23/09/2008
Anvioù, sapre anvioù
Ar pennad-se, embannet e miz Meurzh 2005, a laak tud-zo da gomz ha da skriv hiriv an deiz, setu perak en embann a ran en-dro.
"Kroget m’eus da gomz brezhoneg er bloaz 2002 hag e tisoloan tamm ha tamm bed ar vrezhonegerion, bed ar re a gomz "breton", evel ma vez lâret koste An Alré. Me faote diñ komz brezhoneg abaoe pell, har ur blijadur bras eo krogiñ da gompreñ, lenn, ha gomz brezhoneg. Mod-se e teskan, tamm ha tamm, yezh ma zud kozh, hag a oa brezhonegerien a vihan anezhe. Razh. Deskiñ brezhoneg zo ul labour da vat... Met klask da gompreñ bed ar vrezhonegerion zo ivez ul labour, da vat.
Da skouer, kavet m’eus souezhus bras un dra hag a zo, war e seblant, boutin evit ul lod vras ag ar Vrezhonegerion : chañch o anvioù familh evit o brezhonekaat... Kroget m’eus da skrivañ e brezhoneg ha da gas testennoù da gazetennoù-zo... Met chanchet eo bet ma anv, ma sinadur, hep bout goulennet netra genin. E-lerc’h Christian Le Meut, m’eus kavet “Christian Meut”, pe “Christian Ar Meud”, da skouer... Troc’het eo bet al “Le”, a zo re c’halleg evit tud-zo marteze... Hag ur gazetenn da lâr diñ a oa brav ma fennadoù skrid met e oa red chañch ma sinadur evit brezhonekaet anezhan ! Bizkoazh kemend all n’eo ket brezhoneg awalc’h añv ma familh, m'eus sonjet. Met penn kalet on un sort, ha kreskontet m’eus nann. Nann. NANN !
Cristiano El Moto ?
Kazetenner on abaoe 1984. Pennadoù skrivet ganin a zo bet troet e saozneg bleadeù-zo, pe e germaneg, pe e spanoleg... Ha n’eo ket bet troet ma sinadur evit donet da vout “Cristiano El Moto”, pe “Chris The Meuth”... Met, mod-se emañ e bed ar vrezhonegerien, red eo chañch hoc’h anv ma z’eus un nebeut galleg e barzh. Ma n’eus ket, n’ho po ket netra da chañch ! Ha chañch zo aes da lâret met penaos ? Mard on me Christian Le Meut e galleg, penaos e vo troet e brezhoneg. Kristen (Christian e brezhoneg) Ar Maout ? Christian Meut ? Christian ar Meut ? Pe Kristen Er Meut ? Ha perak “meud” ? Koste Krac’h ha Pleñver, e lec’h ma oa ganet ma zud kozh, e vez lâret kentoc’h “meuw”... Get piv e vo choazet ar stum gwellan ? Tud ag Ofis ar brezhoneg ? Pennoù bras ag ar skolioù veur ? Met re a skol-veur Brest, pe re a skol-veur Roazhon ? Sach blev a zo etreze alies !
Gallegaat ?
Ha deomp pelloc’h : mard eo brezhonekaet anvioù familh get brezhonegerion-zo, perak ne vehe ket “gallegaet” o anvioù get gallegerion zo ? Hervez ar pezh m’eus goulennet get ma zud kozh, “Le Meut” a dalv “le bélier”, pe “le mouton”, e brezhoneg gwenedeg; pe ivez, “champion” peogwir e vez roet ur maout d’ar gourener en deus trec'het ar re all : “Aet eo ar maout getan”... Met ar ger se a dalv ivez (a-wezhoù, pas alies elkent), “cocu” e galleg, hervez ar geriadur Favereau... Ma m’behe c’hoant gallegaat me avn, penaos dibab ?
Me, m’eus ket afer na da vrezhonekaat, na da gallekaat ma anv.
Ha me gav souezhus doarieù sort-se. Hanter vreton hag hanter c’halleg eo ma anv, ha kristen ma anv bihan. M’eus ket choazet met mod-se emañ, ha gwell a-se. Perak brezhonekaat anvioù familh ? Roet int bet deomp evel m’emaint, get hon tud. Get hon istor ivez. Me zo me Breizhad, Breton, ha français, hag european, hag ur mab den, ha traoù all c’hoazh. Ur binvidigezh eo. Perak klask da droc’hiñ, traoù hag a zo ul lodenn a ma istoer, ha ma identitelezh ? Traoù sort-se a zo bet graet a enep d'ar brezhoneg : perak oc’h ober en dro a enep d'ar galleg ?
Penaos diskoulmiñ an afer neuze ? Aes eo : lesket anvioù an dud evel m’emaint, ha lakaat pep hini libr da chañch pe pas e anv hervez e sonjoù...
Un dra c'hoazh. Hervez un levr m’eus lennet ar ger “maout” a a zeuhe ag ar yezh komzet get ar C’hallaoued, ar galianeg, hag a oa ur yezh keltiek evel ar brezhoneg. Setu ur sonj vat : galianekaat anvioù familh ! An dra-se a vehe gwelloc’h c’hoazh... Met penaos ? Doare Asterix marteze ? ha setu, chañchet m’eus ma sinadur. N'on ket ken penn kaled, benn ar fin ! Sinet
Christianix Le Meutix"
10:55 Publié dans Breizh/Bretagne, Brezhoneg/Langue bretonne, Galleg/français, Politikerezh/Politique | Lien permanent | Commentaires (9) | Tags : Breton, Breizh
Commentaires
pedet 'zo bet ouzhin sevel un tamm enklask diwar-benn ar brezhoneg er skol-veuir met ne deuan ket a-benn da gavout titour fetis.
ha goût a rez e pelec'h e c'hellan tapout sifroù o tennañ d'an niver a studierion/ezed enrollet e skol-veur brest hag e skol-veur roazhon e bep o c'hevrenn geltiek? Da lâret eo, pet den a zo o studial brezhoneg er skol-vuer en holl ha/pe dre vloaz hiziv an deiz?
A galon, Neal
Écrit par : Neal | 17/09/2008
il parait que Le Bon devint un jour Le Mat qui devint à son tour Le Guern
autant rester avec le nom d'état-civil, n'eo ket klask pemp troad d'ar maout...
pour ma part jai commencé le breton à la même époque que toi et il m'est arrivé très rarement de tomber sur des intégristes fans de la "défrancisation", les mêmes qui aiment rappeler au bon souvenir du symbole et de la débretonnisation, bref le serpent qui se mort la queue...
Écrit par : ulvé | 17/09/2008
Christian, resped deoc'h, meus aon eo bet mesket ha divesket kalz traoù ganeoc'h. Marteze e kaveoc'h drol, met forzh petra a rit, ho anv n'eo ket deoc'h ! D'ur yezh eo da gentañ hag d'ar brezhoneg eo amañ.
"Le Meut", n'eo ket galleg met un anv brezhonek skrivet fall gant ur ger-mell bet troet e galleg hep rezon diwar ar brezhoneg gant unan bennak en "etat-civil". "Ar" pe "Er" Meut eo an anv-se en brezhoneg komzet. Goulennit ouzh ho tud-kozh penaos e lavaront pa gomzont brezhoneg evit gouzout ervat.
D'ur goulenn evel hemañ : "Petore anv a oa dija gant ar paotr yaouank a oa o terc'hel menaj ba Kernevez gwechall, e-lost ar bourk ?" e vo respontet dit Ar Bras, An Du, An Hir, Ar Bihan... ha me oar c'hoazh, gant ar vrezhonegerien.
"Le Meut" a zo bet impijet e-barzh skridoù en galleg, war ar paper, met n'eo ket evit-se eo gallek. Ha ma vefe Le Hir, Le Braz, Le Bihan... pe Le Meut anvioù gallek, petra e sinifiont e galleg just a-walc'h ? Alese ober gant Er Meut n'eo ket brezhonnekaat un anv peogwir brezhonek eo dija !
Le Meut pe Er/Ar Meut n'eo ket deoc'h, e-mod-se emañ ha n'eo ket e-mod-all. Droed ho peus d'ober gant stumm pe stumm, kement ha ma fell deoc'h. Daoust da se, n'hallit ket difenn d'ar vrezhonegerien all skrivañ mat an anv-familh-brezhonek-se pa reont gant ar brezhoneg, ar c'hontrol a vefe diot.
Écrit par : Ar Brizh | 22/09/2008
Salut Ar Brizh
Ma anv, ma sinadur, a oa bet chañchet get tud zo hep goulenn an aotre genin, setu ar pezh a zisplegan amañ. Ha n'on ket a-du get an doare-se d'ober. M'eus ket c'hoant chañch ma anv, ha difenn a ran d'ar re all d'en ober. Rak ma anv a zo din me, ha da ma familh.
D'ho sonj, ma anv a zo d'ar yezh, d'ar brezhoneg, ha pas din-me. N'on ket a-du geneoc'h. Hag, ar pezh a zo... Ur yezh n'hella ket komz ! Piv a gomzo e anv ar brezhoneg ? Ur pap bennak ? Pennoù bras dibabet get piv ? C'hwi ? Ma faota deoc'h-c'hwi chañch hoc'h anv, c'hwi a zo libr, ne lâran ket ar c'hontrel barzh ma zestenn.
Christian
Écrit par : Christian | 23/09/2008
Cheñch (Christian) pe ZIcheñch (Ar Brizh), eno emañ an dalc'h ! :-)
Disrannañ an daou ved ha mont eus an eil d'egile (soubidigezh) pe veskañ(divyezh) evel er blog-mañ.
An Aotrou Gontard anezhañ e penn skol-veur Roazhon ha bet rener ar CELCIF (*) a-raok, a lavar diwar-benn ar skrivagnerien "francophones" :
- ar rummad kentañ a rae evel ar skrivagnerien c'hall
- an eil rummad a rae ar c'hontrol
- an tredie a zo en o bleud en divyezhek (Chamoiseau)
(*) Centre d'études des langues et des civilisations francophones
A-hent-all me gav din e vez fur awalc'h d'an den diwall e anv (e sinadur) pa vez kazetenner a-vicher.
Yann
Écrit par : jean lastennet | 23/09/2008
Salud Christian.
Ho anv hag ho sinadur, n'eo ket ar memes tra, n'eo ket par an eil ouzh egile, tamm ebet. Ho sinadur a zo deoc'h, dibabet peus anezhañ : dont a ra kentoc'h rond pe munud ganeoc'h, bras pe bihan, stouet pe reut, etc. pa skrivit, e-giz ho peus choazet.
Ho anv 'vat, n'ho peus ket choazet anezhañ nag ho tud, nag o zud dezho ! An anv-se a oa anezhañ araozoc'h mil bell zo hag a vez "douget" gant tud all bepred e lec'h all. Diwar neuze n'hall ket bezañ deoc'h, kaer ho po da grediñ ar c'hontrefet peogwir e plij deoc'h ho anv a anavezit abaoe m'oc'h ganet (el rezon).
"Ur yezh n'hella ket komz ! Piv a gomzo e anv ar brezhoneg ? Ur pap bennak ? Pennoù bras dibabet get piv ? C'hwi ?"
N'eo ket ur yezh evit komz, sur. Evit gouzout penaos lavaret ho anv, n'eo ket dav mont da glask ken pell. N'eus ket ezhomm mont da glask na Person, na Sant, na Pab na Doue... ! Ar vrezhonegerien a vo a-walc'h. Goulennit ouzh ho tud-kozh, da skouer.
Evel em eus lavaret deoc'h dija, pa gomz brezhoneg ar vrezhonegerien e lakaont ar ger-mell Ar/Er dirak Meut, Bihan, Bras, Treut, Brizh, Tort hag anvioù familh a seurt-se... N'eus ket da dortal ha klask abeg e-barzh pennoù bras ha n'ouzon ket piv c'hoazh en dije "ijinet" traoù e-barzh e benn. Evel-se emañ, setu tout.
Deoc'h da welet ha d'ober evel ma karit pa skrivit-c'hwi, met ne vo ket ket difennet d'ar vrezhonegerien d'ober gant doareoù brezhonek evit anvioù-familh a zo brezhonek anezho. Na betra c'hoazh ! Talvezout a ra ho meno evel-mañ : an dra-se zo brezhonek, droed ho peus da skrivañ anezhañ e brezhoneg, padal an dra-mañ (anvioù familh), daoust bezañ brezhonek, n'ho peus ket droed !! Na pegen droch !! En ur mod eo ur "censure".
Ha m'em befe da skrivañ an anv-familh Er Meut e-barzh ur skrid brezhonek bennak, me n'in ket o redek war-lerc'h kement "Le Meut" a zo e Breizh evit goulenn e soñj digant pep hini anezho war ar mod da skrivañ an anv-se. Penaos e rafen ma jeu ? Ha penaos e rafen evit kaout ho soñj digant ar re varv ?
Aesañ tra en afer-se eo heuliañ reolennoù ar brezhoneg pa skriver e brezhoneg, ha mat pell zo. Ne welan ket perak e vefe droch d'ober evel-se.
Kenavo. Ar Brizh
Écrit par : Ar Brizh | 23/09/2008
"met ne vo ket ket difennet d'ar vrezhonegerien d'ober gant doareoù brezhonek evit anvioù-familh a zo brezhonek anezho" : a-du on geneoc'h, ne m'eus ket c'hoant difenn an dra-se d'ar vrezhonegerien, met n'on ket a-du get an dud a chanch an anvioù hep goulenn an aotre. N'eo ket ivez ur sort "censure" chanch anv un den mod-se ?
Joa deoc'h
CLM
Écrit par : Christian | 23/09/2008
N'eus ket kalz a zislavar ganeoc'h d'an arguzennoù lakaet ganin a-raok, Christian, nemet ha lavaret e ran sensorezh.
An doare Er/Ar Meut n'eo ket brezhoneg a gav deoc'h ?
Pa'm bo un anv-familh brezhonek bennak da skrivañ e vo dav din goulenn bewech d'ar re a zo an anv familh-se ganto ? Imposubl eo d'ober, gouzout a rit-mat. Penaos e rin evit kaout o soñj gant a re Le Gall, Gall, ar Gall da skouer, milliadoù ha miliiadoù a zo anezho, hep kontañ ar re aet d'an anaon ? Ha ma cheñchont ali goude, ne vo ket mat ganin ken ? Bezant a zo tud a ra gant an doare Er Meut, tud hag a zo anvet evel-se, neketa ? N'eo ket mat ? "Censure" a vez graet ganto d'ho meno ?
C'hwi a ra gant Christian Le Meut, mat-kaer ! Deoc'h eo da welet, evel em eus lavaret a-raok. Ober anv eus "censure" evidon a zo un tammig bras memestra, pa lavaran eo deoc'h da welet hag ober evel ma karit !!!
A-hend-all, piv an diaoul a lavaro din ha d'ar vrezhonegerien dre vras eo difennet skrivañ Ar Bras, Ar Meur, Ar Brizh pe Er Meut... p'eo anvioù brezhoneg hag e vez graet evel-se gant ar vrezhonegerien e gwirionez ?
Peseurt "Pab", evel ma lavarit, e soñj deoc'h ez oc'h evit difenn d'ar vrezhonegerien, me en o zouez, da skrivañ an anvioù brezhonek e brezhoneg ?
Poan em eus kompren doareoù tud zo hag a zo atav o klemmichal peogwir ne vez ket graet trawalc'h evit ar brezhoneg morse, met pa vez dav dezho ober un dra bennak evel skrivañ mat o anv, hervez reolennoù ar brezhoneg, aze eo echu. Aesoc'h eo kas e amzer o chikanañ ar Parlamant pe ar Gouarnamant e Pariz, kenteliañ ar bolitikerien amañ, ar gouel-mañ-gouel ne ra ket trawalc'h evit ar brezhoneg, ha me oar piv bennak c'hoazh, met pa vez kistion d'ober gant ar brezhoneg en un doare naturel ha normal, ha pa vefe evit un anv-familh, eo ar memes re a lavar eo difennet groñs !!! Ha kred e c'haller ober d'ar "gelennerien"-se a gav deoc'h ?
Joa deoc'h ivez.
Écrit par : Ar Brizh | 27/09/2008
Salut Ar Brizh : displeget m'eus ar pezh a zo degouezhet din dija, ha ma sonjoù. Penaos e oa bet chanchet ma sinadur e fin testennoù em boa me skrivet, ha penaos n'on ket a-du tamm ebet get an doare-se d'ober. War lerc'h, ma z'eus tud a faota dezhe brezhonekaat o anvioù, dezhe da welled. Me, m'eus ket c'hoant, ha ne faota ket din ma vehe chanchet ma sinadur (hag a zo henvel da ma anv) get tud all, hag hep goulenn ma sonj genin. Setu ar pezh a zisplegan barzh an destenn-man.
Kenavo
CLM
Écrit par : christian | 27/09/2008
Les commentaires sont fermés.