29/07/2006
Kranked kamarad Staline
Ar paotr Staline an hini eo, en doa sonjet, er bleadoù 1950, lakaat er mor Barentz, e Russia hanternoz, ur c’hrank nevez a zeue ag ar mor bras Habask, Pasifik. Perak ? Marteze Staline a faote dezhan reiñ boued d’an dud get ar c’hrank-se a c’hell pouesiñ betag daouzek kilo memestra, hag a zo mat tre da zebriñ...
Ya, met ar c’hamtchatka, anv ar c’hrank, a zo akourset da vev er mor bras Pasifik, e lec’h ma z’eus loened all evit hen zebriñ, ar pezh n’eo ket gwir er mor Barentz hag er morioù all ag Europa. Ar c’hamtchatka zo aet da foetañ mor pelloc’h hag erruet eo hiziv an deiz e Mor Hanternoz, betek inizi Lofotën, e Norvej. Hervez skiantourion-zo, ar c’hamtchatka a c’hellehe monet ag an Norvej betek Gibraltar : marteze, un deiz bennak, pinset vo hor treid pe hor fesennoù get ar c’hrank tev-se pa vimp e neuial en Atlantik, pe e klask meskl war an aodoù...
Bezhiñ, pesked marv, kregennoù mor, ha c’hoazh, e vez debret get ar c’hamchatka : ur sklouf eo ha ne chom netra da zebriñ war e lerc'h evit ar re all e don ar mor, ar pezh a zo spontus evit an natur hag an ekonomiezh. Sonjit ta : diaes vehe buhez hor c’hranked deomp-ni evel ar pusuned-mor (an “araignée”) pe ar c’housk-hir (an "dormeur"), get ur c’henderv ken sklouf e-tal dezhe ! Ar c’hrank kamtchatka a zo erruet en Europa a drugarez da Staline. Staline oa un torfetour bras abominabl ha ne chome netra war e lerc’h. Ar pezh a zo gwir evit ar c’hamtchaka ivez. Nag ur vuhez ! Met ar c’hamchatka zo mat tre da zebriñ. Ar pezh ne oa ket gwir d’ar paotr Stalin, na d’e sonjoù politikel !
Christian Le Meut
06:45 Publié dans Endro/environnement, Politikerezh/Politique | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Breizh, nature
Les commentaires sont fermés.