19/03/2005
Dirak he barnerion
Ar vaouez yaouank zo dirak he barnerion. Ni zo en ur lezvarn “correctionnel”. Hag an deiz-se a oa barnet pevar den, tri faotr hag ur vaouez. Daou baotr o doa gwerzhet kannabis, ar pezh a zo difennet grons ober, hag an daou zen all o doa butunet hepken. Met ar vaouez a faote dezhi gwerzhiñ ivez evit “paeañ he faktouroù EDF”, he deus displeget d’ar varnourion ! Un den oa daet a Baris evit degas dezhi, ha d’an daou zen all ivez, ar “butun drol”, ar c’hanabl, da werzhan pe da vutuniñ. Met arrestet oa bet ar paotr en ti-gar, tapet get ar valtouterion ha lakaet en toull bac’h. Eno, lâret en doa anvioù e genseurted d’ar bolis. Ha setu ar pevar den dirak o barnerien .
Ar vaouez, daou vloaz war-nugent anezhi, div verc’h yaouank dezhi, ne oa ket en he aes dirak ar varnerion, met reskont a rae memestra d’o goulennoù. “Ya”, dalc’het he deus da vutuniñ kanabl. “Ya”, dispign a ra war-dro pevar-ugent euro bep miz evit butuniñ. “Ya”, n’he deus nemet pemp kant euro roet get an alokasionoù bep miz evit ober war-dro an tiad, mageiñ ar vugale hag an all doberieù arall... “Nann”, ne laboura ket. “Nann”, ne faota ket dezhi cheñch.
Seurt respontoù nend inbt ket graet evit plijet d’ar varnerion. “C’hwi zo c’hwi un toksikomanez”, eme prezidantez ar jury. “N’on ket”, a reskont ar vaouez... Hag ur barnour all, yaouank awalc’h : “N’eo ket ur skouer brav a roit aze d’o merc’hed”... Ar vaouez a glask distag ur respont balbouzet ken izel an taol-man ma chom digomprenus...
Reskontet vo memestra met get hec’h avokatez : ar vaouez yaouank a ra war-dro he bugale; bemdez o c’has d’ar skol war droad. Gwir eo, emañ bet lakaet ar merc’hed edan gouarnasion ar servijoù sokial, d’ar re man da soursial anezhe, met lesket int bet get o mamm ur sort...
N’eo ket aes, bout barnet evel-se. N’heller ket reskont d’ar barnerion. Butuniñ a ra “butun droll”, kanabl, ar vaouez yaouank. Met daoust ag e tiover he merc’hed abalamour da gement-se ? Ha diover a reont karantez, c’hoarioù, kalon ur vamm ? N’eo ket sur. Ha penaos buhez o deus, ar varnerion-se doc’h o zu ? Hag o deus bugale ? Ha tud vad int ? Ha mont a reont-int bemdez da gas o bugale d’ar skol ? Ha pegement e vez touchet gante bep miz ? Petra e vez evet gete ? Butuniñ a reont kanabl a wec’hoù ?
Tri mizh toull-bac’h get “sursis” deus tapet ar vaouez yaouank. Aesoc’h eo barniñ evit bout barnet. Netra suroc’h.
Christian Le Meut
09:00 Publié dans Breizh/Bretagne, Buhez pemdeziek/Vie quotidienne, Buhez sokial/Vie sociale | Lien permanent | Commentaires (0)
Les commentaires sont fermés.