16/02/2009
Deskadurezh publik : gallout a reer digeriñ klasoù divyezhek e Breizh c’hoazh?
"Kartenn skol an deskadurezh publik: Gallout a reer digeriñ klasoù divyezhek e Breizh c’hoazh?" : setu titl ur gemenadenn bet embannet get an UGB, Unvaniezh ar gelennerion brezhoneg :
"Seul ma’z a ar bloavezhioù war-raok seul strishoc’h e teu an divizoù da vezañ evit digeriñ klasoù divyezhek, war un dro gant ur politikerezh hollek eo e bal digreskiñ an niver a gelennerion ha dilemel postoù. Kement-se en un degouezh diskar koust ar servijoù publik.
Anat eo eo an hentadoù “war ar bord” hag a zo gwazh da gentañ deus distokadennoù ur politikerezh gouarnamant drastus.
- Stummañ kelennerion: Hag-eñ zo un diouer a gelennerion divyezhek stummet, ne vez degaset gwir respont ebet er raktresoù steuñviñ ar masterioù a briento an danvez kelennerion d’ar c’henstrivadegoù (ha n’ouzer ket ar pezh a vo enne zokenoc’h!).
Diasur eo dazont ar greizenn stummañ kelennerion divyezhek.
N’eus raktres fetis ebet evit enframmañ an eilerion (labourerion dre varc’had).
- An niver a vugale er c’hlasoù: Herzel an niver a vugale gant o daou vloaz a vezañ en tu all da 15% er skol-vamm eo politikerezh ar rektorelezh. Hemañ avat a ya a-benn e kleuz an dachenn: n’eus ket ti all ebet aveet kenkoulz evit degemer ar vugale evit bremañ, koulz evit a sell an ti ha stummadur ar c’hoskor.
Gwelloc’h evit ar re all e oar ar gelennerion divyezhek pegen bras eo ar skoliata abred pa vez anv deus an divyezhegezh kenurzhiet.
Gouzout a ouzont ivez e vez laket o c’helennouriezh en arvar diouzhtu pa vez degemeret en tu-hont da 15-20 skoliad 2-3 bloaz. Perzh mat ha bezañ ar c’hlasoù divyezhek zo laket en arvar en deizioù-mañ gant an divizoù nerzhek laket da dalvout evit digeriñ er skol-vamm.
- Politikerezh ar polioù: Krouet zo bet polioù kelenn gant teknikachourion, ar c’hoskor hag ar reizhoù a oa ezhomm dioute avat n’int ket deuet da heul. Gant-se e oa war ar skolajoù koll bugale o tont deus ar skolioù ha war al liseoù koll bugale o tont deus ar skolajoù.
- Koublañ ar strollegezhioù: E kement lec’h e vez graet divizoù e vez tammoù kas etre ar velestradurezh hag ar strollegezhioù tiriegezh abalamour d’ar c’hlasoù divyezhek.
Ordinal ez a ar mil-tamm divizout a-enep d’an digeriñ klasoù divyezhek pa vez d’aozañ ar gartenn-skol, ha kement digoridigezh a zeu da vezañ ur gwir foetad-stourm.
N’eus ken ’met un treuzkas galloudoù hag a c’hallo reiñ tro da diorren an hentadoù divyezhek, gant ma vo graet tamm-ha-tamm ha marc’hataet gant ar rannvro a-benn kaout an arc’hant a ya da heul."
00:05 Publié dans Breizh/Bretagne, Brezhoneg/Langue bretonne, Deskadurezh/Education | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : brezhoneg, deskadurezh
02/03/2007
Deskadurezh : notiñ ar vugale er gantinenn ?
N’eus ket pell zo, Charlotte zo daet en dro d’ar ger get un dra nevez : karnet hent ar restaorant skol, da lâret eo e galleg, le “carnet de route du restaurant scolaire”... Charlotte, eizh vloaz, a zo e chom e Bro An Oriant.
An dud a laboura barzh kantinenn skol Charlotte o deus lakaet en o fenn sevel ur c’harnet evit ar vugale a chom da zebriñ...
Barzh ur bajenn a zo bet skrivet reolennoù da respetiñ barzh ar gantinenn, digarezit, barzh ar “restaurant scolaire” evel ma vez laret bremañ, mar plij ganeoc’h. Mechal mard eo gwelloc’h ar boued get an anv-se, “restaurant scolaire”, met n’eo ket sur. Reolennoù a vez ret evit beviñ holl asambles, sur awlac'h. Met un nebeut a zo souezhus barzh al listenn bet roet da Charlotte; da skouer : “Tañva a rin razh ar pezh a vo kinniget din, ul loaiad da nebeutañ, evit anavezout boued nevez ha bout yalc’h e-pad an devezh war lerc’h”. Tañva n’eo dalv ket kavout mat na vout yalc’h... Ha petra vez graet get ar vugale ha ne faota ket dezhe debriñ, pe d’ar re a gav donjerus boued man boued : forset vezont da zebriñ memestra hervez ar pezh deus lâret Charlotte...
Notet noz ha deiz ?
Met estroc’h evit reolennoù a zo barzh “karnet hent ar preti skol”. Notennoù zo ivez. Div bajenn evit notiñ, pep tri miz, emzalc’h ar vugale er gantinenn. Ar c’hrouadur a vo notet hervez e emzalc'h er gantinenn, mard eo bet doujus e keñver e gamaraded hag e keñver ar re vras; mard en deus partajet mat ar boued ha ranket an traoù; mard eo bet prop e tebriñ, ha c’hoazh ha c’hoazh... N’eo ket bet lakaet notennoù get sifroù dre ugent, met dre tresadennoù : ur penn a vousc’hoarzh mard eo bet mat an traoù get ar c’hrouadur, hag ur penn fall mard eo bet fall an traoù...
Barzh ar c’hlas, ar vugale a vez notet dija, ha barnet bemdez; met notet ha barnet dre ar pezh a vez graet gete, dre al labour hag ar strivoù graet gete; mard o deus komprenet pe pas, mard o deus desket traoù pe pas. Ma n’eo ket prop ur c’hrouadur er c’hlas ne vo ket lakaet barz e garnet notennoù : gwelet vo etre e dud hag e vestr skol... Hag ar vugale a vez notet get ar vistri skol, “kelennerion ar skolioù” a vez graet anezhe bremañ hag ar re-se a zo, sanset, tud a vicher, tud o deus studiet ar bedagogiezh; ar pezh n’eo ket gwir evit ar re a zo e labourat barzh ar c’hantinoù.
Sevel reolennoù get ar vugale
Stard eo labourat barzh ur gantinenn, surawalc’h. Trouz zo, bugale a huch, reou all ne faota ket debriñ pe a sko war o amezeion, ha me oar me... Afer zo a sevel kantinoù bihan evit nompass lakaat re a vugale asambles, da skouer. Met, d’am sonj, notiñ ar vugale hervez ar pezh a vez graet gete er gantinenn a zo un ide fall.Gwelloc’h vehe tolpin ar vugale, komz gete evit goueit penaos a bas an traoù er gantinenn; sevel reolennoù gete, tamm ha tamm. Mod-se ‘vez desket ivez an demokratelezh : e lakaat ar vugale da sevel lezennoù evit o buhez pemdeziek barzh ar c’hlass, barzh porzh ar skol, barzh ar gantinenn. N’int ket sot, ar vugale : gallout a reont en em sonjal ivez, selaoù ha kompreiñ ar re all... Ha ni, ar re vras, goulennet vez geneomp d’ar vugale bout doujus en hor c’henver met doujet ‘vez ar vugale genomp ?
E lakaat reolonnoù, lezennoù, notennoù partout, e varniñ ar vugale noz ha deiz; da vintin, da greizteiz ha d’enderv, ne vo ket savet mod-se geneomp-ni tud eurus ha sitoianed prest da gemer pezh barzh buhez ar vro. Met denved, ne laran ket...
Christian Le Meut
00:05 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne, Deskadurezh/Education | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Brezhoneg, deskadurezh
28/11/2006
Nedeleg : c'hoarioù kenober e lec'h c'hoarioù nul ?
Tostaad a ra gouelioù Nedeleg ha kavet vez kazi bemdez bremañ levrioù bruderezh, katalogoù, barzh hor bouestoù lizhiri, evit diskouez deomp c’hoarioù da brofañ d’ar vugale. Ha bep bloaz e wellan traoù un tammig souezhus er c’hatalogoù, memestra. Pajennoù zo evit ar merc’hed, d’un tu, hag evit ar baotred, d’un tu all; hag evit an daoù war lerc'h. Met penaos e vez dibabet an traoù evit ar merc’hed, hag an traoù evit ar baotred ?
Hervez katalogoù meus lennet, n’o deus ket droad ar merc’hed da lakaat gwiskamentoù Zorro, da vout merc’hed an tan, (pompierezed), da sevel traoù get Mecano, Playmobil pe Lego, pe da vout soudardezed (ar pezh n’eo ket grevus...)... Pas, an traou se 'zo nemet evit ar baotred ! Kement-se evit ar baotred : ar re se n’hellont ket hoarniñ o gwiskamantoù na pasein ar sunerezh, an aspiratour. Al labourioù se a zo evit ar merc’hed yuvank hepken, evel rezon.
An c’hoari gwellañ m’eus gwellet e barzh ar rolladoù evit ar merc’hed yaouank zo ur sunerez, un aspiratour, justawalc’h ! Na gwir eo : nul int, ar baotred, da labourat get ar mekanikoù se a ra re a drouz. D’am sonj un dra jenetik eo : daoulagad ar merc’hed a well gwelloc’h al loustoni, an huern, ar beultrenn, evit daoulagad ar baotred ! Se zo sur. Ha, neuze, gwelloc’h eo akoursiñ anezhi d’ober ar stall, ar menaj an abretañ ar gwellan; d’an oad a zaou vloaz lakoomp. Kar ar c’hoarioù se zo mekanikoù da vat, a sach an huenn, ar beultrenn... Unan a goust daou ugent euro : gwelloc’h vehe prenañ un aspirateur, ur sunerez gwir evit ar priz se ! Graet vo gwelloc’h al labour !
Hulk an distro !
C’hoarioù nul a zo bep bloaz. Gwellet m’boa, un nebeut bleadeù zo, ur c’hoari sot : “Daouarn an dra”, da lâret eo “Les mains de la chose”. “La chose” zo ur “superhero” mod Stadoù Unanet. Ur paotr tapet get n’ouzon ket petra, ha deuet da vout un den mein... Gwerzhet vez, hiriv an deiz, e zaouarn e stumm manegoù savet get plastik d’am sonj; tregont euro memestra. D’ober petra gete ? Skeiñ ar ar re all, el rezon.
Sonj meus bet, e wellet an c’hoari se, ag an c’hoari nullan m’boa gwellet evit ar baotred, hag a oa heñvel met nulloc’h c’hoazh : “Dornioù gigant Hulk”, da lâret eo “Les poings géants de Hulk”. Dornioù bras tre, livet e gwer (evel Hulk), a rae trouz pa ‘z e skoer gete war un dra bennak pe war un den bennak. Kar a-sen eo an dalc’h. Ar c’hoarioù se n’hellont ket servij nemet da skeiñ ar un den all : ha setu trouz er ger, etre breudeur ha c’hoarezed...
Pa oan krouadur, pell zo neuze, e sellen doc’h Hulk ar an tele. Ur rummad filmoùoa. E penn kentañ Hulk oa un den bihan, gwann met speredek bras, ur skiantour a laboure barzh ul laboratoire bennak. Ha setu eñ tapet get ur sort radioactivité. Ha kentizh ma veze graet un dra fall dezhan, pa oa fall ar subenn da skour, ar paotr oa kounnaret d’un taol, deuet e zaoulagad da vout ruz, e groc’henn glas , ha eñ da greskiñ en un taol kement a da vout ur gigant kreñv, met berpet jentil memestra... Souezhet oan berpet rak e zilhadoù oa troc’het, drailhet, met pas razh. Drailhet oa e roched hag e vragoù met just edan an daoulin. Ar gouris a zalc’he mat ! Ne greske ket an traoù d’an tu se ! Eurus awalc’h, peotramant e vehe bet noazh penn da benn Hulk. Kement da feukiñ ar vugale !
Emen emañ paseet an intron Nedeleg ?
Met deomp an dro koste Bro an tad Nedeleg, ruz hennezh... Kounnaret on e wellet ar c’hatalogoù savet getan bep bloaz. He, tad kozh Nedeleg, sonjoù kozh, sonjoù machist zo ganeoc’h ! Peus ket gwellet : chanch a ra ar bed, hag ar merc’hed n’int ket mui bremañ mitizhiond’ar baotred ! N’eus nemetoc’h evit lakaat ar merc’hed da c’hoari get un sunerez ! Ar baotred a c’hell c’hoari get sort benveg ivez ! Hiriv an deiz e vez gwellet ur bern gwased yaouank e fardan boued, hag a vourr fardan boued ouzhpenn, ha merc’hed a blij dezhe ar mekanik met ne vourront ket an aspiratourion. Met bon, bep Nedeleg e vez roet deomp levrioù bruderezh kozh o sonjoù, kozh o doare da ginnig an traoù. Labour an MLF n’eo ket echu, me lâr deoc’h. Ha petra ra an intron Nedeleg ? Petra a lâr anezhi d’he gwaz ? Sonjoù dibaseet, dilerc’hiet geti ivez ?
C'hoarioù kenober
Bez zo iwez c’hoarioù ne gaver ket e barz ar c’hatalogoù savet get tad Nedeleg. C’hoarioù kenober (kooperativel) e vez graet doc'hte, da skouer. N’eus ket, er c’hoarioù se, un den a enep un den all, met razh an tud a c’hoari asambles, a stroll, e klask tizhout ar pall asambles : lazhiñ an tan, pe donet a benn da saveteiñ loened a zo bet tapet get trafikourion, en Afrika, hag all. Gwerzhet vez ar c’hoarioù se get ur gevredigezh anvet Non-Violence Actualité (BP 241, 45202 Montargis cedex. Pellgomz : 02 38 93 67 22). Ur c’hatalog vez embannet gete bep bloaz, hag a goust pemp euro. Ul lec'hienn internet'zo ivez (sellit doc'h al liammoù).
Kement da brientiñ un Nedeleg a feson !
Christian Le Meut
10:25 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne, Buhez pemdeziek/Vie quotidienne, Deskadurezh/Education, Mediaioù/média/skinwel/Télévision | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Deskadurezh, Didaerded, brezhoneg