Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

28/11/2006

Nedeleg : c'hoarioù kenober e lec'h c'hoarioù nul ?

medium_NVA06131.3.jpgTostaad a ra gouelioù Nedeleg ha kavet vez kazi bemdez bremañ levrioù bruderezh, katalogoù, barzh hor bouestoù lizhiri, evit diskouez deomp c’hoarioù da brofañ d’ar vugale. Ha bep bloaz e wellan traoù un tammig souezhus er c’hatalogoù, memestra. Pajennoù zo evit ar merc’hed, d’un tu, hag evit ar baotred, d’un tu all; hag evit an daoù war lerc'h. Met penaos e vez dibabet an traoù evit ar merc’hed, hag an traoù evit ar baotred ?

Hervez katalogoù meus lennet, n’o deus ket droad ar merc’hed da lakaat gwiskamentoù Zorro, da vout merc’hed an tan, (pompierezed), da sevel traoù get Mecano, Playmobil pe Lego, pe da vout soudardezed (ar pezh n’eo ket grevus...)... Pas, an traou se 'zo nemet evit ar baotred ! Kement-se evit ar baotred : ar re se n’hellont ket hoarniñ o gwiskamantoù na pasein ar sunerezh, an aspiratour. Al labourioù se a zo evit ar merc’hed yuvank hepken, evel rezon.

An c’hoari gwellañ m’eus gwellet e barzh ar rolladoù evit ar merc’hed yaouank zo ur sunerez, un aspiratour, justawalc’h ! Na gwir eo : nul int, ar baotred, da labourat get ar mekanikoù se a ra re a drouz. D’am sonj un dra jenetik eo : daoulagad ar merc’hed a well gwelloc’h al loustoni, an huern, ar beultrenn, evit daoulagad ar baotred ! Se zo sur. Ha, neuze, gwelloc’h eo akoursiñ anezhi d’ober ar stall, ar menaj an abretañ ar gwellan; d’an oad a zaou vloaz lakoomp. Kar ar c’hoarioù se zo mekanikoù da vat, a sach an huenn, ar beultrenn... Unan a goust daou ugent euro : gwelloc’h vehe prenañ un aspirateur, ur sunerez gwir evit ar priz se ! Graet vo gwelloc’h al labour !



Hulk an distro !
C’hoarioù nul a zo bep bloaz. Gwellet m’boa, un nebeut bleadeù zo, ur c’hoari sot : “Daouarn an dra”, da lâret eo “Les mains de la chose”. “La chose” zo ur “superhero” mod Stadoù Unanet. Ur paotr tapet get n’ouzon ket petra, ha deuet da vout un den mein... Gwerzhet vez, hiriv an deiz, e zaouarn e stumm manegoù savet get plastik d’am sonj; tregont euro memestra. D’ober petra gete ? Skeiñ ar ar re all, el rezon.

Sonj meus bet, e wellet an c’hoari se, ag an c’hoari nullan m’boa gwellet evit ar baotred, hag a oa heñvel met nulloc’h c’hoazh : “Dornioù gigant Hulk”, da lâret eo “Les poings géants de Hulk”. Dornioù bras tre, livet e gwer (evel Hulk), a rae trouz pa ‘z e skoer gete war un dra bennak pe war un den bennak. Kar a-sen eo an dalc’h. Ar c’hoarioù se n’hellont ket servij nemet da skeiñ ar un den all : ha setu trouz er ger, etre breudeur ha c’hoarezed...

Pa oan krouadur, pell zo neuze, e sellen doc’h Hulk ar an tele. Ur rummad filmoùoa. E penn kentañ Hulk oa un den bihan, gwann met speredek bras, ur skiantour a laboure barzh ul laboratoire bennak. Ha setu eñ tapet get ur sort radioactivité. Ha kentizh ma veze graet un dra fall dezhan, pa oa fall ar subenn da skour, ar paotr oa kounnaret d’un taol, deuet e zaoulagad da vout ruz, e groc’henn glas , ha eñ da greskiñ en un taol kement a da vout ur gigant kreñv, met berpet jentil memestra... Souezhet oan berpet rak e zilhadoù oa troc’het, drailhet, met pas razh. Drailhet oa e roched hag e vragoù met just edan an daoulin. Ar gouris a zalc’he mat ! Ne greske ket an traoù d’an tu se ! Eurus awalc’h, peotramant e vehe bet noazh penn da benn Hulk. Kement da feukiñ ar vugale !

Emen emañ paseet an intron Nedeleg ?
Met deomp an dro koste Bro an tad Nedeleg, ruz hennezh... Kounnaret on e wellet ar c’hatalogoù savet getan bep bloaz. He, tad kozh Nedeleg, sonjoù kozh, sonjoù machist zo ganeoc’h ! Peus ket gwellet : chanch a ra ar bed, hag ar merc’hed n’int ket mui bremañ mitizhiond’ar baotred ! N’eus nemetoc’h evit lakaat ar merc’hed da c’hoari get un sunerez ! Ar baotred a c’hell c’hoari get sort benveg ivez ! Hiriv an deiz e vez gwellet ur bern gwased yaouank e fardan boued, hag a vourr fardan boued ouzhpenn, ha merc’hed a blij dezhe ar mekanik met ne vourront ket an aspiratourion. Met bon, bep Nedeleg e vez roet deomp levrioù bruderezh kozh o sonjoù, kozh o doare da ginnig an traoù. Labour an MLF n’eo ket echu, me lâr deoc’h. Ha petra ra an intron Nedeleg ? Petra a lâr anezhi d’he gwaz ? Sonjoù dibaseet, dilerc’hiet geti ivez ?

C'hoarioù kenober
Bez zo iwez c’hoarioù ne gaver ket e barz ar c’hatalogoù savet get tad Nedeleg. C’hoarioù kenober (kooperativel) e vez graet doc'hte, da skouer. N’eus ket, er c’hoarioù se, un den a enep un den all, met razh an tud a c’hoari asambles, a stroll, e klask tizhout ar pall asambles : lazhiñ an tan, pe donet a benn da saveteiñ loened a zo bet tapet get trafikourion, en Afrika, hag all. Gwerzhet vez ar c’hoarioù se get ur gevredigezh anvet Non-Violence Actualité (BP 241, 45202 Montargis cedex. Pellgomz : 02 38 93 67 22). Ur c’hatalog vez embannet gete bep bloaz, hag a goust pemp euro. Ul lec'hienn internet'zo ivez (sellit doc'h al liammoù).

Kement da brientiñ un Nedeleg a feson !
Christian Le Meut