Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

15/10/2007

Gwirioù mab den/Droits de l'Homme : manifestadeg e Roazhon/manif' à Rennes

Disadorn 6 a viz Here, ur vanifestadeg a oa bet aozet e Roazhon e-tal ur greizenn nevez savet evit toull-bac'hiñ an estranjourion a c'houlenn bout degemeret e Frans. Fanny oa aet da vanifestiñ, setu ar vanifestadeg displeget geti. Unan a vo, war e seblant, bep miz. Le samedi 6 octobre dernier une manifestation a eu lieu devant le nouveau centre de rétention de Rennes pour les étrangers. Voici le témoignage de fanny sur cette manifestation qui devrait être mensuelle (en breton uniquement) :

"Kement a dud (etre 500 ha 600), kement a dud yaouank, deuet deus Angers, Montroulez, Breizh a-bezh ... evit difenn gwirioù an dud a zo kaset amañ e Roazhon, e-barzh ar greizenn nevez, nepell deus an aerborzh Sant Jakez a rae vat d'ar stourmerien kozh !
500 den, nebeut tre a bolitikerien, met ur bern tud yaouank, tud deuet evit diskouez fulor ar geodedourien a zo aet skuizh da welet al lezennoù da vezañ ken strizh, da lakaat bugale en toullbac'h.

E 2001, bro C'hall a nac'he ar statud repuiad (refugié) da 22 440 den, e 2005 da 60 000 den. E 2005, 1012 plas a oa e greizennoù "rétention" bro c'hall, e gwir 28 200 den a zo bet dalc'het enno. E 2007, chom a reont ur mizvezh er greizenn a-raok bezañ skarzhet deus o pro, hep bezañ kelaouet en a-raok. N'eus ket muioc'h a dud dibaper an deiz a-hiziv : al lezenn a ra bemdez tud dibaper nevez, ha koulskoude ar "solde migratoire" zo war an digresk.  Evit a re a zo dimezet gant ur gwreg pe ur gwaz gall, ret eo dezho gortoz tri bloavezh a-raok bezañ Gall d'o zro (gant Chevenement, ur bloavezh, daou pa oa Sarkozy ministr an Diabarzh, ha tri bloavezh e 2006).

Disadorn, dindan klouarder an heol penn kentañ an diskar amzer, veze gwelet kalzig a dud o kemer ar gomz, o klask stummañ ar re all, tud all oa o klask mont e darempred gant an 60 CRs a oa a-dreñv ar porrastel "anti-émeutes". Sonerezh, tabutoù, graffoù farsus, tud o vont da gejañ gant kliented salons park an diskouezadegoù : "Itron, graet eo bet an test ADN d'o oto ? N'o ket bet mat, ret e deoc'h tostaat ha mont d'ar greizenn gaer a zo bet savet, 500 metr deus park ar c'hirri-mañ ...." a zikoueze ar spered mat a oa gant ar strollad.

100 CRS...
Met prest e oa 100 CRS da zont evit adlakaat an urzh dirak ar greizenn. Da 8 eur noz (evit bezañ dieubet evit ar match da 9 eur, rugbi Bro C'hall/Breizh Veur ? ) e oa ar CRS o tostaat. Aze eo bet diaesoc'h d'ar c'hennurzhiañ Roazhon sioulaat an holl ha mont kuit buan, giz e oa bet lavaret e penn kentañ ar vanifestadeg. Tud a zo chomet azezet war ar straed, hag aze, e 5 mn o deus ar CRS kendalc'het da vale o tougen ar re azezet, o reiñ diouzhtu taolioù skourgez, ha bombezennoù lacrymogène o trubuliat pep tra. Dre chañs, goude bezañ graet tro ar vourc'h (100 CRS a-dreñv 100 manifester) ne oa ket  bet a daol fall, den ebet kaset d'an ospital, den ebet lakaet en toull evit an noz...

Kenderc'hel a ra stourm an dud a youl-vat. Bemdez tud ESF (education sans frontières) a ya da welout an dud er greizenn Roazhon (60 a zo, koubladoù, tud o-unan, familhoù). Bemdez e Breizh hag e lec'h all e :-) vez gwelet tud o skoazell ar vugale hag ar re yaouank o deus ar gwir da vezañ skoliataet amañ er bro C'hall. Alain Menjadeu e Kemperle a chomo e Breizh. Kirriegezh pep hini ac'hanomp eo : diwall ouzh ar c'hresk  strizh ar spered a zo hiziv an deiz er vro-mañ ..."

Fanny Chauffin

21/08/2007

Lafarge, an traezh, ar Sahara hag Alain Barrière

Kronikenn skignet war Radio Bro Gwened, barzh abadenn Andrea Le Gall :

"12.000 den o doa manifestet en Ardeven d’ar sul 25 a viz Meurzh paseet. Kounnaret e oa ar re-se dirak raktres ar stal Lafarge da denniñ 600.000 tonnenn traezh bep bloaz a zon ar mor e bae an Intel, etre enez Groe ha gourenez Kiberen. Me n’hellen ket mont da vanifestiñ met a-du oan gete. Gwell eo chom hep tapout re a draezh e fons ar mor, un taol fall vehe evit an natur hag evidomp-ni.Petra pal ar stal Lafarge ? Lakaat Kiberen da vout un enezenn en dro ?

Diouer a sabl a zo gete evit sevel tier ha savadurioù nevez. Justawalc’h, re a dier a vez savet er vro, d’am sonj. Tier nevez a vez savet er Morbihan a villiadoù, bep bloaz hag ur bochad anezhe a chom goullo, get den ebet e-barzh, eizh pe dek miz e korf ar bloaz. Eil tier eo, “maisons secondaires” evel ma larer e galleg.

Hag evit sevel an tier-se e vez troc’het koadoù, tapet tachennoù  chanchet lec’hioù zo penn da benn. Hag ar pezh a oa brav a za da vout vil... Evel an aod koste Kiberen, Sarhau ha Karnag hag... An Ardeven.  N’omp ket c’hoazh evel Aod an azur, ar C’hote d’Azur, e Bro Frans kreisteiz, met diwallomp memestra. Ha klaskomp d’en em sonjal pelloc’h evit nompas sevel tier ha savadurioù e pep lec’h ha kalz a vern penaos. Ni c’hel ivez sevel tier get danvez all, evel ar c’hoad.  

Ur gudenn sokial eo ivez : diaes eo get tud ar vro, tud yaouank, berr an argant gete peogwir n’hellont ket chom er vro, e-tal ar mor. Tud zo, yaouank pe kozh, n’hellont ket mui preniñ ti o zud, ken ker eo bremañ an douar hag an tier koste an aodoù.

A-du... met pas penn da benn 
A-du oan, neuze, get an dud o doa manifestet en Ardeven. Souezhet oan bet memestra e welet barzh Frans 3 Breizh, un eil maer ag an Ardeven e lâret e oa eñ, ivez, a-enep da Lafarge... En Ardeven e vez savet tier e pep lec’h, hag a bep sort, traoù brav un nebeut met kentoc’h tier vil ha blokosed divalav. Karter Kerhillio, en Ardeven, da skouer, zo vil penn da benn, d’am sonj. Petra ra maer ar gumun-se ? Klemm a ra met a enep d’al lezenn littoral !

Me, pa welan ar pezh a vez graet barzh kumunioù zo, e laran mersi, e trugarekann ar re o doa savet al lezenn littoral, er bloaz 1986. Eurazamant, lezennoù a zo evit paraat doc’h dilennidi  a ober kalz a vern petra. Hag a gres d’al lezenn littoral an aod a zo chomet brav koste an Ardeven...Un den all en doa manifestet an deiz-se en Ardeven : ar c’hanour Alain Barrière; hennezh oa bet kouviet get Frans 3 Roazhon, da seizh eur da noz, da zispleg perak e ta en dro war al leurenn goude bout laret “adieu” d’e bublik tri bloaz zo...

E vuhez...
Met Alain n’eus komzet ivez ag ar vanifestadeg. Ur spont eo, en deus lâret, tenniñ traezh a zon ar mor, amañ, met ur bochad traezh a zo barzh Sahara ! Deomp da glask ar sabl se, neuze, ha diskoulmet vo an afer. Setu ar pezh  n’eus kinniget Alain Barrière an deiz-se, war F3...Met tud a zo e chom er Sahara, paotr Alain; pas kalz, met tud memestra evel an Douareged. Hag ar Sahara a zo un lec’h naturel, get loened ha plantadoù a bep sort, talvoudus ivez, da vout gouarnet. Ma vehe tennet ur bochad traezh ag ar Sahara, un dra fall vehe evit an natur hag evit an dud. Met aesoc’h, simploc’h eo, kinnig traoù mod-se : diskoulmomp hor c’hudennoù e sevel diaesamantoù d’ar re all ! Evel boaz !

Met deuet eo ur sonj din :  mard oc’h-c’hwi e klask mein da sevel un ti, anavezout a ran ur veingleuz dilezet koste Karnag; heuliit pannelloù “Ar Stirwen” ha c’hwi gavay ur bern mein brav. Tapit mein par ma c’helit, al lerc’h-se a oa araok un toul noz met ne servija mui da netra bremañ ! Ah, penaos ta, petra larit c’hwi din Andréa barz ma oreillette ? N’eo ket dilezet ar veingleuz-se ? Ah bon : c’hwi ya da zansal du-hont alies awalc’h war sonerezh  Alain Barrière, mestr an ti, justawalc’h. Bourrapl eo dansal ur slow e selaoù “m’em buhez”.

Ah bon, digarezit neuze, n’ouien ket, laret meus traoù faos deoc’h : na dapit ket netra er Stirwenn neuze. Tud a zo duhont.Mein ar Stirwenn a zo d’un den ha traezh ar Sahara d’ar re ao e chom du hont. Setu... ar vuhez.
Bizkoazh kement all !"

Christian Le Meut