14/05/2005
Un den modem...
Mignoned din zo a ra goap doc’hin peogwir m’eus ket tele er ger... Ne vehen ket me un den modern ! Met nag ur blijadur, bout hep tele ! Echu an amzer kollet e sellet doc’h konerioù a-bep sort. Hag oc’hpenn-se, e laran d’ar re goapus, me, m’eus an ADSL er ger... Me-zo-me un den modern memestra ! Hag a grès d’an ADSL m’eus savet ur blog divyezheg brezhoneg galleg... Ha setu, ar re goapus da serriñ o beg peogwir ne ouiont ket petra eo ur blog ! Displeg a rin deoch’ an dra-se ur wezh all. Breman eh an da lâred deoc’h penaos eman erruet an ADSL er ger, ar-dro tri mizh zo...
Un deiz, un den doa pellgomzet din e anv Frans Telekom evit kinnig an ADSL get ur priz marc’hadmat. Me laboura ur bochad get ma urzhiater met pa oan ar internet, ma linenn pellgomz a chome biskoazh okupet get internet. “A-drugarez d’an ADSL ma linenn a chomo dijapl breman pa vin ar internet. Intereset oan ha reskontet m’boa ya”...
Setu ar pezh m’boa sonjet
Met evit tapout an ADSL er ger emañ ret stalian ur voest vihan nevez e-tall ma urzhiater, da lâred eo ur modem. Hag unan a zo bet kaset din evit netra, digoust, get follennoù a zispleg penaos lakaad ar modem.
Ha me, get aon un tammig, da staliañ ar modem-se, e branchiñ ha debranchiñ filennoù tredan, orjalennoù, hervez ar pezh a oa displeget ar folennoù... Simpl oa, sanset, simpl-tre... ADSL a dalv, martezn, e brezhoneg, An Dra SimpL... Met m’eus ket fizians kement-se, pa-vez lâret traoù sort-se get tud a faota dezhe gwerzhiñ din un dra bennak... Simpl ? Da welled...
Ha ken simpl oa ma ne gerzhe ket an traoù goude bout staliet ar modem ha branchet en dro ar filennoù elektrik. Ma linenn a chome berpet okupet pa yaen ar internet. Ha, neuze, pellgomzet m’eus d’un niverenn ker ruz evit bout sikouret get tud Wanadoo. Wanadoo zo ma “fournisseur d’accès”...
Ha, goude bout klasket d’am sikouriñ, un teknikour a lare din : marsen emañ fall ho modem... Gwell vehe moned d’ur stall Frans Telekom evit hen chanchiñ...
Ar pezh m’eus bet graet. Met, ur wezh erruet er stal Frans telekom un teknikour all a zisplege din oa bet kaset din “ur modem fall, ne gerzha anezhan get hoc’h urzhiater kar c’hwi peus ur Mac-intosh ha pas ur PC... Gwell vehe deoc’h chanch evit un modem all gwelloc’h evit un urzhiater el ho kani”.
“Ha bon, m’boa reskontet met n’eo ket bet goulennet ganin araok peseurt urzhiataer meus get an den ’doa pellgomzet din”... Ha setu, chanchet me modem evit unan all, gwelloc’h sanset, met ne oa ket evit netra. Dek euro. N’eo ket ker met ar modem all oa, sanset, evit netra... Setu penaos on bet tapet, met n’eo ket echu...
Staliet m’boa ma modem nevez, unan anvet “Speedtouch”... “Speed” a dalv fonabl, buan... Yan, met ne yae ket fonaploc’h an traoù getan !
Ret e oa bet din chanch traoù ‘barzh ma urzhiater evit staliañ ar modem gentan (niverennoù, kodoù kuzhet ha c’hoazh) hag an eil ne gomprene ket mui netra, nag an teknikourien Wanadoo ivez. Ha me kennebeut, kollet ha kounaret un tammig...
Ha setu ma urzhiater chomet klanv, du e skramm, feub e lost... Mut ha du ! Plantet ! Nag ur spont...
Pellgomzet m’boa da Wanadoo evit en ugentved wezh ha displeget m’boa dezhe ma diaesamentoù. Petra o doa reskontet ? “Mat an traoù war ma linenn” ! Me, ne raen ket fout doc’h ma linenn... N’hellen ket mui alumin ma urzhiataer, chom a rae du ha mut a gaos d’ur modem brein kaset din get Frans Telekom... Met teknikourien Wanadoo, da lâred eo Frans Telekom, n’hellent ket me sikourin... “Gallout a reomp monet d’ho ti da welled an traoù, eme unan, met deoc’hwi vo da baeañ”.
Kouezhet oa klanv ma urzhiater a gaos ma oa bet roet din ur modem fall, ha dre ma faot oa, el reson !
Kavet m’boa gwelloc’h mont da welled ar stal e lec’h m’boa prenet ma urzhiater. Lakaet an anezhan barzh ma c’harr-tann... Hag ur wezh erruet er stal informatik, ur burzhud ! Ur wezh alumet en dro ma urzhiater gete, razh an traoù a gerzhe mat-tre. Ha me, souezhet memestra ! An teknikour doa lâred, e vousc’hoarziñ : “Alies-tre e-vez mod-se. An urzhiaturioù a vour dezhe beajiñ en oto”.
“An urzhiaturioù a vour dezhe beajiñ en oto”” : Ya, ha me, piv on, ar pap ? C’hwi well pegen stard eo ar vuhez : c’hwi pae tud da sikouriñ ganeoc’h, ha ker awalc’h, hag oc’hpenn-se, ar re-se a ra goap doc’hoc’h... Setu, bed modern kri.
Ha neuze, goude bout paseet ur sizhuniad evit staliañ an ADSL, deuet on a benn, met pas ma unann-penn... Lâret m’eus ma diaezamentoù da Wanadoo ha paet on bet en-dro un tammeg gete evit ar pezh m’eus dispignet... Met bec’h zo bet memestra; ha skuizus (shuehus) eo bet.
Ha bremañ, me c’hella surfiñ, riskliñ par ma c’hellan war internet, war Internet.
Me-zo-me, un den modem...
Euh, ma digarezit, un den modern.
Met nag a doulloù-trap-zo er bed modern-se...
Christian Le Meut
19:25 Publié dans Buhez pemdeziek/Vie quotidienne, Web | Lien permanent | Commentaires (0)
Les commentaires sont fermés.