Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

12/02/2008

Istor : daou levr interesus a ziar-benn Breizh en eil brezel bed

9eec77d999a23098afbe1aa4c4206921.jpg

Daou levr interesus a ziar-benn istor Breizh en eil brezel bed m'eus lennet a-nevez zo. Da gentañ, levr Jean-Jacques Monnier, "Résistance et conscience bretonne" (Yorann embanner, 2007), a ziskouezh penaos ur bochad Bretoned, ha broadelourion en o mesk, o deus stourmet a-enep an nazied. E miz Gouere 1940, al lodenn vrasan ag ar Fransizion aet kuit da Vreizh veur evit kenderc'hel ar stourm, a oa Bretoned. Ur bern tud tost-tre da sevenadur Breizh, hag ur bern brezhonegerion, o doa kemeret perzh er Resistans. Brezhoneg 'veze komzet get ar strolladoù kuzhet (maquis), d'ar peurliesan, e Breizh Izel. Ha tud tost d'ar PNB (Parti national breton), o doa ivez kemeret perzh er Resistans, evel e Bro Sant Nazer.

Ur sort renabl eo, al levr skrivet get Jean-Jacques Monnier. Renabl an dud o doa resistet e Breizh. En o mesk m'eus kavet, da skouer, Octave Quigna (Sten Kidna e anv e brezhoneg), bet kelenner war lerc'h en Alré, ha savet getan ur Gerlenn sevenadurel daet da vout Kerlenn Sten Kidna, ur gevredigezh a vez kaoz doc'hti alies awalc'h amañ. Ur levr talvoudus eo, neuze, evit diskouezh penaos tud a-bep sort sonjoù, a-bep sort orin, o doa stourmet a-enep an nazied e Breizh, hag e brezhoneg.


ee4e34f486b8c7c6d22f5c70002dac75.jpgAn eil levr lennet genin a zo bet skrivet get Kristian Hamon, "Les nationalistes bretons sous l'occupation", hag embannet e 2005 (Yoran embanner ivez).  Me gav vil awalc'h ar bajenn gentañ met bon, ar pezh a gont a zo  an danvez a zo e-barzh. Ha danvez zo. Kristian Hamon n'eus studiet  emzalc'h ar vroadelourion a Vreizh pa oa Breizh ha Bro Frans a-bezh edan gwask an nazied. Hamon n'eus studiet ar pezh a veze skrivet get ar bolis, get an archerion, ar Justis, hag all. Diskouezh a ra pet a dud a oa barzh ar PNB. Tro dro 1.500 ezel, ha ne oant ket razh stourmerion, pell zo ! Ur bochad o doa emezelet evit goulenn get ar PNB kas en dro da Vreizh soudarded toull bac'het en Alamagn...

A-benn ar fin, 70 den o deus lakaet gwiskamentoù SS e fin ar brezel (strollad Bezen Perrot). Ar pezh a zo re dija, sur eo met, war e seblant, ar "gollaboration" a oa bihanoc'h e Breizh evit e Bro Frans a-bezh. Daoust da-se e vez lakaet c'hoazh mezh warnomp get tud-zo (pe kelaouennoù pe lec'hioù internet), pand e c'houlennomp gwirioù evit ar brezhoneg hag ar yezhoù rannvroel.

A-gres d'al labourioù kaset a-benn get Jean-Jacques Monnier ha Kristian Hamon ni c'hell gouiet gwelloc'h war ar prantad amzer-se e Breizh ha reskond d'ar re a glask digarezioù a-bep sort evit nompass hor selaoù.

Christian Le Meut 

En français : prochainement sur votre écran ! 

09/10/2007

Guevara : "Chenavo", Che !

1175407ed2e3a99e991379c2817491e1.jpgMarv eo Che Guevara d'an 9 a viz Gouel Mikael (Here) 1967, daou ugent vloaz zo : setu ar pezh a skriven a ziar e benn e 2004/Che Guevara est mort le 9 octobre 1967, il y a quarante ans exactement. Voici une note écrite il y a trois ans sur lui, elle ne semble pas avoir eu de version en français, un résumé est en fin de texte...

"Ni zo ni, e Bro Gwened, er vro “Tche,Tche”. “N’eo chet mat” a zistagomp-ni tra ma vez laret “n’eo ket mat” get brezhonegerion all a Vreizh Izel. Ha setu ni, Gwenedourien, deuet da vout ar re “Tche, tche”. Ya, met ur pouez mouezh, un aksent brav hon eus-ni, kani ar c’hreistez... Ha mechal ma n'eus ket un dra gwelloc'h evit komz brezhoneg : komz gwenedeg, pe tregerieg,  pe kerneweg, pe leoneg... Da lâret eo un brezhoneg get liv ur vro, ha pas re sterilizet.

Met ur vro all a vez graet ivez anezhi bro ar re  “Tche, tche”. Ha nend eo anezhi nag e Breizh, nag e Frañs. Deomp da gostez Amerika ar Sud. Tud Arc’hantina a lâr ivez bepred “tche” e penn kentañ o frasennoù. Ar pobloù all ag Amerika ar Su a ra goap doc’h an Arc’hantiniz a-gaoz d’an dra se, un tammig evel e Breizh e vez graet goap d'ar Gwenedourion. Hag a gres ar feson-se da gomz ul lesanv (moranv) zo deuet da vout brudet er bed a-bezh : "Che", lesanv roet da Ernesto Guevara. Ma ne oa ket Gwenedour anezhañ ‘vel-se oa bet lesanvet atav get ar Gubaniz a pa oa deuet da sikour gete ober an dispac’h kement-se abalamour d’e vodell da grog rac’h e frazennoù get “Tche”.

Carnet de route
E 2004 ur film oa bet lakaet er-maez a ziàr-benn yaouankiz Che Guevara. «“Carnet de route” e vez graet ag ar film se. Ennañ e wellomp ar veaj kentañ graet dre Amerika ar Sud e 1952 get Ernesto, medisinour yaouank d’ar c’houlz-se, hag ur mignon dezhañ. Ober a rezont hent àr o moto kehet ha ma en doa padet ha harzhet o marc’h; goude-se o doa dalc’het da vonet war-droad. Hag ‘vel-se o doa bet an tu da welet ur bern traoù dreist pep-tra pemdez ar re a yae dalc’hmat war-droad: ar re baour, al labourision-douar, hag an Indianed ag Amerika ar Sud... Sonjoù politikel a zeu e penn Ernesto Guevara é welet buhez ar re baour...
Ar film zo brav ha bourrapl bras. Reiñ a ra da weled ur paotr yaouank karadek ha jenerus met n’eo ket nemet ur film, ne ziskouez ket razh ar wirionez.

Demokratelezh ebet
Goude ar veaj-se en deus graet Ernesto Guevara unan arall betek Mec’hiko. Du hont en deus en em gavet get Kubaniz repuet eno; unan ag ar re-se a oa Fidel Castro. Hag ar lerc'h ar “Che” Guevara zo deuet da vout ur penn bras ag an dispac’h e Kuba. Guevara e-unan en deus lazhet tud e-pad ar brezel ; lod-all a zo bet lakaet d’ar marv getañ ha get e soudarded, fuzuilhet hep bout bet barnet. Pell ag an demokratelezh oa sonjoù politikel Che Guevara. N’eus ket bet a votadegoù e Bro Kuba, da skouer, goude an dispac’h. Ar c'hazetennoù a zo bet lakaet dindan gwask ar galloud; n'eus nemet ur strollad politikel; ar sindikadoù n'int ket libr hag an dud n'o deus ket ar gwir da sevel kevrediegezhioù; tud a zo toull bac'het a gaoz d'o mennozhioù...

Guevara ‘zo bet lakaet da vinistr ur wezh bountet er maez an diktatour Batista, e 1959. Neoazh ne oa ket en e soñj chom e Kuba, met kentoc’h c’hwezhiñ tan an dispac’h er-maez ag an enezenn ha stourm ‘vel-se doc’h ar c’hapitalism. Ur wezh aet kuit a Guba, e 1965, e yeas Che Guevara da Gongo evit sevel brezel diabarzh du-hont. Afochet e draoù getañ : ne grogas ket tan ar freuz e Kongo. Klask a reas goude ober ar memp tra e Arc'hantina met hep monet di doc’htu : kollet c’hoazh, ha lazhet get an arme ar re o doa savet ar guerilla. Ha da Volivia da achuiñ. Eno e oa bet lazhet e 1967 get soudarded a Volivia hag ar CIA...

"Chenavo" Che !
Abaoe ar mare se, 40 vloaz zo, emañ daet Che Guevara da vout ur sort mojenn evit ur bern tud er bed a bezh. Ur sort Zorro a sikoure a re baour, un «tad dispac’hour»... Brav a-walc’h, met penaos e vehe deomp disoñjal penaos penn aheurtet eo bet an den-se, pegen kriz eo bet a pa venne bountiñ en toull an holl re na oant ket ar memp soñj getañ ! … Setu-ni pell ag ar vojenn… romantel ! Gras deomp, Gwenederion, pas bout maget an Tche en hor-mesk ! Soñjit ‘ta : e vehe bet daet dezhañ krogiñ get e vrezel a-enep ar c’hapitalism e Bro Wened, dre-mañ, e-kostez koadeier Kamorzh pe Kistinig. Waioù ! Waioù ! Ma zud paour ! …
Hasta siempre paotr, “Chenavo” deoc’h.
Ha bevet an dispac’h difeulz, didaer : bizkoazh “che”mend all !

Christian Le Meut (sikouret get ur mignon evit ar brezhoneg met ne faota ket dezhan bout merchet)

Résumé en français : Che Guevara est mort il y a quarante et il fait l'objet depuis d'une adulation romantique largement exagérée. Le personnage historique a des aspects sympathiques, comme sa contestation de l'impérialisme étasunien que suivra sa contestation de l'impérialisme soviétique, mais il a aussi sa part sombre. Pendant la guerre contre la dictature, la colonne que dirigeait Guevara a procédé à des exécutions sommaires. Une fois la dictature vaincue, la révolution cubaine n'a pas instauré un régime démocratique, loin de là. Puis les tentatives de Guevara d'exporter la révolution ailleurs, en Afrique et en Amérique latine, ont échoué, notamment à cause d'erreurs par le "Che" lui-même.

21/05/2007

Histoire : un site très intéressant

Un collectif d'historiens analyse les utilisations publiques de l'histoire, notamment celle du président de la République nouvellement élu, Nicolas Sarkozy, dans un site particulièrement intéressant :

http://cvuh.free.fr/

08/05/2007

Histoire : 45.000 malades mentaux morts de faim entre 1940 et 1944

Pierre Assouline présente sur son blog un livre qui vient de sortir sur une page sombre de l'histoire de France : la mort de faim de 45.000 malades mentaux en France occupée.L’historienne Isabelle von Bueltzingsloewen, maître de conférences à Lyon 2, vient de publier L’hécatombe des fous ((22 euros, 508 pages, Aubier). L'auteure du livre en question affirme qu'il ne s'agit pas d'une politique de génocide mais plutôt des conséquences de l'indifférence et de la pénurie. En Allemagne nazie, les autorités décidèrent également l'élimination des Allemands malades mentaux dont plusieurs dizaines de milliers furent gazés (1939-40). Elles testèrent sur eux des méthodes qui servirent ensuite sur d'autres mais durent interrompre ce génocide discret suite aux plaintes des familles et aux déclarations des autorités religieuses (l'historien jacques Sémelin a travaillé sur cet autre aspect méconnu de notre histoire contemporaine).

http://passouline.blog.lemonde.fr/2007/05/04/45-000-morts...

29/03/2007

France Culture ou France Inculture ?

Le réveil est parfois rude, le matin. Aujourd'hui, c'est en écoutant France Culture que mon réveil a été éprouvé par le chroniqueur Alexandre Adler, puîts de connaissance mais qui, parfois, devrait tourner sept fois sa langue dans sa bouche avant de chroniquer. Il venait juste de mettre en doute la présence de femmes dans les unités combattantes après qu'une militaire britannique prisonnière des Iraniens ait craqué et déclaré à la télévision que son bateau naviguait bien en zone maritime iranienne lorsqu'il fut arraisonné. Tirer un enseignement global d'un cas précis, c'est aller un peu vite en besogne, me suis-je dit. Mais le cher Alexandre (je me permets cette familiarité, il accompagne souvent mes réveils !) était en forme et a continué à intervenir lors du débat sur l'identité nationale, thème à la mode, avec un invité de marque, Max Gallo... On n'a pas été déçu.

Alexandre Adler, donc, est parti dans un cours d'histoire de France sur les régions périphériques annexées au cours des siècles par "mariages" et non par conquêtes. Un mariage vaut mieux qu'une guerre, c'est évident, même si celà ne signifie pasvolonté populaire. On ne demandait pas son avis au peuple, à l'époque. Mais, pour la Bretagne, M. Adler semble oublier, ou peut-être ne le sait-il tout simplement pas (ce qui serait difficilement croyable) que le mariage entre Anne de Bretagne et Charles VIII en 1492 a été précédé de trois campagnes militaires pour soumettre militairement une Bretagne très réticente (bataille de Saint Aubin du Cormier, 1488, 7.500 morts dont 6.000 du côté des troupes du duc de Bretagne François II); que la duchesse Anne était déjà très officiellement mariée et qu'il fallut aux troupes du roi de France mettre le siège devant Rennes pour que la duchesse se soumette, admette sa défaite militaire et se résigne à ce beau mariage d'amour avec Charles VIII. Après quoi son mariage avec le duc d'Autriche fut annulé. Un vrai conte de fée ! Anne de Bretagne s'employa pendant toute sa vie à maintenir l'autonomie de son duché, elle y parvint de son vivant. Après sa mort et le mariage entre sa fille Claude et le futur François 1er, union à laquelle Anne était hostile, des accords furent signés en 1532 à Vannes, avec le Parlement de Bretagne, qui fut maintenu. La Bretagne n'avait plus de ducs en titres, mais un statut particulier et une forme d'autonomie maintenue jusqu'en 1789.

Ce matin M. Adler prit d'autres exemples, dont l'Alsace : en début de  semaine sur France Culture, justement,  j'ai entendu un historien rappeler que Strasbourg, ville libre de l'Empire germanique, fut soumise par les troupes de Louis XIV : les Strasbourgeois avaient le choix entre la famine ou la soumission ! Encore un beau "mariage" ! La Franche-Comté ne fut guère mieux traitée par Louis XIV,  quant aux régions du sud de la France, comme l'Aquitaine, également citées par le chroniqueur, je ne suis pas sûr qu'elles se soient ralliées au panache des rois de France dans la joie et la bonne humeur. Alexandre Adler semble confondre le roman historique français que l'école nous a imposé, avec la réalité historique elle-même. Oui, M. Adler, beaucoup de régions françaises ont été soumises militairement par l'Etat français (monarchique puis républicain). Et quand il y a eu "mariage", comme en Bretagne, il a des allures de mariage forcé. 

Christian Le Meut 

Quelques petites lectures :

- "Histoire de la Bretagne et des Bretons", par Joël Cornette.

- "L'Union de la Bretagne à la France", Skol Vreizh (Morlaix), par Dominique Le Page et Michel Nassiet.

 

15/02/2007

Levr/livre : "Le dossier FLB"

medium_FLB167.2.jpg"Le dossier FLB, plongée chez les clandestins bretons" a zo bet embannet e miz Gouel Mikael (Here) paseet, get ti embann Coop Breizh. Daou gazetenner, Erwan Chartier hag Alain Cabon o deus aterset tud ag oa bet barzh an FLBioù (meur a unan zo bet). Ul labour sirius graet get kazetennerion a vicher a reiñ ar gaoz d'an dud, hep o barniñ met e klask selaoù ha kompreiñ ar pezh oa barzh pennoù ar re o doa lakaet en o sonj sevel strolladoù kuzhet ha lakaet bombezennoù barzh lec'hioù zo, e Breizh met ivez e Bro C'hall (kastel Versailles, ti ker Belfort...).

Rummadoù zo bet : ar rummad n'doa savet an FLB kentañ (bleadeù 60), ur rummad all er bleadeù 70, unan all er bleadeù 80 ha c'hoazh unan all e fin an ugentved kantved, betek afer Quévert (met den a ouia c'hoazh piv n'eus lakaet ar vombezenn-se laezhet geti ur plac'h a laboure barzh Mac-Do)... Sonjoù dishenvel oa etre an dud : dispac'hourion a gleiz (betek an tu kleiz pellañ); tud a zehoù (betek an tu dehoù pellan ivez). Tud a faote dezhe en em sevel dirak paourentez ar vro er bleadeù 60; tud all a faote dezhe un dispac'h sokial hag an independans; tud arall a stourme kentoc'h evit ar yezh, ha c'hoazh.

Setu ar pezh a zo diskouezhet barzh al levr-se. Traoù a chom kuzhet (ul lod anezhe a zo edan bout barnet c'hoazh), ha plas ar bolis a zo diskouezhet ivez, penaos strolladoù ha taolioù fall a oa bet savet get ar bolis kuzhet he unan (lennit ar pennad da heul) !

Le dossier FLB zo ul levr aes da lenn, a gas danvez a-ziout istor Breizh abaoe daou ugent vloaz. Petra zo bet kaset get stourm an FLB? Karta sevenadurel Breizh, bet sinet get Giscard e 1978 (ha savet war lerc'h a gres dezhi Kuzul sevenadurel Breizh ha Skol Uhel ar vro...) ? N'eo ket aet re bell an traoù get ar feulster e Breizh : echu eo geti, bremañ, war e seblant, abaoe afer Quévert, ha gwelloc'h a-se. Un toull trap eo ar feulster evit stourmoù sort-se (n'eo ket barzh al levr an dra-se, ma sonj din-me eo). Met penaos bout efedus hep ar feulster ? E sevel traoù hon unan, hep gortoz re ag ar re all (war dachenn ar brezhoneg, da skouer). Hag evit stourmoù didaer, difeulst, Gandhi ha Martin Luther King o deus diskouezhet an hent...

En français : Le dossier FLB, plongée chez les clandestins bretons (Ed. Coop Breizh, 20 €) est une enquête journalistique menée par Erwan Chartier et Alain Cabon. Ces deux journalistes ont interrogé des membres du (ou des) Front de Libération de la Bretagne. En effet, plusieurs générations de militants clandestins se sont succédé, depuis le milieu des années 60 jusqu'au début des années 2000. L'affaire de Quévert, où une jeune femme est morte dans l'explosion d'une bombe placée dans le Mac Do où elle travaillait, semble avoir sonné la fin de la violence comme mode d'action politique en Bretagne. Les auteurs rappellent toutefois que les auteurs de cet attentat ne sont toujours pas connus et n'ont pas été condamnés par la Justice.

Les deux journalistes montrent bien la variété des sensibilités politiques des militants, allant de l'extrême gauche à l'extrême droite, et la variété de leurs motivations : contre le sous-développement économique de la Bretagne dans les années 60, pour la révolution sociale et l'indépendance dans les années 70... Ils dévoilent le fonctionnement interne du FLB (sauf pour les affaires les plus récentes). Ils montrent aussi les manipulations policières dont certaines sont désormais établies (lire la note suivante).

Ce livre est un apport important pour l'histoire de la Bretagne contemporaine. Les combats du FLB ont-ils eu des résultats ? Peut-être ont-ils fait évoluer les mentalités, dans les années 60-70 ? La signature de la charte culturelle en 1978, par Giscard, a suscité la création d'instances spécifiques (le Conseil culturel, l'Institut culturel)...

L'arrêt de la violence, depuis l'affaire de Quévert, est une bonne chose (commentaire personnel). La violence est un piège. Heureusement, en Bretagne, elle n'est pas allée trop loin. Mais comment être efficace sans violence ? En construisant par nous-mêmes les changements que nous voulons, sur le terrain de la langue, par exemple. Et pour ce qui concerne les combats non-violents, Gandhi et Martin Luther King ont montré la voie. 

Christian Le Meut 

27/11/2006

Résister au génocide : l'histoire d'un Juste

medium_Justes127.jpg"Les Justes" sont des personnes non-juives ayant sauvé des Juifs au péril de leur vie pendant la Seconde guerre mondiale. Ils sont recensés et honorés par la fondation Yad Vashem (Jérusalem). La France en compte plusieurs milliers. Le numéro de novembre de la revue pour enfants Je lis des histoires vraies (8-12 ans) raconte comment deux habitants d'un immeuble de Belleville, à Paris, cherchèrent à sauver leurs voisins, la famille Krolik, menacée d'être raflée. L'un d'eux, Maurice Arnoult, cordonnier, emmène tout d'abord l'aîné des enfants, Joël Krolik, chez son père, cordonnier en province, le faisant passer pour son neveu, en espérant faire suivre deux autres enfants la semaine suivante... En vain. A son retour la voisine, Mme Cubaynes, lui apprend que la famille a été raflée.

L'histoire est racontée en bande dessinée et en photos car les Joël Krolik et Maurice Arnoult sont encore vivants et témoignent : "J'ai aujourd'hui 98 ans", dit M. Arnoult. "Pendant la guerre, j'ai sauvé Joël sans savoir que j'étais un "héros". "Ce court récit réussit à rendre compte de l'antisémitisme de cette époque et du génocide sans enfermer les enfants dans l'horreur. Au contraire il les invite à découvrir la solidarité d'un quartier ouvrier." estime le site internet le Café pédagogique. Je lis des histoires vraies propose des pistes pour approfondir ses connaissances :

http://www.info-presse.fr/fiches/je-lis-histoires_329_gp.htm

http://www.cafepedagogique.net/dossiers/shoah2004/index.php

http://www.cafepedagogique.net/dossiers/shoah06/index.php

Sur les résistances non-violentes, voir le lien (ci-contre) avec le site de Non-Violence Actualité ou un article de Jacques Sémelin sur les résistances non-violentes pendant la Seconde guerre mondiale :

http://www.non-violence-mp.org/la%20nonviolence_fichiers/histresistancesciviles.htm 

11/11/2006

Sinema/cinéma : Mémoires de nos pères

Film nevez Clint Eastwood n'eo ket ur film brezel ouzhpenn, d'am sonj, met ur film a ziar benn an Istor, eñvor pep den hag eñvor ar pobloù. C'hwec'h soudard zo bet tennet e plantiñ banniel Stadoù Unanet e lein mennez uhelan un enezenn a Vro Japan (iwo Jima), e penn kentañ 1945. Ar foto, brav tre, a zo embannet war kazetennoù ar Stadoù Unanet a bezh, hag a gas kalon en dro d'an Amerikaned erru skuizh get ar brezel. Ar gouarnamant a c'halv ar soudarded-se d'ober un droad er vro da zastum argant evit kenderc'hel get ar brezel kar diouer a argant zo.

Met tri soudard zo marv. Chom a ra tri bev, hag un Indian en o mesk a faota dezhan chom en talbenn met kaset eo en dro d'an USA dre ret. An tri faotr yaouank, kollet awalc'h, a zo degemeret get ar prezidant e unan, get pennoù bras a beb sort, get ur bochad tud deuet d'o selaoù ha... get mammoù an tri soudard marv. Ha ret eo dezhe livañ gevier dirak unan ag ar mammoù-se rak ur fari zo bet graet : unan ag ar soudarded marv n'eo ket war ar foto, met difennet eo bet dezhe anzav an dra se evit nompass lakaat douetans barzh spered ar bobl. Pal an droiad a zo serriñ argant ar muian posupl ha pas tabutal war ar wirionez.

Clint Eastwood a zispleg perak ha penaos a zo bet graet ar fari se, penaos e vez savet harozed (daoust dezhe a wezhoù), penaos e vez implijet skeudennoù brav evit bruderezh politikel (propaganda). Evit mont pelloc'h war an dachenn-se, savet en deus ur film all evit diskouezh an istor-se d'an tu ar Japaned, e japaneg ha get aktourion a Vro Japan. Lakaet vo er maez e penn kentañ 2007.  

Mémoires de nos pères a zo ur film da welet met ret eo lâret memestra eo kriz a wezhoù ha diaes da welet. Diskouezh a ra ar brezel evel m'emañ get tud lazhet, gloazet, gwad ha taerded.

Un film à voir 
Je conseille le dernier film de Clint Eastwood qui n'est pas un film de plus sur la guerre mais une réflexion sur l'histoire, personnelle, nationale, mondiale, comment elle se construit, comment on fait des héros. L'histoire est celle de six soldats pris en photo alors qu'ils plantent un drapeau sur le volcan d'Iwo Jima où ils ont débarqué, et où 20.000 soldats japonais leur résisteront pendant quarante jours, début 1945. La photo, symbole de victoire, est publiée dans les journaux étasuniens et les six soldats demandés pour faire une tournée de récolte de fonds aux Etats-Unis, car l'argent manque. Mais trois d'entre eux sont morts. Les trois survivants, un peu perdus, sont présentés comme des héros aux foules, utilisés par la propagande. Mais ils doivent mentir, car une erreur a été faite sur l'identité de l'un d'entre eux, mort, officiellement sur la photo mais qui ne l'était pas en réalité. On leur interdit d'admettre cette erreur, même devant la mère du soldat concerné, pour ne pas nuire à la collecte d'argent... Un film dur, mais qui montre la guerre telle qu'elle est.

Un second film réalisé par Eastwood également et montrant la version japonaise de la bataille d'Iwo Jima, sortira en 2007.

Christian Le Meut 

27/10/2006

You are not in France, here...

“Welcome ! You are not in France, here, you are in Brittany. Bonjour, vous n’êtes pas en France, ici, vous êtes en Bretagne”... Gwellet peus c’hwi, marteze, ar skritelloù-se staget a hed hentoù bras er Morbihan, etre An Oriant ha Gwened. Bep hañv e vez staget mod se skritelloù a hed an hentoù get ur strollad anvet “Adsav”, tud a faota dezhe distag Breizh d’ar Frans. Meur a skritell zo gete evel “Bretons maître chez soi” pe unan all a ziskouezh ur moske e laret un dra a dalv “moske ebet e Breizh”...

Ur skritel nevez zo bet peget ar bloaz mañ skrivet e saozneg ha galleg : “Welcome, you are not in France here, you are in Brittany”. Ur sapre “Welcome”... Mechal penaos e c’hellehe bout komprenet an dra se get tud Saoz pe get Fransizion deuet da wellet hor bro... Rak, betek bremañ, n’eo ket bet distaget Breizh da Vro C’hall. Ni zo ni amañ e Breizh hag e Frans, hag en Europa, ha war an douar patatez ivez.

Ar re a faota dezhe distagiñ Breizh a Vro C’hall o deus  droad da c’houlenn an dra se barzh un demokratelezh evel Bro Frans. Met moulañ ha stagiñ skritelloù a lâr “N’och ket e Frans amañ met e Breizh”, zo souezhus memestra. Hervez ar slogan se, neuze, Breizh vehe dija ur vro digabestr, ur vro distaget a Frans... N’eo ket displeget muioc’h a dra war ar skritel met displegadurioù zo moarvat : pemp kant vloaz zo Breizh a oa bet trec’het get arme roue Bro C’hall hag, war lerc’h, staget dre fors d’ar Frans. Hag Anna Vreizh oa bet dimezeet dre fors ivez d’ar roue .. Se zo sur. N’eus ket bet referendum ebet d’ar c’houlz se evit goulenn get ar Vretoned mard e oant a du pe pas chom distaget da Frans pe bout staget. Ne oa ket frankiz  ebet d’ar c’houlz se evit ar pobloù, nag e Frans, nag e Breizh.
Votadegoù e leizh
Met bon, votadegoù, ur bern, zo bet war lerc’h, abaoe daou c’hant vloaz : hag ar Vretoned deus votet (ar Bretonezed abaoe hanterkant vloaz hepken). Ar vonreizh diwezhañ, hini ar pempvet Republik oa bet votet get al lodenn vrasan ag ar Vretoned e naontek kant eizh hanterkant (1958).  E Bro Euskadi, bonreizh ziwezhan Bro Spagn ne oa ket bet votet get al lodenn vrasan ag an dud e mil nav c’hant naontek ha tri ugent (1979). Ar muian a dud n’o doa ket votet, pe o doa votet nann... An dra se a ra an difor bras evit Breizh... Breizh zo barzh Bro Frans ivez dre youl ar Vretoned.

Met, daoust da se, hervez skritelloù Adsav, ne vehemp ket ni  amañ e Frans; tud all a lâr ne vehe ket Naoned e Breizh met e rannvro Broioù al Liger. Peb hini e zoare da c’hoari get an istor. Ha mard eo mod se, me ya me iwez da chañch ar wirionez : n’on ket mui e Frans, nag e Breizh, met e Tahiti ! Ne vez ket mui savet Rezore  war bord ar Blanvoezh met e Papeete... Bemdez eh an da neñvial barzh ar mor bras Pasifik tomm (30° e lec'h 17° e Breizh hiriv an deiz), ha, war lerc’h, eh an da gousket dindan ur c’hokotier. Trugarez a laran deoc’h evit bout deuet war Rezore, met e tahitianeg neuze : “mauruuru”.  

Christian Le Meut