Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

07/05/2009

France 3 : kib Bro C'Hall kinniget e brezhoneg

Setu ur gemenadenn kaset get Frans 3/Communiqué de France 3 :

"Samedi prochain la confrontation historique entre Rennes et Guingamp sera commentée en direct sur Internet par Gurvan Musset, Rédacteur en chef de France 3 Iroise et Tangi Kermarrec, journaliste présentateur du Journal télévisé de France 3 Bretagne. Les téléspectateurs brittophones pourront ainsi suivre les péripéties du match à partir de 20h35 dans leur langue à l’issue de l’édition spéciale de France 3 Ouest qui commencera à 20h00. A noter qu’il est tout à fait possible de suivre le match en haute définition sur France 2 et entendre le commentaire en breton à partir de votre ordinateur. De plus, le match sera également disponible en VOD aux lendemains de la finale sur le site dédié France 3 Ouest sur france3.fr."

"Kib Frañs ar vell-droad e brezhoneg :  Benn disadorn e vo heulhiet gant an holl Vretoned ar c’hrogad dic’hortoz etre Gwengamp ha Roazhon da geñver Kib Frañs ar vell-droad. Miliadoù a "gwenn-ha-du-ioù" a vo hejet gant ar suporterien eus a bep tu ha kanet vo ar Vro Gozh. Gant Gurvan Musset penn-kazetenner France 3 Iroise ha Tangi Kermarreg, kelaouenner e France 3 Breizh e vo tu deoc’h klevet war-eeun eus an dachenn e Pariz mareoù birvidikañ ar c’hrogad e Brezhoneg adalek 20eur 35. Moien zo deoc’h sellet ouzh ar match war ur post skinwel ha klevet war an dro an displegadennoù  e brezhoneg war ho urzhiataer. Bez e vo tu ivez da sellout ouzh ar gourfenn e VOD ur c’houblad devezhioù warlerc’h ha kement-mañ war ul lec’hienn a-ratozh France 3 Ouest warfrance3.fr

Mat tre, met bon : ar galleg war skinwell, ar brezhoneg war internet, perak an diforc'h-se ? Le français à la télé, le breton sur internet : pourquoi cette différence ?...

31/01/2008

Prizioù Frans 3 : un dibab a feson

7c19f2974e5227f212376b2c90463cec.jpgEvel pep bloaz ar Prizioù zo bet roet get Frans 3 d'an arzourion "gwellan" : kanourion, sonourion, savourion filmoù, skrivagnerion, e brezhoneg. Filmet eo bet e Plañwour disadorn paseet, hag an abadenn a vo skignet a-benn disul (war dro 11e30), e Breizh a-bezh (pemp departamant). N'eo ket bet skignet disul paseet evel ma oa bet raktreset a gaos ma oa ur match tennis talvoudusoc'h evit ar Prizioù... N'eus ket kement-se a a abadennoù e brezhoneg (div euriad bep sizhun) met alies awalc'h e vezent skarzhet get abadennoù sport.

Ar bloaz paseet em boa skrivet ur pennad a ziar-benn ar prizioù war Rezore, hag ivez barzh Ya!, ar gazetenn sizhuniek e brezhoneg. Ha Fañch Broudic, rener ar programmoù war F3, fallgountant, en doa pellgomzet da Ya! Ar bloaz mañ, ne vo taol pellgomz ebet, d'am sonj, rak Fañch a zo aet kuit d'e leve (ur priz a zo bet roet dezhan evit e oberenn a-bezh), hag, oc'hpenn-se, en em gavan a-du get dibaboù juri Frans 3...

Yann Raoul : "Netra da ganiñ "?
Priz brezhoneger ar bloaz da zDiwan, fiskal; ur priz evit Nolwenn Korbell ivez, ha priz ar bladenn gwellañ roet da Yann Raoul evit e CD "Les figurants" get sonennoù e brezhoneg (9 a ziar 11)... An albom-se a zo bet embannet e 2006... Ur vouezh vrav, bourrapl da selaoù a zo get Yann Raoul, hag ar sonerezh a zo ivez plijus. N'int ket farsus, tamm ebet, an testennoù : melkoni, kounnar, tristidigezh a zo kentoc'h gete, met skrivet a-feson, doare barzhonegoù. Ha skrivet e brezhoneg mod Bro Gwened, oc'hpenn.

Yann Raoul a ya betek lâr deomp penaos ne vehe "Netra da ganiñ"; ar pezh a ra eñv mat-tre e korf unnek sonenn.

Ar priz a zo meritet. Bez ez eus tud nevez evit kanañ ha soniñ e brezhoneg, war lerc'h Gilles Servat ha Alan Stivell. Met n'eo ket aes evit ar re yaouank-se. Ha kouviet int da soniñ  get pennoù bras gouelioù ar vro evel ar Festival interceltique, en Oriant ? Pas kement-se... Ar priz-se a lako Yann Raoul da vout anavezet un nebeut muioc'h e Breizh. Ha da vout kouviet da ganal aliesoc'h ? Ne vehe ket fall.

Christian Le Meut

Yann Raoul, Les figurants, embannet get L'Oz production,skignet get Coop Breizh.

Setu ar pezh em boa skrivet a zivout ar Prizioù 2006  : http://rezore.blogspirit.com/archive/2007/01/22/priziou-h...