est passé sur le front, ni même de ces fraternisations. Il raconte une belle histoire d'amour, ainsi qu'une histoire d’amitié impossible. C’est un beau conte, une réflexion sur la guerre et contre l’embrigadement...

Christian Le Meut

Commentaires

Ato! Kondaonet eo bet… Bichig Bihan d’ar maro!!!!!!!!!!! Trelatet an dud-se...

J’ai aussi vu récemment qu’on pouvait trouver sur le net les actes de décès des membres de sa famille tués pdt la guerre 14. En entrant comme nom de famille ‘Le Gall’ et ‘né dans le Finistère’, ça fait remonter de la base de données plus de... 300 actes de décès…
Spontuz…

Écrit par : dani | 10/03/2006

Les commentaires sont fermés.