30/10/2005
Miz Gwenholon, miz al ludu ?
Me vour Miz Gwenholon... Brav eo an amzer c’hoazh, klouar eo ar mor evit neuial e barzh, plas zo war an aod evit bourmen trankil ha sioul...
Daou vloaz zo, e miz Gwenholon, e oan war hent Pleheneg, evit monet da neuial, justawalc’h, trankil ha sioul. War dro pemp eur d’enderv oa hag e oan souezhet un tammig e wellet kement-se a dud war an hent etre bourc’h Pleheneg hag ar Magouero, e lec’h ma ez aen da neuial. War dro daouzek oto oa dirakzin unan ar lerc’h eben, evel ma vehe bet tud un eured, met hep taolioù klaxon na krinoline ebet... Hag ar re se a yae ivez d’ar Magouero... Lakaet o doa o otoioù er parklec’h, ha me ivez... Ha petra m’boa gwellet ? Tud gwisket kañv, gwisket begin, get bokedoù hag e tougiñ ur pod, un “urne funéraire”, get ludu un den marv e barzh. Pemp eur d’enderv oa, en ul lec’h publik, un draezhenn, hag ar re se oa deuet d’ober ur sort obidoù... Graet o doa evel ma vehent bet war hent ar vered : un den get ar pod ludu e penn kentañ, ar re e tougiñ ar bokedoù ar lec’h, hag ar re all ardren... Heuliet m’boa anezhe dre sell... Tud all oa war an draezhenn, hanter noazh, ec’h ober ur chouk, e rouziñ edan un heol ken braw, e c’hoari pe e neuial ! Souezhet bras oant e wellet ar pod ludu e tremen dirakze hag an dud ar e lerc’h...
Nag ul lec’h drol evit gober kement-se !
Me, m’boa komprenet ar pezh a faote d’an dud e begin gober : teurel al ludu hag ar bokedoù er mor, e tal rec’hier ha tost d’ur blockaus... Setu me, aet un tammig pelloc’h da neuial, hep chom da sellet doc’hte. Ar lerc’h, Ur wezh aet kuit ar re se, paseet m’boa e tall ar rehier hag ar blockaus e lec’h ma oa bet taolet gete al ludu hag ar bokedoù; ar re se a gomanse bout flastret get ar mor...
Ludu : pas e lec'hioù publik, mar plij !
Hiziv an deiz 20 % ag an dud marv a vez losket. 120.000 den er bloaz 2004. Ul lodenn a vez lakaet e mangoerioù ispisial savet e beredoù zo. Kolombarium e vez graet ag ar mangoerioù se. Ar familhoù hag ar mignonned a c’hell monet ur wezh an amzer da wellet pod an tad kozh ha da lakaat bokedoù e tal dezhan... Bez zo ivez e parrezioù zo “liorzhoù ar souvenir” e lec’h ma c’heller teuler al ludu get aotre an ti ker... Met al lodenn vrasan ag ar podoù ludu a vez kemeret get ar familhoù : 70 % ! Petra vez graet ar lerc’h ? Chom a reont e tall ar siminal, e tall ar skinwell, pe er c’hav ?... Taolet vez al ludu el liorzh ? Un dra vat eo evit lakaat ho legumajoù da greskiñ met arabat disonjal e vo debret ganeoc’h ar lerc’h...
Me vour miz Gwenholon memestra... Ar bloaz man m’eus gwellet un dra all. Tud tost d’en em zimezeiñ, deuet d’ober skeudennoù get un tennour poltrejoù a vicher. Gwisket sul ar re-se, get krinoline. Kaer oa livioù an heol war tevennoù Pleheneg, a dal d’an enez Groe... Ha me, barzh ar mor, e sellet doc’hte. N’on ket ludu c’hoazh. Dont a ray marteze, un deiz bennak. Met n’eus ket press warnon, me lâr deoc’h !
Christian Le Meut
09:44 Publié dans Breizh/Bretagne, Buhez pemdeziek/Vie quotidienne | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Bretagne forever !
Les commentaires sont fermés.