21/12/2011
Pezh c'hoari : Largo desolato get Vaclav Havel
Vaclav Havel a oa bet troet e brezhoneg/Vaclav Havel avait été traduit en breton. Setu ar pezh em boa embannet war Rezore e 2006/Voici une note publiée en 2006.
Largo Desolato zo unan ag ar pezhioù c’hoari brudetañ skrivet get Vaclav Havel e 1984, da vare an diktatourelezh e Tchekoslovakia. Troet eo bet e brezhoneg get J. Abasq hag embannet get Emgleo Breiz e 1993.
Setu ur c’helennour, ur prederour, Leopold Kopriva, brudet bras en e vro evit bout en em savet a enep an diktatourion. Met n’eo ket en e aes memestra, aon en deus bout arestet ha toull-bac’het... Daou boliser a zeu da ginnig un “emglev” dezhan a bezh ar gouarnamant : sinañ ur paper evit touiñ n’en deus eñ skrivet ar pezh a zo bet embannet edan e anv... Pe bout kaset d’al lezvarn. Ar bolisourion a ya kuit e reiñ un nebeut amzer d’ar prederour da brederiañ...
War lerc’h daou zen all, daou vicherour a zeu da galonekaat Kopriva, da lâr dezhan kenderc’hel e stourm. Hervezo ar bopl n’eus afer a dud eveltan a embann ar wirionez... Mignonned ha mignonnezed all a zeu da gomz getan met kollet awalc’h eo, ar prederour, war e seblant. Sinañ pe pas ? Bout barnet ha toull bac’het pe chom “dieub” ?
Diskouezhet eo barzh ar pezh c'hoari se get Vaclav Havel penaos a veze graet get an diktatourion d'ar c'houlz-se : ur sort jahinerezh e c’hourdrouziñ an dud, e reiñ aon dezhe. Met, a benn ar fin, petra vo divizet get Kapriva ? Havel e unan zo bet toull-bac'het e pad bleadeù evit bout lâret ha skrivet e sonjoù edan an diktatourelezh kommunour.
Galleg : la pièce de Vaclav Havel, Largo Desolato (1984), a été traduite en breton en 1993. Elle montre un instant de la vie d'un intellectuel résistant à la dictature : signer ou pas une déclaration que lui propose deux policiers de la part du gouvernement, où il affirmerait ne pas être l'auteur de ses écrits...
Christian Le Meut
10:00 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne, C'hoariva/théâtre, Gwirioù mab den/droits de l'être humain | Lien permanent | Commentaires (1) | Tags : havel, théâtre, breton