18/07/2005
Pipriac, "Piperia" pe Presperieg ?
Pa oan krouadur eh oan e chom e Pipriac, e tal Redon en Il-ha-Gwillen. Erruet oan du-hont d’an oad a dri bloazh, er bloaz 1967, met diaes oa get ma daou breur, kozhoc’h un tammig, kompreñ bugale ag ar vro. Komzet veze galleg gete, met ivez, gallo (gallaoueg), get ur pouezh mouezh, un aksent, kreñv. Me, m’eus ket sonj bout lakaet diaes a gaos d’ar gallo ur wezh bout kaset d’ar skol. Akourset oan bet doc’htu get ar vugale all, dre soubidigezh moarvat. Ar lerc’h, aet oamp kuit, pa oan eizh vloaz met sonj m’eus a gerioù-zo evel anv gallo ar gumun e lec’h ma oamp e chom: "Piperia". Lâret veze "Piperia" get ur bochad tud du hont, d’ar c’houlz-se, war-dro tregont vloaz zo...
Ur gartenn souezhus
Ha souezhet oan bet, ar bloaz paseet, e wellet an anv lakaet get Ofis ar brezhoneg war ar gartenn Breizh savet getan e brezhoneg penn da benn : Presperieg. Presperieg oa, marteze, an anv kozh evit Pipriac, evit "Piperia", met den ebet a lâr an anv se hiriv an deiz. Perak kas a varv da viù anvioù kozh evel-se, ankoueit abaoe pell, pa z’eus anvioù all, e gallo hag a vez lâret c’hoazh hiriv an deiz ?
Bro C’hallo a vez graet ag ar vro e lec’h ma vez komzet gallaoueg. Morbihan reter zo e Bro C’hallo. Ne vez ket mui komzet brezhoneg abaoe pell e Ploermael (Ploermel) ha Kistrebrezh (Questembert), met skolioù divyezheg zo er parrezioù-se bremañ.
Har ag gallaoueg ?
Kuzul departamant ar Morbihan n’eus votet a unvouezh lakaat pannelloù divyezheg, brezhoneg ha galleg, e pep kumun an departamant, e fin ar bloaz paseet. Hag e Bro C’Hallo ivez ! Ha setu bec’h er vro-se. Tud kountant, ha tud kounnaret evel an aotrou Joseph Orhan, bet maer e Monteneuf. Hennezh n’eus savet ur gevredigezh a-enep ar raktress-se. “Perak lakaat pannelloù e brezhoneg ? Abaoe eizh kant vloaz ne vez ket mui komzet brezhoneg aman met galleg” emezan d’ar gazetenn Ouest-Frans... Ha bon, komzet vez galleg abaoe eizh kant vloaz e Monténeuf get al labourizion douar ? Gallaoueg, ne lâran ket... An aotrou Orhan ne ra ket an difor met ar galleg hag ar galloueg zo div yezh dishenvel, evel ar galleg hag ar spagnoleg. Kar int, merc’hed bihan al latineg, met n’int ket heñvel anezhe. Komzet veze, ha komzet vez c’hoazh, gallo get tud ag ar vro, labourizion douar, micherourien, met, gwir eo, nebeutoc’h nebeut. Ar gallaoueg ne vez ket desket nemet barzh un nebeut skolioù.
Un abadenn e gallaoueg savet get Plum FM a vez skignet bep merc’her da nozh war Radio Bro Gwened. Klewet m’eus an abadenn a ziout ar pannelloù divyezheg, skignet e penn kentañ miz Gouere. Hag ar pevar pe pemp den a gomze en abadenn-se ne oant ket a-du tamm ebed bout lakaet pannelloù e brezhoneg en o c’horn vro... Ne vehe ket “doujus” e kenver ar gallo, emezo ! Ur gumun a reter Morbihan, Réminiec, n’eus votet nompass lakaat ar pannelloù divyehzeg nevez roet get an departamant. Dezhe da welled. Ha perak pas lakaat panelloù gallaoueg-galleg evel ar pezh graet e Loudia, e Loudeac ?
Me, me gav bourrapl ha kalonekus gwellout pannelloù divyezheg e Breizh. N’eus ket afer anezhe e pep lec’h, sur awalc’h. Met ankoueit eo bet ar brezhoneg dija get ur bochad tud hiriv an deizh e Breizh... N’eus nemet ar pannelloù divyezheg evit o lakaat da zerch’el sonj er yezh-se. En Oriant, kalz pannelloù divyezheg zo. Brav eo met bon, ne vez ket komzet muioc’h brezhoneg du-hont a gres dezhe, gwir eo lâret...
Evit piv ?
Klevet m’eus an aotrou Joseph Kerguéris, prézidant kuzul meur Morbihan, n’eus ket pell-zo war Radio Bro Gwened. Hennezh a zisplege oa pal ar pannelloù divyezheg diskouez d’ar re all emañ Breizh ur vro get div yezh ha get ur sevenadur all... Diskouez d’an douristed, neuze, pegen exotik eo hor bro-ni ? Perak lakaat pannelloù divyezheg mard eo lesket da goll ar brezhoneg hag ar gallaoueg ? Evit diskouez yezhoù marv ag ar vro ? Perak pas lakaat pannelloù e latineg doc’htu neuze ?
Ar pannelloù divyezheg zo un arouez met ne reont ket ur bolitikerezh da vat evit lakaat an dud da gomz en-dro brezhoneg ha gallaoueg bemdez. Arouezioù zo traoù a bouez get ma n’int ket un digarez evit nompas monet pelloc’h. Sevel skolioù divyezheg nevez, mediaioù e brezhoneg (skinwell, skingomz), sikouriñ an tier embann e brezhoneg, ha c’hoazh. Mallusoc’h eo eget lakaat pannelloù divyezheg e pep lec’h e Bro C’hallo ! E kerioù bras, er parrezioù e lec’h ma z’eus skolioù divyezheg ha war an hentoù bras ivez, ur wezh an amzer, ne lâran ket...
Ne chom ket nemet etre 50.000 ha 60.000 den a gomz brezhoneg er Morbihan hiriv an deizh. Piv ouia ? A-benn un nebeut bloavezhioù e chomo muioc’h a bannelloù diviyzheg eget brezhonegerion en hor departamant. Ha tizhet vo ar pal an deiz-se ?
Christian Le Meut
10:35 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne, Politikerezh/Politique | Lien permanent | Commentaires (5)
Commentaires
Un doare da gas ar brezhoneg war-raok eo lakaat panelloù divyezhek keit ha ma n'eo ket anavezet er vuhez publik. Un arouez eo e-giz ma lavarit. Neuze perak e savit a-enep ? Perak ez it da heul enebourien ar brezhoneg ? Perak e kav deoc'h ne vefe ket gwir da lavaret ha skrivañ anv brezhonek kerioù Breizh-Uhel ?
Gwall luziet eo en ho spered.
Aon ho peus rak tud zo ?
Bertrand Deléon.
Écrit par : Bertrand Deléon | 19/12/2005
Sonj m'eus bout klewet komz gallaoueg meur a wezh pa oan krouadur e Piperia, Pipriac e galleg. Komzet vez gallaoueg c'hoazh e Bro C'hallo, hag ur sevenadur eo da vat. Ne wellan ket perak e vehe ret da bep kumun a reter Morbihan lakaat panelloù divyezheg brezhoneg-galleg. Hag ar gallaoueg ? Ha get peseurt anvioù e brezhoneg ? Anvioù n'int ket mui lâret nag implijet abaoe kantvedoù ha kantvedoù ?
Lakaat panelloù e brezhoneg e lec'hioù zo, get ar c'humunioù a zo a du, e lec'h ma z'eus skolioù divyezheg, ha c'hoazh, perak pas ? Met pas dre ret e Breizh Uhel e lec'h ma z'eus ur yezh all, ar gallaoueg. Peseurt doujans zo e keñver ar yezh se, e keñver ar re a gomz gallaoueg, hag a stourm evit ar yezh se ? Setu ar pezh a wellan hag a zo sklaer evidon me, ha ne wellan ket perak em behe aon da lâred ar pezh a sonjan... Aon, perak aon ?
Christian
Écrit par : Christian | 20/12/2005
Panelloù an departamant eo ha n'eo ket panelloù-kêr. Mod all, petra o deus graet ar vaered-se evit ar gallaoueg ?
N'eus ken nemet un dra zo splann : gwallgaset ez eus bet panelloù hent nevez ha n'eus den ebet o klemm !
Écrit par : Bertrand Deléon | 21/12/2005
Gwir eo, panelloù an departamant eo ha pas re ar c'hummunioù met ne chanch ket kalz a dra e keñver an dud a stourm evit ar gallaoueg. Kuzul an departament n'eus ankouiet ar gallaoueg, ar pezh a gavan domaj. Perak pas sevel panelloù divyezheg gallaoueg/galleg e Bro C'hallo ? Maered zo e Breizh Uhel ne reont ket netra evit ar gallaoueg, se zo sur, ha n'on ket a du get ar re se kennebeut.
Gwallgaset eo bet panelloù hent ? Esperans m'eus e vo douget klemm geet Kuzul an departamant. Normal vehe.
Christian Le Meut
Écrit par : christian | 21/12/2005
Anat eo ne reont ket a van ag ar gallaoueg kennebeut.
Écrit par : Bertrand Deléon | 21/12/2005
Les commentaires sont fermés.