31/01/2008
Prizioù Frans 3 : un dibab a feson
Evel pep bloaz ar Prizioù zo bet roet get Frans 3 d'an arzourion "gwellan" : kanourion, sonourion, savourion filmoù, skrivagnerion, e brezhoneg. Filmet eo bet e Plañwour disadorn paseet, hag an abadenn a vo skignet a-benn disul (war dro 11e30), e Breizh a-bezh (pemp departamant). N'eo ket bet skignet disul paseet evel ma oa bet raktreset a gaos ma oa ur match tennis talvoudusoc'h evit ar Prizioù... N'eus ket kement-se a a abadennoù e brezhoneg (div euriad bep sizhun) met alies awalc'h e vezent skarzhet get abadennoù sport.
Ar bloaz paseet em boa skrivet ur pennad a ziar-benn ar prizioù war Rezore, hag ivez barzh Ya!, ar gazetenn sizhuniek e brezhoneg. Ha Fañch Broudic, rener ar programmoù war F3, fallgountant, en doa pellgomzet da Ya! Ar bloaz mañ, ne vo taol pellgomz ebet, d'am sonj, rak Fañch a zo aet kuit d'e leve (ur priz a zo bet roet dezhan evit e oberenn a-bezh), hag, oc'hpenn-se, en em gavan a-du get dibaboù juri Frans 3...
Yann Raoul : "Netra da ganiñ "?
Priz brezhoneger ar bloaz da zDiwan, fiskal; ur priz evit Nolwenn Korbell ivez, ha priz ar bladenn gwellañ roet da Yann Raoul evit e CD "Les figurants" get sonennoù e brezhoneg (9 a ziar 11)... An albom-se a zo bet embannet e 2006... Ur vouezh vrav, bourrapl da selaoù a zo get Yann Raoul, hag ar sonerezh a zo ivez plijus. N'int ket farsus, tamm ebet, an testennoù : melkoni, kounnar, tristidigezh a zo kentoc'h gete, met skrivet a-feson, doare barzhonegoù. Ha skrivet e brezhoneg mod Bro Gwened, oc'hpenn.
Yann Raoul a ya betek lâr deomp penaos ne vehe "Netra da ganiñ"; ar pezh a ra eñv mat-tre e korf unnek sonenn.
Ar priz a zo meritet. Bez ez eus tud nevez evit kanañ ha soniñ e brezhoneg, war lerc'h Gilles Servat ha Alan Stivell. Met n'eo ket aes evit ar re yaouank-se. Ha kouviet int da soniñ get pennoù bras gouelioù ar vro evel ar Festival interceltique, en Oriant ? Pas kement-se... Ar priz-se a lako Yann Raoul da vout anavezet un nebeut muioc'h e Breizh. Ha da vout kouviet da ganal aliesoc'h ? Ne vehe ket fall.
Christian Le Meut
Yann Raoul, Les figurants, embannet get L'Oz production,skignet get Coop Breizh.
Setu ar pezh em boa skrivet a zivout ar Prizioù 2006 : http://rezore.blogspirit.com/archive/2007/01/22/priziou-h...
15:20 Publié dans Breizh/Bretagne, Brezhoneg/Langue bretonne, Mediaioù/média/skinwel/Télévision | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Yann Raoul, France3, musique
Les commentaires sont fermés.