Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

05/10/2005

An Turki en Europa ?

Komzet vez hiriv an deiz ag an Turki. Ar vro se ne vehe ket en Europa, hervez tud zo. Ha perak ta ?
Sonj m’eus ag ur veaj m’eus graet e bro Kosovo, e 1995. Bet oan bet er vro-se, a zo etre Albania ha Serbia, get mignonned din evit en en gavout get tu ag ar vro, Albaned dreist holl. Ur wezh, ni oa bet degemeret en un tiegezh e-lec’h ma veze komzet albaneg get an dud (hag a ouie komz serbeg ivez). Met ar vamm gozh a gomze ur yezh dizhenvel. Goulennet hon eus get he merc’h peseurt yezh oa : turkeg oa, hag honnezh a gomze turkeg ivez... Turkeg e vez komzet en Europa, abaoe pell.
Araok lâret n’emañ ket Bro Turki en Europa, ret eo sonjal ag an istor hag an douaroniezh . An istor da gomans : an Turked zo chomet er broioù balkanik e pad pemp kant vloaz, memestra. N’eo ket netra. An douaroniezh ar lerc’h : hervez tud zo, an Turki n’eo ket en Europa, hag ar Russia ? Al lodenn vrasan ag ar vro-se ‘zo en Azia... Hag, hiriv an deiz, ar Martinik, ar Réunion, ar Guadeloupe a zo en Europa unanvet. Hag an Turki ne vehe ket ?

Emen emañ harzoù Europa ?
Met petra eo an Europa, benn ar fin ? Desket m’eus, eldoc’h-c’hwi marteze, ez eus pemp douar bras, pemp kevandir, er bed : Europa, Azia, Afrika, Amerika hag Australia... Met, hervez ar geriadur galleg Larousse, un “douar bras”, ur “c’hevandir, zo un douar “e c’hellomp treuziñ war droad hep tremen dre mor ebed”. Amerika, Afrika hag Australia zo douareoù bras da vat e c’hellomp treuziñ anezhe war droad... Met Europa ? Emen eman harzoù Europa ? N’eus ket, nemet ar mor Mediterranée marteze, d’ar c’hreisteiz. Met, war zu ar reter, harzoù ebed. Tu zo monet a Vrest betek Pekin, Vladivostok, Hanoï, Singapour war droad pe get an treiñ, hep tremen dre vor ebet... “Eurazia” e vez graet ag an douar bras-se e levrioù zo. Hag ar wirionez zo gete. An Europa n’eo ket un douar bras.
Hervez ar pezh m’eus desket ar mennezhioù Oural ha Kaukaze vehe harzoù Europa : perak an Oural hag ar C’haukaze ? Perak pas ar Pireneoù pe an Alpoù ? Hervez an harzoù se an Tchétchénie emañ en Europa ha pas ar Georgie, nag an Arménie... Ne dalvont ket netra an harzoù se, da ma sonj-me.

Met perak o deus lakaet, hon gourdadeù, harzoù faos evel se ? An Europeaned o deus sonjet, e pad pell, oa an Europa e kreiz ar bed. Ne faote ket dezhe marteze bout keijet, mesket, get pobloù a Vro Sina pe a Vro India, heretik anezhe ouzhpenn !

Ar relijion ?
Ha, neuze, petra eo an Europa mard n’eo ket un douar bras ? Ul lodenn ag ar bed get un istor hag ur sevenadur da vat ? N’eo ket sur. Istor Finland hag hani bro Spagn pe Gresia zo dishenvel bras. Ar yezhoù ivez zo dishenvel bras. Petra a chom ? Ar relijion ? Gwir eo, kristenion a orin int, tud a chom en Europa, dreist holl, abaoe pell : met katoliked d'an tu, protestanted d'an tu all, pe ortodoxed c'hoazh, ha katared gwezhall... Met n’eo ket trawalc’h, d’am sonj. Protestanted ha katoliked a zo kristenion anezhe, hag o deus en em gannet meur a wezh, en Iwerzhon ha Yougoslavia, da skouer...
Met, abaoe hanter c’hant vloaz breman, Europa zo ul lec’h hag un dra resis : stadoù a labour asambles evit bout krenvoc’h. Ha, tamm ha tamm, kresket he deus Europa unanet. Get lezennoù evit ober war dro an ekonomiezh, diwall doc’h an natur, doc’h gwirioù mab den, gwirioù ar merc’hed, ar pobloù ha sevenadurioù "bihan", ha c’hoazh. Ur raktress politikel eo, benn ar fin, Europa. Ha, mard int a-du an Turked da respetiñ lezennoù Europa, perak ne vehent ket degemeret en Europa unanet a benn dek pe ugent vloaz ? Labour zo gete c’hoazh evit lakaat o pro da vout un demokratelezh da vat... Sur eo, ha plas an arme ‘zo re vras c’hoazh er vro-se...
Met, mard a ya araok an Turki war an tachennoù- se, perak nompass degemer ar vro-se en Europa un deiz bennak ?

Christian Le Meut

Les commentaires sont fermés.