27/07/2005
An Dasson nevez zo erruet !
Niverenn diwezhañ An Dasson (Nnn 59), kelaouenn divyezhek (brezhoneg-galleg) nevez embannet get Kerlenn sevenadurel Sten Kidna an Alre, a gas al lennerion da veajiñ en amzer baseet hag e broioù pell ivez.
Beaj en amzer baseet (etre an dispac'h ha 1950, ar-dro) get ur pennad divyezhek skrivet get Daniel Carré a-zivout ar filajoù. Bourrapl-bras e veze en em dolpiñ da noz get ar Vretoned, da gomz, da zañsal, da gontiñ istorioù,
en ur labourat ivez (brikoliñ, ober panerioù...). Ya, met fall welet oa get an iliz hag ar veleion...
Buhez pemdeziek e porzh en Alre, Sant Sten, e penn kentañ an XXe kantved zo kontet get Anna Quigna-Marie (e galleg hepken). D'ar c'houlz-se, bagoù ar Gêrveur a zeue betek an Alre (e lec'h Kiberen bremañ) da gas ha da glask
danvez, loened, beajourion. Ha beajourion brudet evel Sarah Bernhardt !
Kouviet e vo d'ar Gwener 21 a viz Gouel Mikael (Here) ur strollad c'hoariva e brezhoneg da ginnig ur western, Malachap Story ! Un digarez eo evit monet da welet stad ar yezh komzet get an Huroned e Bro Kebek, get Christian Le Meut. Ur veaj all zo get Jean-Claude Le Ruyet : troet en deus e brezhoneg ul loden ag an "Tao te king" skrivet get Lao Tseu.
Razh ar pennadoù-skrid-se zo en niverenn diwezhañ An Dasson, Nnn 59, a c'hell bout prenet e stalioù levrioù 'zo hag ivez e Kerlenn Sten Kidna, 6 straed Joseph Rollo, 56400 an Alre. 5 euros. Pellgomz : 02.97.29.16.58. Postel : STENKIDNA2@wanadoo.fr.
10:30 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne, Levrioù/Livres/BT/BD | Lien permanent | Commentaires (0)
Les commentaires sont fermés.