Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

22/02/2006

Jacques de Bollardière (1907-1986)

Jacques de Bollardière, une figure française et bretonne de la non-violence au XXe siècle, est mort en février 1986, voici vingt ans. Cet article en breton retrace son parcours. Les non-bretonnants trouveront une bibliographie en fin d'article et un site internet pour en savoir plus.

Petra eo an didaerded, an difeulster* ? Ar mennozh se a zo bet savet gant tud evel Tolstoï, Gandhi, Martin Luther King, hag all. Met an den brudet eus Breizh en doa labouret ivez eviti : Jacques de Bollardière, ar “Jeneral objektour”.
Jacques de Bollardière a oa ganet e Kastell Briant, e departamant Liger Atlantel e 1907, e barzh ur famillh nobl ha katolik. E dad, e vreur hag e dad kozh oa ofisourion uhel. Graet oa bet e studioù gantañ er skol Koet Kidan, met ne oa ket ur studier sioul. Kavout a rae sot reolennoù an arme hag ar c'hentelioù a oa graet enno.
Da skouer, Bollardière a lene Platon, pe Pascal e-pad ar c'hentelioù diwar benn Napoléon... Hennezh a gave sod deskiñ doare Napoléon d’ober ar brezel goude ar brezel bed kentan hag an armou nevez (tankoù, avionoù...). Meur a wezh, Bollardière oa bet kastizhet, hag red e oa dezhañ chom eno tri bloazh e lec’h daou evel da gustum !


Ur stourm a enep an nazism, pas ar bobl alaman
E 1940, “Bollo”, evel ma veze graet anezhañ, ne c’hortozas ket galv ar jeneral de Gaulle hag e touez ar soudarded kentañ e oa o vont kuit beteg Londrez evit kenderc'hel ar stourm. Gloazet bras ’oa bet eñ e Afrika-an-Hanternoz e 1942 ha, goude bezañ pareet, distroet en doa e Frañs, e miz Ebrel 1944, evit ren ur maki e departamant Ardennes. Ar lerc’h, Bollardière en doa stourmet en Hollande hag en Alamagn. Met ne blijet ket dezhañ ar pezh oa graet a-enep ar bobl alaman, gwall laerezh da skouer : “Kannet m’eus ar nazism, pas ar pobl alaman”, emezañ.
Goude an eil brezel bed, “Bollo” en doa kemeret perzh e brezel Indochine. Met ne oa ket en e vleud e-pad ar brezel-se : “Ne oa ket posupl ober ar brezel a-enep an holl dud...”, emezañ. Memes tra e-pad ar brezel Aljeria. E 1956, De Bollardière oa bet kaset er Mitidja e penn ur rejimant parachuterion. An enebour oa an FLN, ur strollad tud o stourm evit lakaat Aljeria da vout dizalc’h. Jacques de Bollardière en doa mennozhioù disheñvel doc'h ofisourion uhel all : bezañ tost ag ar bobl, klask da vout just, nompass toullbac’hañ pe lazhañ tud n’o doa graet netra, pareañ an dud, adsevel hentoù, sevel skolioù, hag all. Tri mil a dud oa bet gopret evit labourad...
Met, fonnapl awalc’h, Bollardière a savas a enep politik gournamant Franz ha pennoù bras ag an arme, ar jeneral Massu, da skouer. Ne oa ket a-du gant ar jahinerezh* a oa bet aotreet get ar gournamant ha graet get an arme. “An deiz-se, ret e oa bet din mont kuit eus an arme d’am diwall, hag evit nom pas en em zistrujañ”, emezañ.
Toullbac'het !
Toullbac'het oa bet de Bollardiere e 1957, e-pad daou viz peogwir en doa skrivet ul lizher evit displegañ perak ne oa ket a-du get ar jahinerezh, hag en doa kaset al lizher-se da gazetennoù zo (Le Monde, l’Express...). Bollardière a soñje dezhañ ne oa ket posupl evit an den jahinañ enep un den all. Evel katolik, evel kristen, difenet ‘oa dezhañ implij ar jahinerezh. Soñjal a rao ivez oa ar jahinerezh en doa laaket ar bobl aljerian doc'h tu an FLN.
Adalek ar mare-se, Bollardière cheñchas da vat e zoare da welet an traoù. E-pad ar pemp bloazh warn ugent a-c’houde, en doa-eñ kemeret perzh e meur a stourm. Bet oa da Vor Bras Habask, Pasifik, e 1973, evit sevel, a-enep an taolioù esae nukleel, e Mururoa, ha toullbac’het oa bet en dro ! De Bollardière ne oa ket a-du gant an nerzh nukleel ivez. Manfestet en doa e Erdeven hag e Plogoff, da skouer.
E 1974, Bollardière en doa savet get tud all, ur gevredigezh, ar MAN, (Emsav an tu difeuls - Mouvement pour une Alternative Non-violente). Pal ar MAN a oa, hag a zo c’hoazh, kas war-raok an doareoù difeulster d’ober politik (1).
Jacques de Bollardière, hag e wreg Simone, oa Breizhiz, e chom e Gwidel e tal An Oriant. Aet oa ar jeneral de Bollardière da zelc’hel tud eus an FLB e-pad o-frosses e 1972, evit lâret ne oa ket a-du get ar gwall-daolioù, get an doareoù feuls implijet, met komprenet a rae abegoù o stourm.
Marvet eo Jacques de Bollardière e 1986. E intanvez Simone de Bollardière a zo o chom c’hoazh e Gwidel, hag a genderch’el e stourm evit, da skouer, lâvar ar wirionez diwar-benn ar pezh oa c’hoarvezet e brezel Aljeria. Just araok Nedeleg 2001, Simone de Bollardière oa bet kouviet d'ar brosez Jeneral Aussaresse, e Paris, evit komz diwar-benn ar jahinerezh.

Prosess Aussaresse
Skuizhus tre oa ar veaj-se eviti peogwir oa bet lâret enno traou spontus diwar-benn ar jahinerezh, get ar jeneral Aussaresse, evel-just, met iwez gant ur jeneral yaounkoc’h, jeneral Schmitt. Hennezh oa penn-bras an arme pemp bloaz zo, hag hennezh en doa lâret oa a-du get a wezhoù ar jahinerezh ! E gwirionez, an tabut diwar benn ar jahinerezh n’eo ket un tabut evit an istor, met evit hiriz an deiz ivez. Peseurt mennozhioù e vez sonjet hiriv an deiz e-barzh an arme a Frans ? Daoùst hag-en ofisourion uhel ha soudarded a zo a-du get gwiriou mab den* ?
Hervez tud evel De Bollardière, Gandhi, Luther-King hag all, pep hini en deus un nerzh, ur begon, evit bevañ, evit mont war-raok, evit sevel e vuhez. Met posupl eo ivez implijout an nerzh-se evit distrujañ, drailhiñ. Ar feulster n’eo ket e-barzh an den, met ret eo deomp bezañ speredek ha kaout ijin evit nompas bezañ feuls. Hervez De Bollardière, “Bezañ a-enep ar feulster n’eo ket chom d’ober netra enep an traoù n’int ket just” met n’eo ket posupl sevel traoù get ar feulster ha get ar venjañs.

Martin Luther King, er Stadou Unanet, Gandhi e India, o doa implijet douareoù difeuls evit tizhout o falioù. N’eo ket aes hag, a-wezhoù, n’eo ket posupl, met daoust hag ez eus un tu all da sevel ur bed pasifikoc’h, habaskoc’h, justoc’h ha demokrateloc’h ?

Christian Le Meut

* Difeulster, didaerded : non-violence = didàerded (didàeriñ = s’apaiser). Feulster : violence.
* Gwiriou mab den : droits de l’Homme.
* Jahinerezh : torture.


- Lennadurezh/bibliographie (e galleg) : Bataille d'Alger, bataille de l'homme, Jacques de Bollardière, Ed. Bouchêne (embannet en dro e 2003 - réédité en 2003); Jacques de Bollardière, de l’armée à la non-violence, Vincent Roussel, Ed. Desclée de Brouwer (épuisé) ; Jacques de Bollardière, compagnon de toutes les libérations, ed. Non-Violence Actualité (BP 241, 45202 Montargis cedex - tél : 02 38 93 67 22) ; e brezhoneg : ur pennad e-barzh Bremañ, pajenn 24, miz Genver 2002; ar pennad-man zo bet embannet barzh Pobl Vreizh miz Meurzh 2004.
- MAN, 114 rue de Vaugirard, 75006 Paris.

http://www.non-violence-mp.org/la%20nonviolence_fichiers/...

Les commentaires sont fermés.