Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

03/08/2005

An arabeg, ur yezh ?

Ahmed oa ur mignon din, ur mignon bras a oa e chom e Montargis, e departamant Loiret, ur gêr e lec’h m’eus chomet ivez e pad daouzek vloaz araok dont en dro e Breizh e 2000. Marv eo breman (lennit ar pennad embannet an 18 a Viz Gouere "Choukrane Ahmed"). Ur wezh, e 2002, oan bet da welled Ahmed hag e familh. Kountant bras oa e vaouez, Zakia, peogwir e oa bet prenet gante ur “parabole” nevez flamm evit sellet doc’h chadennoù skinwell a vroioù arab evel Aljeria, Maroko, Egipt ha c’hoazh. Ahmed oa ag Aljeria, met ganet e Frans, ar pezh n’eo ket gwir evit Zakia, homañ zo ganet ea Aljeria ha bet er skol eno...
Goulennet m’boa get Ahmed : “Kountant out ? C’hwi a c’hello sellet doc’h abadennoù en arabeg bremañ”. Hag Ahmed da reskont, dipited un tamm: “Ya, met ne gomprenan ket an arabeg a vez komzet war an tele, an arabeg lennegel...”. “Evel ur bochad tud e Breizh, sonjet m’boa, ne gomprenont ket ar brezhoneg a vez komzet war ar skinwell...”.

Desket er skol pe pas
Un difor vras zo etre Ahmed hag e vaouez Zakia. Ahmed a gomze arabeg mat tre. Arabegour a vihan oa. Desket en doa er ger, get e dud, hag e veze komzet arabeg etre ar mab hag e dud bemdez beteg e varv. Tud Ahmed zo deuet e Frans daou ugent vloaz zo, met ne gomzont ket galleg mat tre. Ahmed n’doa desket arabeg gante, met pas er skol, ha dre gomz, pas dre lenn na dre skrid.... E vaouez Zakia, desavet en Aljeria deus desket arabeg er ger hag er skol, ha kompren a ra an arabeg "standard" a vez lâret war ar skinwelled ag Aljeria, Maroko, Egipt ha c’hoazh !
Bez ez eus teodoù fall, ha brezhonegerion en o mesk, evit lâret n’eo ket ar brezhoneg ur yezh da vat rak n’eo ket posupl kompren ar pezh a vez lâret war ar skinwell e brezhoneg, ha peogwir emañ diaez a wezhoù en em gompren etre brezhonegerien a broioù dizhenvel, etre tud a Vro Gwened hag a Vro Leon, tud a Bondi ha tud ag An Alre, tud a Grac’h ha tud a Gregam...
Met heñvel eo en Aljeria, benn ar fin. Parlantoù, rannyezhoù disvenhel zo ha, ma n’eo vez ket desket ar yezh er skol, diaez eo en em gompreñ get ar re a chom un tammig pelloc’h ... Met, hiriv an deiz, ne glevan ket den ebet lâret n'eo ket an arabeg ur yezh da vat, tra ma ez eus c’hoazh tud evit lavaroud an dra se e kenver ar brezhoneg.
Petra vo an diskoulm ? Lakaat muioc’h a vrezhoneg er skol, aman, e Breizh; lakaat muioc’h ag arabeg er skolioù e Bro-C’hall evit an dud divroîdi ag ar vroioù se ? Ur yehz zo, ar galleg, evit en em gompren met n’eo ket un digarez evit koll ar yezhoù all a vez komzet e Frans.

Christian Le Meut

Les commentaires sont fermés.