Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

21/08/2007

Lafarge, an traezh, ar Sahara hag Alain Barrière

Kronikenn skignet war Radio Bro Gwened, barzh abadenn Andrea Le Gall :

"12.000 den o doa manifestet en Ardeven d’ar sul 25 a viz Meurzh paseet. Kounnaret e oa ar re-se dirak raktres ar stal Lafarge da denniñ 600.000 tonnenn traezh bep bloaz a zon ar mor e bae an Intel, etre enez Groe ha gourenez Kiberen. Me n’hellen ket mont da vanifestiñ met a-du oan gete. Gwell eo chom hep tapout re a draezh e fons ar mor, un taol fall vehe evit an natur hag evidomp-ni.Petra pal ar stal Lafarge ? Lakaat Kiberen da vout un enezenn en dro ?

Diouer a sabl a zo gete evit sevel tier ha savadurioù nevez. Justawalc’h, re a dier a vez savet er vro, d’am sonj. Tier nevez a vez savet er Morbihan a villiadoù, bep bloaz hag ur bochad anezhe a chom goullo, get den ebet e-barzh, eizh pe dek miz e korf ar bloaz. Eil tier eo, “maisons secondaires” evel ma larer e galleg.

Hag evit sevel an tier-se e vez troc’het koadoù, tapet tachennoù  chanchet lec’hioù zo penn da benn. Hag ar pezh a oa brav a za da vout vil... Evel an aod koste Kiberen, Sarhau ha Karnag hag... An Ardeven.  N’omp ket c’hoazh evel Aod an azur, ar C’hote d’Azur, e Bro Frans kreisteiz, met diwallomp memestra. Ha klaskomp d’en em sonjal pelloc’h evit nompas sevel tier ha savadurioù e pep lec’h ha kalz a vern penaos. Ni c’hel ivez sevel tier get danvez all, evel ar c’hoad.  

Ur gudenn sokial eo ivez : diaes eo get tud ar vro, tud yaouank, berr an argant gete peogwir n’hellont ket chom er vro, e-tal ar mor. Tud zo, yaouank pe kozh, n’hellont ket mui preniñ ti o zud, ken ker eo bremañ an douar hag an tier koste an aodoù.

A-du... met pas penn da benn 
A-du oan, neuze, get an dud o doa manifestet en Ardeven. Souezhet oan bet memestra e welet barzh Frans 3 Breizh, un eil maer ag an Ardeven e lâret e oa eñ, ivez, a-enep da Lafarge... En Ardeven e vez savet tier e pep lec’h, hag a bep sort, traoù brav un nebeut met kentoc’h tier vil ha blokosed divalav. Karter Kerhillio, en Ardeven, da skouer, zo vil penn da benn, d’am sonj. Petra ra maer ar gumun-se ? Klemm a ra met a enep d’al lezenn littoral !

Me, pa welan ar pezh a vez graet barzh kumunioù zo, e laran mersi, e trugarekann ar re o doa savet al lezenn littoral, er bloaz 1986. Eurazamant, lezennoù a zo evit paraat doc’h dilennidi  a ober kalz a vern petra. Hag a gres d’al lezenn littoral an aod a zo chomet brav koste an Ardeven...Un den all en doa manifestet an deiz-se en Ardeven : ar c’hanour Alain Barrière; hennezh oa bet kouviet get Frans 3 Roazhon, da seizh eur da noz, da zispleg perak e ta en dro war al leurenn goude bout laret “adieu” d’e bublik tri bloaz zo...

E vuhez...
Met Alain n’eus komzet ivez ag ar vanifestadeg. Ur spont eo, en deus lâret, tenniñ traezh a zon ar mor, amañ, met ur bochad traezh a zo barzh Sahara ! Deomp da glask ar sabl se, neuze, ha diskoulmet vo an afer. Setu ar pezh  n’eus kinniget Alain Barrière an deiz-se, war F3...Met tud a zo e chom er Sahara, paotr Alain; pas kalz, met tud memestra evel an Douareged. Hag ar Sahara a zo un lec’h naturel, get loened ha plantadoù a bep sort, talvoudus ivez, da vout gouarnet. Ma vehe tennet ur bochad traezh ag ar Sahara, un dra fall vehe evit an natur hag evit an dud. Met aesoc’h, simploc’h eo, kinnig traoù mod-se : diskoulmomp hor c’hudennoù e sevel diaesamantoù d’ar re all ! Evel boaz !

Met deuet eo ur sonj din :  mard oc’h-c’hwi e klask mein da sevel un ti, anavezout a ran ur veingleuz dilezet koste Karnag; heuliit pannelloù “Ar Stirwen” ha c’hwi gavay ur bern mein brav. Tapit mein par ma c’helit, al lerc’h-se a oa araok un toul noz met ne servija mui da netra bremañ ! Ah, penaos ta, petra larit c’hwi din Andréa barz ma oreillette ? N’eo ket dilezet ar veingleuz-se ? Ah bon : c’hwi ya da zansal du-hont alies awalc’h war sonerezh  Alain Barrière, mestr an ti, justawalc’h. Bourrapl eo dansal ur slow e selaoù “m’em buhez”.

Ah bon, digarezit neuze, n’ouien ket, laret meus traoù faos deoc’h : na dapit ket netra er Stirwenn neuze. Tud a zo duhont.Mein ar Stirwenn a zo d’un den ha traezh ar Sahara d’ar re ao e chom du hont. Setu... ar vuhez.
Bizkoazh kement all !"

Christian Le Meut